Erik an Trec'her

(Adkaset eus Erik VI Sveden)

Erik VI, pe Eric an Trec'her (norseg: Eiríkr inn sigrsæli, svedeg: Erik Segersäll; ganet e 945 – marvet war-dro 995) a oa ur roue e Sveden. Eñ eo ar roue istorel kentañ testeniekaet er mammennoù. Koulskoude e vez gwelet e vab Olof Skötkonung evel ar roue degemeret mat gant meuriad ar Sveded tro-dro Mälaren, kement ha gant ar C'hoted war-dro al lenn Vättern.

Ar Roue Erik o pediñ Odin a-raok mont d'an emgann eus Fýrisvellir, treset gant Jenny Nyström.

Mammennoù ar Saga

kemmañ

Meneg zo eus Erik an Trec'her e meur a saga. Treuzkaset e veze istorioù an norzh dre-gomz d'ar mare-se. Alies e veze lavaret e oa mab da Björn Eriksson. Dimezet e oa gant Sigrid an Dismegañserez, merc'h d'ar Viking Skagul Toste. Dav e voe dezhañ roiñ Götaland dezhi goude o dibriediñ. Hervez Saga Eymund e kemeras ur rouanez nevez, a oa Aud hec'h anv, merc'h da Haakon Sigurdsson, a rene e Norvegia.

Adam eus Bremen

kemmañ

Adam a daolennas Erik evel ur woten hag a-enep mik ar relijion gristen. Newazh e oa ur bern misionerion a oa o labourat e-pad e renad, tud estren ha tud troet d'ar gristeniezh ergentaou hag a zeue eus tiegezhioù eus an norzh. Odinkar ar C'hozh a oa o prezeg e Fyn, Sjælland, Skania and Sveden. Marse e oa a-du Erik da vezañ badezet e-keit e veaj e Danmark, mard eo gwir e voe ar roue svedat kentañ en devoa graet. Mes lavaret e vez e nac'has e gredennoù nevez en-dro hag e tistroas da relijion e hendadoù e fin e vuhez.

Gwelet ivez

kemmañ

Notennoù

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ
pFad - Phonifier reborn

Pfad - The Proxy pFad of © 2024 Garber Painting. All rights reserved.

Note: This service is not intended for secure transactions such as banking, social media, email, or purchasing. Use at your own risk. We assume no liability whatsoever for broken pages.


Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy