Frank Lloyd Wright (8 a viz Even 1867, Richland Center, Wisconsin - 9 a viz Ebrel 1959, Phoenix, Arizona) zo ur savour stadunanat.

Frank Lloyd Wright e 1926

Stummadur

kemmañ

Goude bezañ studiet ha labouret en ajañs ur savour war un dro, en em stalias e Chicago e 1887. Eno e labouras evit ajañs savouriezh L. Silsbee ha da c’houde evit hini Adler ha Sullivan (1856-1924). Ar re-mañ a oa ezel eus skol Chicago, hag eno e labouras Wright war steuñvoù tiez hiniennel e-pad c’hwec’h vloaz. Eno ivez e tapas lod brasañ e skiant-prenet hag ul lodenn eus e awen. Mignon e voe da Sullivan, hag a gelennas kalz dezhañ. Trumm e paouezas o mignoniezh koulskoude, dre ma profite Wright eus e amzer vak evit krouiñ tiez war e gont. Difredet e voe neuze.
Er memes mare e timezas gant Catherine Tobin. E 1889 ec’h amprestas 5000 dollar digant Sullivan a-benn lakaat sevel un ti en Oak Park. Ennañ ez eus ur puñs kreiz hag a zegas gouloù ha buhez e diabarzh an ti.

Unan eus diazezourien ar savouriezh a-vremañ

kemmañ

E 1893 e tizoloas ar savouriezh japanat dageñver un diskouezadeg. Plijet-bras e voe gant ar savouriezh-se, hag e kasas neuze lod brasañ e amzer o labourat war raktresoù savouriezh. Ur wech difredet gant Sullivan e krouas Wright e ajañs en Oak Park. Dindan un nebeud sizhunvezhioù e voe goulennet gantañ sevel un ti : ti Winslow e voe.

E 1894 e nac’has ar c’hinnig a voe graet dezhañ gant ar savour Burnham (1846-1912) : mont da studiañ ar savouriezh klasel e skol arzoù-kaer Pariz e-pad pevar bloaz da gentañ, hag e-pad daou vloaz e Roma da c’houde. En e vuhezskrid e skrivas Wright : “Gwelloc’h eo din bezañ dieub ha c’hwitout war ma zaol, ha bezañ droch, e-lec’h bezañ stag ouzh ur berzh boutin. N’eus tamm frankiz ebet ennañ... Sed aze tout.” (Buhezskrid, 1943)[1]

Soñjoù war ar savouriezh

kemmañ

Hervez Wright ez eo pezhioù ur savadur evel organoù emren ur c’horf kempoell. Hervezañ ivez e rank ur savadur skeudenniñ kresk ur boud bev. Kement-se a zispleg ar c’has en doa Wright ouzh ar c’hêrioù bras evel Chicago hag ar fed ma ne save ket kalz a savadurioù e kêrioù bras.

Prairie houses

kemmañ

E 1897 e tispakas e zoare da vat, gant ar Prairie houses ("Tiez ar pradennoù"). Tiez en un tamm int, pe e meur a damm stag an eil ouzh egile, hag enframmet er gweledva dre ma’z int savet a-blaen.
Wright a gemeras ivez redioù an hin e kont. Evit en ober ez ijinas leinoù uhelderioù disheñvel dezho, gant ar pal sklêrijennañ hag aveliñ ar salioù. A-fed nevezenti ec’h implijas ivez danvezioù hengounel (maen evit an talbennoù hag al leurioù) ha re nevesoc’h : betoñs ha dir a-benn derc’hel ar c’hlouedennoù, toennoù barr ha prenistri meur bras-tre.
D’ar mare-se e oa pell-tre savouriezh Wright diouzh savouriezh klasel Europa, hag eñ a glaske e zoare, levezonet gant Sullivan.

Frank Lloyd Wright ha rakward Europa

kemmañ
 
Larkin Administration Building

E 1904 e tresas Frank Lloyd Wright al Larkin Administration Building hag a voe savet e Buffalo (New York). Aozet eo ar savadur tro-dro d’ur puñs kreiz sklêrijennet eus a-us, ha warnañ e sko pezhioù kement estaj a zo. Ar savadur a zigor neuze war e ziabarzh, en e greiz ur sal voutin vras.
Dre implij ar maen hag ar brikennoù, ha dre sevel talennoù a-blaen, e tiskouezas Wright ez ae e breder dreist skoueriekadur ar skraberioù-oabl.

E 1909 e voe Wright e-kreiz ur prantad diaes, rak soñjal a rae dezhañ n’en doa mui mennozhioù. Mont a reas neuze d’en em staliañ en Europa.
War zigarez ar veaj-se e kuitaas e wreg hag e vugale, hag e kasas gantañ Mamah Cheney, gwreg unan eus e bratikoù. Degouezhet en Europa e kejas Wright ouzh savourien rakward Aostria, Alamagn ha re an Izelvroioù, en o zouez Walter Gropius ha Mies van der Rohe (krouerien Bauhaus).
E 1910 e lakaas embann ur portfolio anvet Wasmuth, ennañ e dresadennoù hag e raktresoù. Er memes bloavezh e voe diskouezet ul lodenn eus e oberennoù e Berlin.

E 1911 e tistroas da Wisconsin hag eno e krouas kumuniezh unvanus Spring Green. Eno, war un dachenn roet dezhañ gant e vamm, e lakaas sevel ur rummad savadurioù kumuniezhel, re diel ha re labour-douarel ivez. Taliesin eo an anv a voe roet d'ar savadurioù-se Taliesin. Eno en em stalias gant e wreg hag e zaou vugel.
Div wech e voe devet an ti : ar wech kentañ e varvas seizh den, e wreg en o zouez. Bewech e c’houlennas Wright ma vefe savet an ti en-dro.

Liesseurted labour Wright

kemmañ
 
Guggenheim Museum, New York

E 1917 e veajas Wright da Japan, hag e voe dedennet ur wech ouzhpenn gant ar savouriezh japanat.
E 1934 e stagas gant e raktres tiez usonian. Tiez bihan int, evel ar Willey house. Wright a zo bet ivez un diaraoger a–fed savouriezh pa’z ijinas savadurioù dibar evel Ti al Lamm-dour (Fallingwater house) pe c’hoazh mirdi Guggenheim New York. Betek 1937 e tresas tiez en ur gemer e kont an teknikoù nevez.
Meur a levr savouriezh a zo bet skrivet gant Wright. Bras eo bet levezon e labour war ar savouriezh a-vremañ, er Stadoù-Unanet koulz hag en Europa. Luskadoù arzoù en deus bet levezonet ivez, an eztaoladur en o zouez.
En holl en deus Wright treset war-dro 800 raktres, ouzhpenn an hanter a zo bet sevenet.

Taliesin West, spered ar gumuniezh

kemmañ
 
Fallingwater House ("Ti al lamm-dour'"), 1936

Evel ur bern Amerikaned all er mare-se e voe Wright entanet gant ar vuhez kantreer war hentoù ar Stadoù-Unanet.
Pa grogas enkadenn 1929 en em gavas dilabour e Chicago. Mont a reas neuze war-zu Phoenix, gant ar pal digeriñ ur skol-savouriezh e Taliesin West. Un troc’h en e vuhez e voe : evel savour e felle dezhañ pederiañ war e berzh e-keñver kevredigezh ha talvoudioù Amerika.
D’ar mare-se e voe abeget ar savouriezh, plas ar savouriezh hag ar savourien er gevredigezh. Hervez Wright e ranke ar savourien bezañ gouest da adframmañ kevredigezh Amerika.
E 1928 ec’h ijinas ar ger « Usonia » : hervezañ e oa an uhelvennad demokratel a rankfe bezañ pal ar Stadoù-Unanet, da lavaret eo lakaat sevel tiez hiniennel marc’hadmat ha niverus-tre.
Hiziv an deiz ez eo digor Taliesin d’ar weladennerien, hag ur roud eus spered kumuniezhel hag eus kelennadur Wright eo.

Savadurioù treset gantañ

kemmañ
  • Oak Park, Illinois, ti, 1889
  • Ti Charnley, Astor Street, Chicago, 1891
  • Ti William H. Winslow, River Forest, Illinois, 1893
  • Ti Highland Park (Illinois), echu e 1902 evit Ward W. Willitts
  • Ti Darwin D. Martin, Buffalo (New York), 1904
  • Larkin Building, Buffalo, 1904
  • Iliz Unitarian de Oak Park, Illinois 1904-1906
  • Ti Robie, Chicago, 1906-1909
  • Ti Coonley, Riverside, Illinois, 1908

Levrlennadur

kemmañ
  • Koufrig Frank Lloyd Wright, Archives gant Margo Stipe - Le Seuil - 96 pajenn hag ur CD atersadennoù ha dielloù
  • Naomi Stungo, Frank Lloyd Wright, Carlton Books, 1999(ISBN 978-1-8586-8754-4)
  • Kathryn Smith, Julie David, Frank Lloyd Wright : Maître de l'architecture américaine, Embannadurioù Abbeville
  • Frank Lloyd Wright , 1867-1959, Bruce Brooks Pfeiffer, Taschen
  • Frank Lloyd Wright’s Taliesin West, Ezra Stoller, New York, Princeton Architectural Press, 2000 (ISBN 978-1-5689-8202-1)
  • Frank Lloyd Wright : Unity temple, Barnsdall (Hollyhock) house, Johnson Wax administration building and research tower, Phaidon
  • Frank Lloyd Wright’s Fallingwater, luc’hskeudennoù gant Ezra Stoller, Princeton Architectural Press
  • Frank Lloyd Wright, Daniel Treiber, Hazan
  • Frank Lloyd Wright, le printemps de la Prairie House, Jean Castex, Mardaga
  • An organic architecture : the architecture of democracy by Frank Lloyd Wright, MIT Press
  • Frank Lloyd Wright, preliminary studies 1933-1959, A.D.A. Edita
  • Frank Lloyd Wright, preliminary studies 1889-1916, A.D.A. Edita
  • A testament, Frank Lloyd Wright : Horizon Press
  • Ma danevell vuhez Frank Lloyd Wright, Plon

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù

kemmañ
  1. (en) Wright, Frank Lloyd : Frank Lloyd Wright: An Autobiography, New York: Duell, Sloan and Pearce, 1943 (ISBN 978-0-7649-3243-4)
pFad - Phonifier reborn

Pfad - The Proxy pFad of © 2024 Garber Painting. All rights reserved.

Note: This service is not intended for secure transactions such as banking, social media, email, or purchasing. Use at your own risk. We assume no liability whatsoever for broken pages.


Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy