Cornelis Engelbrechtsen
Cornelis Engelbrechtsen (1468 e Leiden - 1533 e Leiden) anvet ivez Engelbrechtszoon a oa ul livour izelvroat.
E vuhez
kemmañMarteze en dije desket gant Colijn de Coter. Engelbrechtsen a vroudas an orbidouriezh e dibenn ar mare gotek en Izelvroioù. Ur perzh a bouez bras en doe en trec'h war ar skeudennadur gotek dibleg. Gwevn ha gwirheñvel e oa an doare ma aoze diabarzh e daolennoù. Pouezus e voe e berzh ivez evit a sell ouzh an doare da aozañ aergelc'h ar gweledvaoù en talennoù diwezhañ.
Kelenn a reas da Lucas van Leyden ha da Aert Claesz van Leyden. Ne ouezer netra diwar-benn e zaou vab, Pieter ha Lucas, nemet e vijent bet livourien ivez.
Liammoù diavaez
kemmañ- Santez Cecilia hag he danvez pried 1518-20, eoullivadur war goad, Mirdi arzoù-kaer Budapest
- Christ o kimiadiñ diouzh e vamm tro 1515, eoullivadur war goad, Rijksmuseum Amsterdam
- Klemmvan eoullivadur war goad, Mirdi arzoù-kaer Gent
- Kroazstagadur, taolenn aoter eoullivadur war goad, Stedelijk-Museum De Lakenhal, Leiden