Chutney (hervez an doare-skrivañ saoznek) pe chatni (hindeg: चटनी chaṭnī; ourdoueg: چٹنی chaṭnī) a reer eus ur seurt lipig, skildrenk peurliesañ, a orin eus Indez, hag a vez debret gant meuzioù liesseurt.

Meur a seurt chutney
Chutney diwar kraoñ koko
Chutney diwar domatez
Chutney diwar vangez

E kement seurt chutney a zo e kaver pimant glas ha fresk e-leizh. Ouzhpenn ez eus frouezh, legumaj, spisoù, ha temzoù-boued. Chutney yen a c'haller fardañ, met diazezet eo al lod brasañ anezho war frouezh poazhet. Sed ar re a gaver an aliesañ :

En Europa e c'haller fardañ chutney diwar ar frouezh a gaver, evel aval pe pechez. Ouzhpennañ a reer alies sukr, holen, kignen, jinjebr, fenugrek, koriandrez, koumin hag asafoetida, a-benn reiñ muioc'h a vlaz dezhañ.

En India e vez debret chutney kerkent ha fardet. Ennañ e kaver gwinegr, eoul pe chug sitroñs, evit ma vefe aesoc'h da virout pell amzer.


Chutney e broioù India

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ
pFad - Phonifier reborn

Pfad - The Proxy pFad of © 2024 Garber Painting. All rights reserved.

Note: This service is not intended for secure transactions such as banking, social media, email, or purchasing. Use at your own risk. We assume no liability whatsoever for broken pages.


Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy