Doolittle Raid
Rann eus | air raids on Japan |
---|---|
Stad | Impalaeriezh Japan |
Lec'h | Greater Tokyo Area |
Daveennoù douaroniel | 35°0′0″N 154°0′0″E |
Deiziad | 18 Ebr 1942 |
Commanded by | Jimmy Doolittle |
An Doolittle Raid, anvet ivez Tokyo Raid, a oa bet un dagadenn nij d'ar sadorn 18 a viz Ebrel 1942, gant Stadoù-Unanet Amerika war kêr-benn Impalaeriezh Japan, Tokyo, ha lec'hioù all en enezenn Honshu e-pad an Eil Brezel-bed. Ar c'hentañ oberiadur-bombezenniñ dre nij e oa bet da dagañ inizi Japan. Diskouezet e oa bet dre an oberiadur-se e c'halled tagañ douaroù Impalaeriezh Japan gant bombezennoù ar Stadunaniz. Un doare e oa ivez da gaout un digoll arouezel eus an Arsailh war Pearl Harbor, ha da reiñ kalon d'ar bobl stadunanat evit ar peurrrest eus ar brezel. An oberiadur-brezel-se a oa bet savet ha renet gant al Letenant koronal James Doolittle eus an United States Army Air Forces.