Mont d’an endalc’had

Brit Air

Eus Wikipedia
Ur c'harr-nij gant al livioù kozh war ar reaktorioù.

Brit Air (kod IATA: DB; kod ICAO: BZH) a oa ur gompagnunezh treuzdougen dre girri-nij eus Breizh. Krouet e oa bet d'ar 26 a viz Gouere 1973 gant Xavier Leclercq. Kendeuzet e oa bet d'an 31 a viz Meurzh 2013 gant Airlinair ha Régional evit ober ar gompagnunezh HOP ! perc'hennet penn-da-benn gant Air France.

E 1973 e krouas Xavier Leclercq "Brittany Air International" gant merk kenwerzhel Brit Air gant kirri-nij a vent vihan (2 Piper-Aztec 5 plas). 5 Karr-nij a oa e 1978, unan 18 plas en o-zouez.

E 1979 e kemeras Brit Air he flas en treuzdougen rannvroel dre garr-nij gant nijadennoù reoliek eus Roazhon, Montroulez, Kemper, an Havr-Nevez ha Caen war-du Londrez. 7 karrr-nij he doa ar gompagnunezh neuze.

E 1983 e teuas daou Fokker a 50 plas pep hini da greñvaat ar strollad kirri-nij. Un emglev a voe skoulmet gant Air Inter.

Skoulmet e voe un emglev heñvel gant Air France e 1986. Prenañ a reas Brit Air 2 ATR, unan a 46 plas hag an eil a 50.

Astennet e voe an emglev gant Air Inter e 1989. Perc'henn e oa ar gompagnunezh war 19 karr-nij neuze.

E 1991 e voe krouet ur greizenn stummañ (ICARE) evit an nijerien e Montroulez. Prenet e voe un darvanerez nij war ATR 42/72. Tri c'harr-nij warn-ugent a oa neuze er strollad, 12 ATR en o-zouez.

Dilennet e voe Brit Air "Kompagnunezh europat ar bloaz" gant an "Association européenne des compagnies régionales" ha "Gwellañ kompagnunezh rannvro ar bloaz er bed" gant ar gelaouenn amerikan Air Transport World e 1995.

E 1997 e voe sinet ur gevrat frañchizañ gant Air France war holl linennoù Brit Air. Tremen a reas ar rouedad eus 22 linenn darempredet ingal da 33. Kavout a raed 12 CRJ (Canadair Regional Jet), 10 ATR 42, 2 ATR 72 er strollad kirri-nij. Prenet e voe un eil darvanerez nij evit ICARE, war CRJ 100 ar wech-mañ.

Mont a reas Brit Air war eil marc'had eskemmdi Pariz e 1998. 5 Fokker F100 a voe prenet.

E 2000 e teuas Air France da vezañ perc'henn war an niver brasañ niver gevrannoù Brit Air. Prenañ a reas ICARE un trede darvanerez nij war CRJ 100/200/700. Savet e voe ur sez nevez e Montroulez.

E 2001 e voe Brit Air ar c'hentañ kompagnunezh er bed oc'h implijout ur CRJ 700 eus ti Bombardier.

E 2002 e teuas Marc Lamidey da vezañ prezidant.

E 2003 e oa 30 vloaz ar gompagnunezh, gant 1 200 den gopret ha 37 karr-nij. D'an 22 a viz Mezheven e kouezhas ar c'harr-nij a zeue eus Naoned 2,3 miltir eus aerborzh Brest. Ar c'homandant a voe an den nemetañ o koll e vuhez.

E 2008 e oa 1 300 den o labourat evit Brit Air (1 200 evit an nijadennoù, 45 evit ar greizenn stummañ ICARE ha 50 e Lyon evit kempenn ar c'hirri-nij). 36 karr-nij. 300 nijadenn bemdez. 4 milion a veajourien. 483,7 milion a euroioù a gengreadur. 5,3 milion a c'hounid rik.

E 2010 evel e 2001 evit ar CRJ 700 e voe Brit Air ar c'hentañ kompagnunezh oc'h implijout ar CRJ 1000. Ne voe nemet an hini kentañ a zouge livioù breizhat. Ar re all a oa livioù Air France warno.

E 2012 e oa 39 c'harr-nij (13 Bombardier CRJ-100 gant 50 plas, 15 Bombardier CR-700 gant 72 plas hag 11 Bombardier CRJ-1000 gant 100 plas). D'an 31 a viz Meurzh 2013 e voe strollet Brit Air, Airlinair ha Régional er gompagnunezh HOP !, pol nevez Air France evit an nijadennoù berr hag etre.

pFad - Phonifier reborn

Pfad - The Proxy pFad of © 2024 Garber Painting. All rights reserved.

Note: This service is not intended for secure transactions such as banking, social media, email, or purchasing. Use at your own risk. We assume no liability whatsoever for broken pages.


Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy