Content-Length: 86056 | pFad | https://br.wikipedia.org/wiki/Rocabarraigh

Rocabarraigh - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Rocabarraigh

Eus Wikipedia
Setu pelec'h emañ Rockall
Setu pegen bras eo Rockall
Setu penaos e oa e miz Meurzh 1943

Rocabarraigh (Rockall e saozneg) a zo ur garreg er Meurvor Atlantel, er gwalarn da Iwerzhon, etre ar vro-se, Enez ar Skorn ha Bro-Skos, ha brudet gant ar sach-blev zo bet etre Breizh-Veur hag Iwerzhon abalamour dezhi, pe gentoc'h d'ar pinvidigezhioù a soñjed a c'hallfe bezañ e goueled ar mor en-dro dezhi. Arc'het eo ar mor tro-dro gant ar Rouantelezh-Unanet, Iwerzhon, Island ha Danmark (en anv Inizi Faero).

27 metr ledander ha 22 vetr uhelder zo d'ar garreg. Ne c'hall den bevañ eno evel-just.

Kontet e vez a-wechoù e-touez an Inizi Gall, met gwall bell emañ an hini dostañ, Hiort (anvet "Saint Kilda" e saozneg). Meret eo ar garreg gant ar Rouantelezh-Unanet ha stag eo ouzh an Inizi Gall Diavaez evit a sell ar velestradurezh.










ApplySandwichStrip

pFad - (p)hone/(F)rame/(a)nonymizer/(d)eclutterfier!      Saves Data!


--- a PPN by Garber Painting Akron. With Image Size Reduction included!

Fetched URL: https://br.wikipedia.org/wiki/Rocabarraigh

Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy