Cabaret Voltaire a oa un davarn sevenadurel lec'hiet e niverenn 1 Spiegelgasse, e Zürich (Suis). Er straed-se edo Lenin o chom. Mont a reas Cabaret Voltaire en-dro e-pad c'hwec'h miz : etre miz C'hwevrer ha miz Gouere 1916. Chom a reas a-sav abalamour d'an trouz diouzh noz, ha d'an trouz dre vras. Diazezet eo anv al lec'h war an dislavar etre cabaret (an noz) ha Voltaire (ar preder). Eno e voe krouet dada.

Cabaret Voltaire e 2006
David Woodard, Ma Anand Sheela ha Christian Kracht, Cabaret Voltaire, 2008

Krouidigezh

kemmañ

Abaoe 1914 e oa ur strollad arzourien yaouank e Zurich : mont a raent a davarn da davarn, hag anvet e oant Cabaret Pantagruel. En o zouez e oa Hugo Ball. Gantañ e voe kavet an davarn a zo deuet da vezañ Cabaret Voltaire. Digoret e voe d'ar 5 a viz C'hwevrer 1916.

Ul lec'h evit an arzourien

kemmañ

Al livour Marcel Janco a oa o pourmen e Zürich pa glevas sonerezh : en davarn ez eas, hag eno e kejas gant Ball hag a oa o seniñ piano. Goude ma vefent deuet d avezañ mignoned e kinnigas Ball e vignoned da Janco, en o zouez Tristan Tzara ha Jean Arp.

Dre ma ne oa ket pinvidik a-walc'h Ball evit kempenn diabarzh an davarn e c'houlennas digant e vignoned ma prestfent taolennoù dezhañ a-benn kinklañ anezhi. Kinklet e voe an davarn neuze gant oberennoù Modigliani, Picasso, Kandinsky, Klee, Jawlensky, Fernand Léger ha Matisse. En davarn-se, enni taolennoù savet gant dazontourien, kubourien ha eztaoladourien, en em gavas arzourien yaouank liesseurt, hag abadennoù sonerezh ha lennegezh a aozjont eno.

Ganedigezh dada

kemmañ
 
Niverenn nemeti ar gazetenn anvet cabaret voltaire

Ma kreder ar pezh a lavaras Marcel Janco (e-barzh Dada, monographie d'un mouvement) e komprener e voe implijet ar ger dada da envel ul luskad a oa anezhañ dija. Ma voe implijet ar ger da vat adalek ar 14 a viz Gouere 1916 (lennadeg Manifeste DaDa Hugo Ball) e voe roet lañs d'al luskad d'an 23 a viz Even, pa voe krouet ar barzhonegoù hep gerioù ha pa voe aozet abadennoù Richard Huelsenbeck.

Cabaret voltaire a zo ivez titl ar gazetenn dada gentañ a zo bet embannet e Zürich gant Hugo Ball d'ar 24 a viz Mae 1916.

Liamm diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

pFad - Phonifier reborn

Pfad - The Proxy pFad of © 2024 Garber Painting. All rights reserved.

Note: This service is not intended for secure transactions such as banking, social media, email, or purchasing. Use at your own risk. We assume no liability whatsoever for broken pages.


Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy