Content-Length: 94109 | pFad | https://br.wikipedia.org/wiki/M%C4%81oried

Māoried - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Māoried

Eus Wikipedia
Māoried o tañsal un haka

Māori eo anv ur bobl a zo staliet e Zeland-Nevez. Ar maorieg, pe te reo Māori, eo o yezh. Dont a rejont di etre 1320 ha 1350 o tont eus Polinezia ar Reter. Dre ar c'hantvedoù a tiorrojont ur sevenadur dibar, disheñvel diouzh re ar pobloù polinezian all gant e vojennoù, e artizanerezh hag e arvestoù. Europeiz en em stailhjont er vro adalek ar XVIIvet kantved.

Hervez niveradeg 2018 ez eus 775 836 Māori er vro, da lavaret eo 16,5 % eus ar boblañs.

Anzavadur ar sevenadur māori

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Embannet he deus kentañ ministr Zeland-Nevez d'ar 4 a viz C'hwevrer 2021 e vo hiviziken un devezh-gouel dilabour ouzhpenn er vro, anvet Matariki, diwar anv maoriek steredeg ar Yar hag he foñsined a weler en oabl d'ar poent-se eus ar bloaz du-hont hag a verk ar bloaz nevez evit ar Vāoried.









ApplySandwichStrip

pFad - (p)hone/(F)rame/(a)nonymizer/(d)eclutterfier!      Saves Data!


--- a PPN by Garber Painting Akron. With Image Size Reduction included!

Fetched URL: https://br.wikipedia.org/wiki/M%C4%81oried

Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy