Content-Length: 102512 | pFad | https://br.wikipedia.org/wiki/Airsoft

Airsoft - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Airsoft

Eus Wikipedia
Airsoft
seurt sport
Iskevrennad eusSportoù tennañ Kemmañ
Deiziad krouiñ1970 Kemmañ
StadJapan Kemmañ
A implijairsoft-related item Kemmañ

Airsoft, pe Softair a-wechoù, a vez graet eus ur sport lec'h ma vez daou skipailh oc'h enebiñ hag o klask risañ an enebourien dre implij armoù adc'hraet anvet armoù airsoft hag a denn boledoù plastik 6 pe 8 milimetr.

Dre ma ne vez ket merket an enebourien gant pentur evel er paintball, an airsoft a chom stag ouzh ur c'hod a enor o welet ur c'hoarier o vont e-maez eus ar c'hrogad adal ar mare ma vez tizhet gant ur bolod ha memes ma n'eus bet test ebet eus ar fed nemetañ.

Istor an Airsoft

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ne gaver ket un deiziad resis eus ar c'hentañ tro ma oa bet graet gant ar sport airsoft.

Lam d'an armoù e Japan

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude an Eil Brezel-bed e bro Japan e oa bet lakaet e plas meur a lezenn evit difenn ouzh ar vro d'en em armañ en-dro. Er bloavezh 1946, er vonreizh nevez, e voe bet savet ul lezenn evit difenn ouzh Japaniz perc'henniñ armoù betek an armoù doare dastumadenn.

An adskeudennoù kentañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er bloavezhioù 1960 e veze kavet an tu da dremen hebiou al lezenn dre berc'henniñ armoù-tan adc'hraet gant plastik. An embregerezh Maruzen a voe an hini kentañ o kinnig seurt armoù da werzhañ. Evelato an armoù n'hallent ket tennañ bolodoù gwirion.

An adskeudennoù c'hoari kentañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Etre ar bloavezhioù 1970 betek ar re 1980 e vez graet eus ar mare-se hini ar "c'hlasik airsoft".

E-kreiz ar bloavezhioù 1970[1], en ur chom stag ouzh al lezenn japanat, a zifenne da grouiñ ha da berc'henniñ armoù-tan, ijinourien ar vro a grogas gant reiñ stumm da armoù adc'hraet hag a roe an tu da dennañ.

Tres ur Gearbox, un arm adc'hraet airsoft tredan

Tanio Kobayashi a voe unan eus ar re gentañ anezho. Gant an ijinourien-se e voe choazet da implij boledoù 6 milimetrad kaset dre aer gourwasket. Evel-se e voe kavet an tu da dremen hebiou d'al lezennoù.

Ar c'hentañ arm airsoft adc'hraet lakaet e gwerzh a voe ur fuzuilh FAMAS (galleg: Fusil d'Assaut de la Manufacture d'armes de Saint Étienne). A-feur ma voe produet an armoù-se e voe ouzhpenn an dastumerien o vezañ dedennet met ivez lod eus an dud dedennet evit c'hoari ganto.

Krogadoù o lakaat e-krog div skipailh oc'h enebiñ a voe krouet, anvet Survival Games pe Wargame. An armoù implijet a veze lesanvet airsoft guns, ar pezh a ro hiziv-an-deiz anv ar sport.

Tachennoù c'hoari

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
C'hoarierien airsoft eus Roumania

An airsoft a vez c'hoariet pe war tachennoù en diavaez pe war tachennoù en diabarzh doare penntioù. Ar c'hoadeier hag ar savadurioù dilezet a vez al lec'hioù implijet ar muiañ. Evit chom hep degas kudennoù d'an dud nann c'hoarierien e vez klasket lec'hioù distro evel ar c'hoadeier hag a c'hell bezañ pell diouzh an tiez hag an dud.

Evit an tachennoù e kêr e vez klasket ober gant ar memes doare met diaesoc'h eo neuze ez eo muioc'h tachennoù mod-kêr savet a-ratozh hag a vezo kavet. Pa ne gaver ket tachenn ebet e vez tu da feurmiñ tachennoù prevez pe tachennoù kêr.

Ar reolenn a zo da sevel harzoù sklaer tro-dro d'al lec'h c'hoari evit ma ne vefe ket direnket an dud nann c'hoarierien anezho. Lakaet e vez panelloù pe c'hoazh seizennoù hervez gorread an dachenn.

Un dachenn droc'h surentez a zo ret kaout etre an dachenn c'hoari ha peurrest ar bed abalamour d'ar riskloù evit an daoulagad a vez gant ar bolodoù plastik evit tud nann dafaret.

Gellet a raer rannañ an doareoù tachennoù-c'hoari evel :

  • En diavaez, war ar maez (koadeier, parkeier...)
  • Urban (penntioù, uzinoù difuet...)
  • CQB (e saozneg: Close Quarter Battle) : lec'hioù c'hoari e savadurioù nemetken.

War bep tachenn e vez kavet ul lec'h goudor lesanvet "Safe zone", e-lec'h ma c'hall mont ar c'hoarierien lakaet e-maez eus ar c'hoari dre un tenn pe ur fazi, hag ul lec'h evit an dud nann c'hoarierien hag a fellfe dezho dont war an dachenn memestra.

Ur soudard eus an USMC o kuitaat an tachenn gourdoniñ evit mont etrezek ul lec'h goudor e-pad ur gourdonadeg emgann kêrel e Camp Lejeune e 2011

An Airsoft dre vro

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Breizh e kaver skipailhoù airsoft e-leizh. Darn anezho a zo anv Breizh e-barzh o anv :

  • Breizh Airsoft Tactical
  • Breizh Airsoft Force
  • Breizh Airsoft
  • Breizh'hell Airsoft

Ne gaver ket anat un diforc'h gant ar skipailhoù all airsoft dre-ar-bed, nemet ar fed da lakaat war-raok an orin breton war an unwiskoù dre implij simboloù Breizh evel an erminigoù pe ar Gwenn-ha-du.

An airsoft a zo bet degemeret evel ur sport dre anavezadur an Airsoft Alliantie Belgïe vzw (AAB) gant ar Bloso er bloavezh 2008 evel un « unvaniezh sport ofisiel d'an airsoft », gwelet eo a-benn neuze evel ur « sport deraouad » e Flandrez.

Implijet e vez kalz an unwiskoù implijet gant al lu belgian er skipailhoù airsoft eus ar vro-se. An touellivadur a zo neuze an hini ABL (tallizherennoù: Armée Belge/Belgisch Leger)

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Embregerezhioù Airsoft

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]








ApplySandwichStrip

pFad - (p)hone/(F)rame/(a)nonymizer/(d)eclutterfier!      Saves Data!


--- a PPN by Garber Painting Akron. With Image Size Reduction included!

Fetched URL: https://br.wikipedia.org/wiki/Airsoft

Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy