Anthony Burgess
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Rouantelezh-Unanet |
Anv e yezh-vamm an den | Anthony Burgess |
Anv ganedigezh | John Anthony Burgess Wilson |
Anv-bihan | John Anthony |
Anv-familh | Burgess, Wilson |
Lesanv | Anthony Burgess |
Deiziad ganedigezh | 25 C'hwe 1917 |
Lec'h ganedigezh | Harpurhey |
Deiziad ar marv | 22 Du 1993 |
Lec'h ar marv | Londrez |
Doare mervel | abeg naturel |
Abeg ar marv | krign-bev ar skevent |
Lec'h douaridigezh | Monako |
Pried | Liana Burgess |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
Implijer | Princeton University, University at Buffalo, Columbia University, skol-veur Birmingham |
Bet war ar studi e | Xaverian College, Victoria University of Manchester |
Deroù ar prantad labour | 1956 |
Relijion | Iliz katolik roman |
Skour lu | British Army |
Oberenn heverk | A Clockwork Orange |
Diellaouet gant | Harry Ransom Center, Institute for Contemporary Publishing Archives |
Ezel eus | Royal Society of Literature |
Bet kinniget evit | Priz Booker |
Personal library at | Harry Ransom Center |
Documentation files at | SAPA Foundation, Swiss Archive of the Performing Arts |
John Anthony Burgess Wilson, a oa Anthony Burgess e anv-pluenn (25 a viz C'hwevrer 1917 – 22 a viz Du 1993) a oa ur skrivagner saoz hag ur sonaozer.
E romant anavezetañ eo A Clockwork Orange, a zo bet graet ur film diwarnañ gant Stanley Kubrick. Meur a levr all a embannas hag en o zouez e c'haller menegiñ Earthly Powers. Sevel a reas pennadoù skridvarnerezh evit kazetennoù evel The Observer ha The Guardian, ha studiadennoù diwar-benn skrivagnerien all, evel James Joyce pe Gerard Manley Hopkins da skouer. Un troer barrek e oa ivez ha treiñ a reas e saozneg Cyrano de Bergerac, Oidipous ar Roue pe c'hoazh an opera Carmen, gant Bizet.
Pezhioù sonerezh a savas ivez, ouzhpenn 250 anezho, daoust ma ne dapas ket kement a vrud war an dachenn-se ha ma reas evel romantour.
Ganet e voe Burgess e Harpurhey, e-kichen Manchester, e Lancashire, en ur familh baour. A-raok mont da skrivagner e voe soudard ha kelenner. Bevañ a reas e Malezia hag e Brunei, ha diwezhatoc'h er Stadoù Unanet, en Italia hag e Bro-C'hall.
Mervel a reas gant ur c'hrign-bev, d'an oad a 76 vloaz, e Londrez.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Fonds Anthony Burgess e Skol-veur Angers (fr)
- International Anthony Burgess Foundation (en)
- Pennad-kaoz gant Anthony Burgess, aterset gant Don Swaim eus CBS Radio (en)
|
|