Eric Cobham (tro 1700, Pool – tro 1760) a oa ur morlaer hag a labouras gant e wreg Maria Lindsey, bet ganet e Plymouth. Diazezet e oant e Newfoundland, en Douar-Nevez. Preizhata a rejont bagoù war stêr Sant-Laorañs. Gwech ebet n’o deus bet kudennoù peogwir ne virent prizoniad ebet, hag e kasent an holl vagoù paket ganto d’ar strad. O micher morlaeron a gasjont etre 1720 ha 1740, ha goude-se e teujont da repuiñ e Le Havre. Degemeret mat e voent : dont a reas Eric da vezañ barner. War a seblant ne voe ket plijet e wreg gant Le Havre : en em zistrujañ a reas, pe marteze e voe lazhet gant he gwaz. Ur verc’h ha daou vab a voe ganet dezho. Cobham a skrivas e eñvorennoù, hag embannet e voent goude e varv. Klask a reas e familh prenañ an holl skouerennoù anezho a-benn o distrujañ, met miret ez eus bet ur skouerenn en Dielloù broadel e Pariz. Diaes eo gouzout ha gwir eo an holl draoù-se : n'eus ket bet klebvet kaoz eus Cobham a-raok ar bloavezhioù 1920. Philip Gosse a implijas an anv Eric, un anv ral en XVIIIvet kantved. Hervez Gosse ivez he dije bet c'hoant Maria Lindsey lakaat he gwaz da brenañ un ti anvet Mapleton Hall e Plymouth, met n'eus lec'h ebet anvet evel-se e Plymouth pe tro-war-dro.


Liamm diavaez

kemmañ
  • Buhez Eric Cobham e-barzh The Canadian Encylopedia

Levrlennadur

kemmañ
  • Jack Fitzgerald, The Hangman is Never Late
  • Gosse, Philip, "The Pirate's Who's Who"
  • Horwood, Harold, and Butts, Ed, "Pirates and Outlaws of Canada"
  • Rogozinski, Jan, "Pirates! An A-Z Encyclopedia"
pFad - Phonifier reborn

Pfad - The Proxy pFad of © 2024 Garber Painting. All rights reserved.

Note: This service is not intended for secure transactions such as banking, social media, email, or purchasing. Use at your own risk. We assume no liability whatsoever for broken pages.


Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy