Content-Length: 133136 | pFad | https://br.wikipedia.org/wiki/Gwerzhav

Gwerzhav - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Gwerzhav

Eus Wikipedia
Gwerzhav
Ar maerdi.
Ar maerdi.
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Vertou
Bro istorel Naoned
Melestradurezh
Departamant Liger-Atlantel
Arondisamant Naoned
Kanton Gwerzhav (pennlec'h)
Kod kumun 44215
Kod post 44120
Maer
Amzer gefridi
Rodolphe Amailland
2020-2026
Etrekumuniezh Naoned Meurgêr
Bro velestradurel Tolpad-kêrioù Naoned
Lec'hienn Web www.vertou.fr
Poblañsouriezh
Poblañs 25 879 ann. (2020)[1]
Stankter 725 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
47° 10′ 08″ Norzh
1° 28′ 11″ Kornôg
/ 47.168889, -1.469722
Uhelderioù kreiz-kêr : 28,5 m
bihanañ 1 m — brasañ 56 m
Gorread 35,68 km²
Lec'hiañ ar gêr
Gwerzhav

Gwerzhav a zo ur gumun a Vreizh e Liger-Atlantel, e gevred ar vro.

E Gevred Naoned emañ ar gumun, hag e Gwinieg Naoned. Emañ ar c'heiz-kêr e 7 km da hini Naoned.

Ar stêrioù Sevr ha Mewan a gember eno.

  • Erwan Vallerie ː Vertavum, 1199; Vertou, 1287, 1709

En argant, e binenn c'heotet, ur flourdilizenn en aour war e c'hef, hebiaet a-zehoù gant ur flourdilizenn en glazur skoret gant ur vrizhenn erminig en sabel, a-gleiz gant ur vrizhenn erminig en sabel skoret gant ur flourdilizenn en glazur

Dispac'h Gall:
Krouet e voe kumun Gwerzhav e 1790 diwar ar barrez katolik. Lakaet e voe da benn Kanton Gwerzhav hag e Bann Klison. E 1800 e voe lakaet en Arondisamant Naoned[2].

XIXvet kantved:
Krouet e voe kumun Kersoren e 1865 diwar lodennoù eus kumunioù Bignon, Pont-Marzhin ha Gwerzhav[3].

XXvet kantved:

Mervel a reas 216 gwaz ag ar gumun abalamour d'ar brezel, da lavaret eo 3,93% eus he foblañs e 1911[4].

D'an 20 a viz Eost 1940 e kouezhas ur c'harr-nij Heinkel 111 eus an aerlu alaman (Luftwaffe) e Gwerzhav; gloazet e voe e voe an daou nijour a oa en e vourzh; d'ar 17 a viz Meurzh 1941 e kouezhas un Heinkel 111 all; mervel a reas pevar nijour[5].

Monumantoù ha traoù heverk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Kastell ar Portillon war ribl ar Sevr.
  • Iliz katolik Sant Varzhin.
  • Monumant ar re varv er vered, luc’hskeudenn[6]. Dioueliet e voe d’an 23 a viz Here 1921[7].

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Niver a annezidi

Melestradurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Emañ Gwerzhav e-barzh Naoned Meurgêr, ha Bro Gwinieg Naoned evit ar pezh a sell ouzh ar sevenadur hag ar glad.

Abred eo bet oberiant ar gumun war an dachenn industriel. Un unvez treuzfurmiñ zo eus an embregerezh naonedat hollvrudet Biscuiterie nantaise.

Ur gevredigezh da gas kentelioù d'an dud deuet ez eus bet e Gwerzhav, Kentelioù an Noz - Gwerzhav he anv.

Ardamezeg ar familhoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Alleaume,

Aotrounez la Ramée

En glazur e gebrenn en aour, heuliet ouzh kab gant div rozenn en arc'hant, hag ouzh beg gant ur goulm ouzh kleiz en aour leinet gant ur steredenn ivez en aour
d'Arquistade, Darquistade
Aotrounez la Maillardière

En argant e gebrenn en gul, heuliet gant teir melionenn c'heotet
l'Aubier, pe Laubier
Aotrounez la Chaussée
En argant e deir grilh en sabel, an dornelloù bouklet ivez en sabel
d'Aussonvilliers,

Aotrounez Navinaux

En glazur e lammell en aour heuliet gant peder steredenn ivez en aour
Armand Bazin de Bezons En glazur e deir gurunenn dug en aour
Bellot, pe Belot

Aotrounez la Placelière ha la Roulière

En argant e baun o rodal en geot, heuliet ouzh pep konk gant ur vrizhenn en sabel
Bonnetier

Aotrounez la Bareille

En glazur e eor en argant, e zaou delfin en aour balirant ha lammellet
Guillaume de Carné

provost Gwerzhav e 1532

En aour e ziv dreustell en gul
Cassard

Aotrounez la Pantière ha Lépan

En argant e leon en sabel, leinet gant div valafenn ivez en sabelSturienn ː Sans venin.

[PPC]

Tissart

Aotrounez Drouillay

Palefarzhet; ouzh 1 ha 4, en argant e deir dorzhell en gul; ouzh 2 ha 3, en argant e dreustell en glazur

Gevellet eo Gwerzhav gant Morges (Suis Suis) abaoe 1957.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Michel Froger & Michel Pressensé : Armorial des communes de Loire-Atlantique. 1996
  • Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
  • Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995

Daveoù ha notennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]








ApplySandwichStrip

pFad - (p)hone/(F)rame/(a)nonymizer/(d)eclutterfier!      Saves Data!


--- a PPN by Garber Painting Akron. With Image Size Reduction included!

Fetched URL: https://br.wikipedia.org/wiki/Gwerzhav

Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy