Content-Length: 83618 | pFad | https://br.wikipedia.org/wiki/Epikreizenn

Epikreizenn - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Epikreizenn

Eus Wikipedia
Dres a-us da hipokreizenn ar c'hren-douar emañ an epikreizenn

Graet e vez epikreizenn[1] pe gorregreizenn[2] (henc'hresianeg: επίκεντρον) eus al lec'h eus an Douar zo dres a-us da boent loc'h ur c'hren-douar pe un darzhadenn danzouar. Dres a-us d'an hipokreizenn, poent loc'h an energiezh a fu e diabarzh an Douar, emañ an epikreizenn. Gwagennoù sismek en em led dre gelc'hioù en-dro d'an hipokreizenn. En tu all d'an Douar diouzh epikreizenn ar c'hren-douar e c'hoarvez gwagennoù sismek ivez peogwir e vez lonket ar gwagennoù a-dreuz gant al liñvenn en-dro d'ar graoñell tra ma vez distaolet ar gwagennoù led (pe gwagennoù gwasket.

Graet e vez gant an termen epikreizenn evit ober anv eus kreizenn darvoudoù reuziek all ivez evel, da skouer, impakt ur c'horf-egor pe ur gometenn.

Daveoù ha notennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. "Epikreizenn" e-barzh Geriadur ar skiantoù hag an teknikoù, Brezhoneg21
  2. "Gorregreizenn" pe "poent kreiz" hervez TermOfis (Ofis Publik ar Brezhoneg)








ApplySandwichStrip

pFad - (p)hone/(F)rame/(a)nonymizer/(d)eclutterfier!      Saves Data!


--- a PPN by Garber Painting Akron. With Image Size Reduction included!

Fetched URL: https://br.wikipedia.org/wiki/Epikreizenn

Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy