Content-Length: 185347 | pFad | https://br.wikipedia.org/wiki/Mor_Breizh

Mor Breizh - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Mor Breizh

Eus Wikipedia
Mor Breizh
strizh-mor, mor
Rann eusMeurvor Norzh Atlantel Kemmañ
Anv er yezh a orinEnglish Channel, Manche Kemmañ
Diazad doureierEnglish Channel basin Kemmañ
Bro an diazadRouantelezh-Unanet, Frañs Kemmañ
Anvet diwarBro-Saoz, Breizh, Breizh-Veur Kemmañ
KevandirEuropa Kemmañ
StadRouantelezh-Unanet, Frañs Kemmañ
War riblMeurvor Norzh Atlantel Kemmañ
Lec'hiadurMor an Hanternoz Kemmañ
Daveennoù douaroniel50°0′0″N 2°0′0″W Kemmañ
Map

Mor Breizh zo ur mor e Kornôg Europa, etre hanternoz Breizh ha Normandi, ha kreisteiz Kernev-Veur ha Bro-Saoz, ha digor war ar Meurvor Atlantel. N'eo ket gwall sklaer e pelec'h emañ e harzoù kornôg : etre Penn an Wlas (Kernev-Veur) ha tour-tan Enez-Werc'h (Breizh) hervez Aozadur etrebroadel ar mor ; un tamm pelloc'h er mervent, betek Ledenez Molenez, hervez Aozadur etrebroadel an hidrografiezh.

Mor Breizh gant sifroù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur gorread a 75 000 km² bennak zo dezhañ, un hed a 500 km, ul led a 250 km d'ar muiañ (etre bae Lyme ha pleg-mor Sant-Maloù) hag un donder a 54 m (- 172 m d'ar muiañ). Donoc'h eo ar mor er c'hornôg (- 120 m) eget er reter (- 45 m). Ar Saena eo ar stêr vrasañ en em daol e mor Breizh. Ar stêrioù pennañ all eo ar Somme, an Orne, ar Vire, an Tamer, an Exe hag an Avon. Er Raz Blanchard, etre beg la Hague hag Aldernez, emañ ar redoù-mor en o c'hreñvañ. A-fet mareoù ez eus c'hwec'h eurvezh diforc'h etre an daou benn eus ar mor. Mont a ra ar redoù-mor eus ar reter d'ar c'hornôg gant ar chal hag eus ar c'hornôg d'ar reter gant an dichal. E bae Menez-Mikael-ar-Mor e kaver al lanvioù brasañ er bed-holl, a sav betek 15 metr diforc'h pa vez reverzhi bras, kalz muioc'h eget er reter, lec'h ma ne sav ket uheloc'h eget ur metr.

Mor Breizh a oa ur stêr divent en e lec'h gwechall-gozh, maget gant ar Roen, an Tavoez hag ar Saena, hag a oa pell izeloc'h eget live ar mor hiziv. War-lerc'h an oadvezh skorn diwezhañ e oa en em stummet Mor Breizh, ar pezh a zistagas Breizh-Veur diouzh douar Europa evit mat. Abaoe e talc'h d'en em ledañ goustad-goustad a-gaoz da grignadur an aodoù gant ar gwagennoù. Gant tommadur an hin eo aet an anadenn naturel-se war fonnusaat avat, ha live ar mor war uhelaat. Ouzhpenn an dra-se a laka an natur en arvar e mor Breizh : abaoe ar c'hantved paseet eo bet saotret pe bihanaet ar vevliesseurted ennañ gant ar re besketa, gant al lastez stoket war e strad (danvez skinoberius pe danvez tarzh), gant ar spesadoù aloubus ha gant tommadur an dour, a zo stag eñ ivez ouzh cheñchamant an hin.

E-pad pell eo bet Mor Breizh un hent hag a dremene stank-stank drezañ an eskemmoù a-fet kenwerzh, sevenadur ha politik. Ul liamm pouezus-meurbet e oa ivez pa veze ar galloud gant ar memes pobl a bep tu, war e div riblenn – ar Gelted hag ar Romaned en Henamzer, ar Vretoned hag an Normaned e deroù ar Grennamzer. Goude-se eo deuet da vezañ un difenn eus ar re greñvañ evit Bro-Saoz, evit chom hep emellout pa veze brezel war an douar bras, pe evit mirout ouzh hec'h enebourien a dagañ anezhi (evel, da skouer, Napoleon pe Hitler). Kement-mañ a zisplege Shakespeare dija en e bezh-c'hoari Richarzh II : « Ar maen prizius-mañ pozet e-kreiz ar mor arc'hant a dalv da voger pe da fozell hag a zifenn un ti a-enep avi an douaroù ha n'int ket ken evurus ». Evit ma vefe efedus an difenn naturel-se e ranke Bro-Saoz bezañ mestr warni : an dra-se zo kaoz he deus savet ur morlu, ar Royal Navy, a zo bet kreñvaet kalz adalek ren Elesbed Iañ. Un nebeud aloubadegoù zo c'hoarvezet memes tra : an Normaned dindan Gwilherm II e 1066, ar Spagnoled gant o Armada « didrec'hus » e 1692, William Orange hag e arme da-geñver an Eil dispac'h saoz e 1588, pe c'hoazh an taol-brezel Overlord pa zilestras ar Gevredidi war traezhennoù Normandi e 1944. Er XVIIvet kantved e c'hoarvezas meur a emgann bras war mor Breizh etre armeoù Bro-Saoz, Bro-C'hall, Bro-Spagn hag ar Proviñsoù-Unanet, evel en Tevennoù (1639), e Dover (1652), e Portland (1653) hag e la Hougue (1692). Emgannoù dindan vor a voe ivez en XXvet kantved, etre bagadoù listri-spluj pe abalamour dezho, dreist-holl e-pad ar brezel-bed kentañ. Touristel-kenañ eo deuet aodoù mor Breizh da vezañ abaoe penn-kentañ an XXvet kantved, evit ar vrientinion da gentañ hag evit an dud vunut diwezhatoc'h. Lod kêrioù zo kresket kalz o brud hag an niver a dud enno gant an touristerezh, evel Brighton ha Bournemouth e Bro-Saoz, Deauville e Bro-C'hall ha Dinarzh e Breizh.

Kartenn Mor Breizh

E-leizh a listri a dremen dre mor Breizh, war-dro 20% eus an trafik war vor er bed-holl a-hervez, abalamour da dizhout porzhioù brasañ Europa, evel an Havr-Nevez e Bro-C'hall, Rotterdam en Izelvroioù hag Hamburg en Alamagn. Ouzhpenn 500 lestr a vez o verdeiñ warnañ bemdez, hep kontañ re al linennoù treizhañ, da skouer etre Dover ha Calais peotramant etre Plymouth ha Rosko. Gant kement a listri o vont-ha-dont ez eus bet lakaet reolennoù e plas gant Aozadur etrebroadel ar mor, evit ma ne c'hoarvezfe ket droug, da lavaret eo stokadennoù pe peñseoù. Hentoù untuek zo evit ar bagoù e daou benn mor Breizh, e strizh-mor Dover hag e kanol Eusa : rankout a ra listri tremen er-maez da Vro-Saoz pa vageont etrezek ar c'hreisteiz hag er-maez da Vro-C'hall pa vageont etrezek an hanternoz.

Treuziñ ar mor

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Louis Blériot gant e garr-nij, 1909.

E strizh-mor Dover emañ mor Breizh en e strishañ : 33 km hepken etre ar gêr saoz, e kontelezh Kent, hag ar c'hab Gris-Nez, e departamant Pas-de-Calais. Evel-just, eno e oa bet klasket treizhañ ar mor evit ar wech kentañ gant ur mod diblasañ nevez, gant ur baloñs (e 1785 gant Jean-Pierre Blanchard ha John Jefferies), war neuñv (e 1875 gant Matthew Webb), gant ur c'harr-nij (e 1909 gant Louis Blériot), gant ur parachut (e 2004 gant Felix Baumgartner), gant ur wingpack (e 2008 gant Yves Rossy), gant ur c'hitesurf (e 2012 gant Sam ha Richard Branson) pe gant ur flyboard (e 2019 gant Franky Zapata). E 1994 e voe digoret un tunnel dindan mor Breizh, etre Folkestone ha Sangatte, evit mont-ha-dont gant an tren Eurostar etre Londrez ha Pariz pe Brusel.

Inizi pennañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kêrioù pennañ war e vord

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An niver a annezidi zo skrivet etre krommelloù. Evit ar c'hêrioù saoz ha gall n'eo ket bet kontet an niver a dud o chom er c'humunioù ; er meurgêrioù ne lavaran ket.

Anvioù a vremañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • the English Channel e saozneg ;
  • Het Kanaal en izelvroeg ;
  • ar Manche e galleg ;
  • Mor Bretannek e kerneveureg ;
  • Mor Breizh e brezhoneg ;
  • Môr Udd e kembraeg ;
  • Muir nIocht en iwerzhoneg ;
  • Oceanus Britannicus pe Mare Britannicum e latin.

Ar memes anv a gaver e brezhoneg (Mor Breizh) hag e kerneveureg (Mor Bretannek), hep na ouifed gwall vat hag-eñ e oa bet implijet da gentañ gant ar Gelted pe gant ar Romaned, a rae gant ar memes tra e latin (Mare Britannicum). E kembraeg e vez graet Môr Udd anezhañ, ar pezh a dalveze war un dro evit Mor Breizh ha Mor an Hanternoz gwechall.

An anv Channel pe English Channel a vez implijet e saozneg abaoe an XIIIvet kantved da nebeutañ. Eus ar galleg kozh (chenel = kanol) e teu ar ger-se.

Manche a vez implijet e galleg abaoe ar XVIIvet kantved da nebeutañ. A-hervez eo bet anvet ar mor evel-se abalamour m'eo heñvel ouzh ur mañch eus ur pezh dilhad war ar c'hartennoù. Degemeret eo bet an anv-se e meur a yezh all, da skouer Canale della Manica en italianeg pe Canal de la Mancha e spagnoleg.

Anvioù kozh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En testennoù kozh ez eus testeniet meur a anv :

  • Mare Britannicum da vare ar Romaned, da lâret eo : ar mor etre an douar bras hag enez Britannia, Enez Vreizh ;
  • Mare Gallicum da vare ar Romaned ;
  • « mor e tu Galia » da vare ar Romaned ;
  • Oceanus Gallicus er VIvet - VIIvet kantved (gant Isidoro Sevilla) ;
  • mare anglicum er XIIvet kantved (gant Suger) ;
  • Gallico mari er XIIvet kantved (gant Gwilherm Newburgh) ;
  • « brec'h-vor e kreisteiz ar vro, hag a c'heller mont ganti evit merdeiñ war-du Galia » war-dro 1100 - 1155 (gant Jafrez Menoe)
  • « tramor » e fin ar XIVvet kantved (gant Jean Froissart) ;
  • Oceanus Britannicus e 1477 (gant Taddeo Crivelli) ;
  • Oceanus Britannicus e 1482 (gant Niccolò di Lorenzo) ;
  • Britannico Oceano e 1482 (gant Francesco Berlinghieri) ;
  • Mare Anglica e 1540 (gant Sebastian Münster) ;
  • Mer Oceane pe mare oceanum er XVIvet kantved war meur a gartenn ;
  • Britannicus Oceanus ha La Grand Mer Occeane e 1570 ;
  • Oceanus Britannicus er XVIvet kantved ;
  • Mer de France & d’Angleterre e 1587 ;
  • Mare Britannicum er XVIvet kantved (gant Jean Jolivet) ;
  • British Ocean e 1595 (gant John Norden) ;
  • Channel e 1593 (gant William Shakespeare) ;
  • mare normandicum, ocean de bretaigne, mer de France er XVIvet - XVIIvet kantved ;
  • British Sea or the Chanell er XVIIvet kantved ;
  • The British or Narrow Sea betek ar XVIIvet kantved ;
  • le Manche (anv gourel) e 1639 (gant Nicolas Sanson) ;
  • la manche d’Angleterre e 1611 (gant Randle Cotgrave) ;
  • La Mer Britannique, vulgairement la Manche e 1623 ;
  • British Channel e 1745 ;
  • English Channel e fin ar XVIIvet kantved.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.









ApplySandwichStrip

pFad - (p)hone/(F)rame/(a)nonymizer/(d)eclutterfier!      Saves Data!


--- a PPN by Garber Painting Akron. With Image Size Reduction included!

Fetched URL: https://br.wikipedia.org/wiki/Mor_Breizh

Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy