Geert Wilders (['ɣe:ʁt 'ʋildɛʁs]), ganet d'ar 6 a viz Gwengolo 1963 e Venlo, a zo ur c'hannad izelvroat, ha krouer Partij voor de Vrijheid (PVV). Dilennet eo en Tweede Kamer abaoe 1998. Da gentañ e oa ezel eus VVD, ha pa guitaas anezhañ e krouas e strollad, Partij voor de Vrijheid (strollad evit ar frankiz) e anv, e 2006.

Geert Wilders

Abaoe m'eo bet drouklazhet Theo van Gogh gant un islamour ez eo bet brudet Wilders abalamour d'e gomzoù a-enep d'an islam, hag a zo, hervezañ, un «ideologiezh faskour[1]». Lavarout a ra da skouer : « N'em eus tra ebet a-enep d'an dud, met ur gudenn a sav gant an ideologiezh islamour. Ne fell ket din ma vo kaset en-dro d'ar gêr ar re a zo o chom amañ hag a zo enframmet, met lavarout a ran dezho en em zizober diouzh an ideologiezh-se, hag a zo faskour diouzh ma savboent.» Sevel a ra dreist-holl a-enep da blas ar maouezed ha da hini an dud heñvelreizh en islam, hag e kav ez eo ur relijion ma vez diforc'het an dud war diazez ar reizhelezh.

« Sklaeroc'h e lavaran an traoù : gwelloc'h eo ma sevenadur evit ar sevenadur islamour. Ne reomp gant ar maouezed, an dud heñvelreizh gant an darempredoù politikel er gevredigezh, evel ma ra ar sevenadur warlerc'hiet-se. Kevatal eo an holl dud[2]

Savet en deus ur film berr, Fitna[3] e ditl, ma kaver ennañ elfennoù a-enep d'an Islam ha d'ar C'horan. Hervezañ ez eo heñvel ar C'horan ouzh Mein Kampf gant Adolf Hitler ha goulenn a ra ma vo berzhet[4].

Ar film berr-se a zo bet skignet d'ar 27 a viz Meurzh 2008 war lec'hienn liveleak.com[5],[6].

E miz Mae 2008 ec'h embannas e rankfe Flandrez bezañ distag diouzh Belgia, hag e rankfe bezañ stag ouzh an Izelvroioù. Kinnig a ra ivez ma vo aozet ur referendom e Flandrez hag en Izelvroioù war an afer-se. Ur pennad goude e savas pa lavaras diwar-benn ar gazetennerez izelvroat Joanie de Rijcke, (bet skrapet ha gwallet gant an dalibaned) e oa tapet gant sindrom Stockholm, dre ma ne fellet ket dezhi sevel a-enep d'an islam[7]. D'an 12 a viz C'hwevrer 2009 e oa sañset kinnig e film Fitna e Westinster, rak pedet e oa bet d'hen ober gant daou gannad, Malcolm Pearson ha Caroline Cox. Met daou zevezh a-raok ma vefe skignet ar flim e c'houlennas Jacqui Smith, ha hi ministrerez an diabarzh, ma vefe difennet ouzh Wilders a zont d'ar Rouantelezh-Unanet[8],[9]. Wilders en em gavas memes tra e aerborzh Heathrow d'an 12 a viz C'hwevrer, dalc'het e voe gant poliserien ha kaset en-dro d'an Izelvroioù. Sevel a ra a-enep da Unvaniezh Europa, ha goulennet en deus ma vefe skarzhet Roumania ha la Bulgaria diouzh UE. Kannad eo bet dilennet da-geñver dilennadegoù kannaded Europa e miz Even 2009, met embannet en deus ne'z afe ket d'ar parlamant, rak fellout a ra dezhañ ma vo diskaret[10].

Gwelout ivez

kemmañ

Notennoù

kemmañ
pFad - Phonifier reborn

Pfad - The Proxy pFad of © 2024 Garber Painting. All rights reserved.

Note: This service is not intended for secure transactions such as banking, social media, email, or purchasing. Use at your own risk. We assume no liability whatsoever for broken pages.


Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy