Trier
Ur gêr eus kornog Alamagn eo Trier ( Augusta Treverorum e latin, Trêves e galleg), e Rheinland-Pfalz, war ar stêr Mosella
Douaroniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Trier emañ war ar stêr Mosella, war an hent roman eus Metz da vMainz.
Anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Stummoù skrivet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (in Treveris) Augusta (Pomponius Mela, III, 20)
- Augusta Treverorum (enskriv. fin kantved Iñ)
- Colonia Trevirorum (Tacitus, Hist. IV, 62, 72; enskrivadurioù)
- Colonia Augusta Treverorum (IIt ktvd)
- Treveri (Codex Theodosius.; Ammianus Marcellinus; Symmacus, hag all)
- Treveris (Polemius Silvius, Hydacius, Sokrates, Sozomenus, hag all)
- Urbs Treverica, Treverus (Gregor a Dours)
- Treveris Civitas, Treverus Civetas (pezhioù moneiz)
Gerdarzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dont a ra an anv Trier eus anv ar bobl c'halian Treveri. Augusta a dalv kement hag Impalaer.
Ardamezioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Skoed Trier a zo da lenn evel-henn ː "en gul, e Sant-Pêr en aour, o zougenn ul levr en gul, ha rod-heoliek en argant"
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Trier e oa oppidum an d-Treveri.
War a seblant e oa bet ur c'hamp roman war an uhelenn Petrisberg, war-dro 30-29 kent J.-K[1].
Tabut zo bet evit gouzout de betore mare e oa bet savet ur gwir kêr eno. Darn o deus soñjet e oa da vare Aogust, darn all da vare Klaod. Mes, dre ma ouzer e oa bet diskaret gwez diazez ar pont war-dro 18 pe 17 goude J.-K.,[2], sklaer eo e oa da vare Tiber (impalaer eus 14 da 37)
Trier zo bet savet da gêr-benn Belgica Iañ.
Penngarter evit ar C'hornog. Anavezet e oa evel Roma an Hanternoz.
Stal-labour binvioù-brezel, arsanailh, ostel ar moneiz, ...
En em roet da Vaksim (Macsen Wledig) e 383.
Barnet eo oa Pricillianus hag e vignoned d'ar marv war-dro 385, en desped m'en devoa goulennet truez gant an eskob sant Marzhin Vaximus.
Adkemeret e 388 gant Arbogast, evit kont Teodoz Iañ. Viktor, mab yaouank Maximus, oadet war-dro seizh vloaz nemetken, e voe laket d'ar marv war un dro.
Trier zo bet gwastet ouzhpenn pemp gwech adalek marv Valentinian Iañ.
Kouezhet etre daouarn ar Franked. Bet goude se eus bro Austrasia, impalaerezh Lothair, rouantelezh Lotharingen, rouantelezh Germania
Savadurioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Monumantoù roman
- ur forum (248m x 140m)
- ur penniliz
- ur c'helc'hva
- un templ gouestlet da Mars Victor, war an uhel Herrenbrünnchen, ouzh reter; unan all da Asclepios, e-kichen ar pont
- an nor anvet Porta Nigra
- ur pont
- kibelldioù
Monumantoù all ː
- Iliz-Veur (e-lec'h e vefe miret sae J.-K.)[3]
-
Braun & Hogenberg Trier 1572
-
Trier Meisner (1625)
-
De Fer Trier 1692
-
Porta Nigra 1863
-
Trier Porta Nigra. Gwelet diavez
-
Kaiser-Palast. Palez ar C'hezar
-
Kibelloù roman
-
Pont roman Trier. 1646
-
Pont roman en amzer a-vremañ
Tud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ausonius
- Maksim, impalaer Magnus Clemens Maximus Augustus, eus 383 da 388
- Flavius Viktor, mab Maksim, savet da gentañ da gkaezar (eil impalaer), savet da aogust (impalaer) e 387; bet lazhet, bugel c'hoaz (7 bloaz ?) gant Arbogast, evit kont Teodoz Iñ.
- Paulinus a dTrier, eskob ha sant er IVe kantved.
- Lars von Trier (ganet e 1956), filmaozer danat.
Lervlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Nancy Gauthier ː Topographie chrétienne des cités de la Gaule, des origenes au milieu du VIIIè siècle. I. Province ecclésiastique de Trèves (Belgica Prima). De Boccard. 1986
- Albert Grenier : Quatre villes romaines de Rhénanie : Trèves, Mayence, Bonn, Cologne. Auguste Picard Editeur. Paris? 1925