Hendrick Avercamp, (1585 en Amsterdam15 a viz Mae1634 e Kampen) a oa ul livour izelvroat.

Gweledva er goañv, e-tro 1608, 78 x 132 cm, Rijksmuseum, Amsterdam

E vuhez

kemmañ

Ganet e voe Hendrick Avercamp e Amsterdam, nepell diouzh Nieuwe Kerk, ha badezet e voe d'ar 27 a viz Genver 1585 en Oude Kerk. E dad, Barent Hendricksz Avercamp (tro 1557 - 1603) a oa dimezet (e 1583) gant Beatrix Pietersdr Vekemans (1560/62 - 1634), ha hi merc'h rener ar skol ma kelenne-eñ enni. Er bloaz goude e voe enrollet evel apotiker a Friz, hag en em staliañ a reas en Oude Straat e Kampen e 1586. Breur Hendrick Avercamp, Lambert e anv, a gemeras plas e dad evel apotiker, hag ur breur all a studias ar medisinerezh[1].

Avercamp a voe kaset da Amsterdam e ti ar poltredour ha livour danat Pieter Isaacks (1569 - 1625). Er gwerzh (1607) aozet a-raok ma tistrofe Pieter Isaacks da Zanmark ez eus anv eus Avercamp e-touez ar brenerien, hag anvet eo « mud Pieter Isaacks ». Graet e voe ivez « Hendrick Avercamp ar mud », (diell eus 1622) ha « de Stomme van Kampen » (« mud Kampen ») anezhañ. E 1633 e kemmennas e vamm e oa he mab « mut ha paour », ha neuze e tivizas e vefe roet dezhañ 100 kurunenn ar bloaz diwar arc'hant e familh[1].

Oberennoù koshañ Avercamp a zo deiziet e 1601. E-pad e stummadur e voe levezonet gant an taolennoù gweledva a veze graet gant livourien Flandrez staliet en Amsterdam, evel Gillis van Coninxloo (1544 - 1607) ha David Vinckboons (1576 – 1633). Hervez tud zo, Vinckboons a vije bet kelenner da Avercamp. Rak heñvel eo tresadennoù kentañ Avercamp ouzh re an hengoun-se, hag ivez ouzh re Hans Bol (1534 - 1593. Liammet eo ivez e oberennoù ouzh re e vignon a Gampen, Gerrit van der Horst (1581/2 - 1629).

Kazi sur e tistroas Avercamp da Gampen e 1613. Istorourien' zo a soñj dezho en dije beajet betek ar Mor Kreizdouarel goude-se, met ne seblant ket gwir. Brudet-tre e voe Avercamp e-keit ma oa bev. E oberennoù a werzhe, dreist-holl a re leun a livioù graet gant ur meskaj gouach ha dourlivadur, diwar un teknik bet implijet gant Pieter Brueghel gozh. An dud a c'halle pegañ ar skeudennoù-se en albomoù. Hendrick Avercamp a varvas e Kampen ha douaret e voe e Sint Nicolaaskerk.

 
Arvest war ar skorn, e-kichen ur gêr, 1610, 58 x 89.8 cm, National Gallery, Londrez

An oberenn

kemmañ

Avercamp a zo unan eus mistri skol izelvroat ar XVIIvet kantved, ha barrek e oa a-fet livañ gweledvaoù er goañv, tro-dro da Gampen ha da ribl ar stêr Ijsel. Buhezek ha livet da vat eo taolennoù Avercamp, peurliesañ int bihan a-walc'h ha ledan-tre, hag e tiskouezont ur bern tud treset en un doare resis, hag a vez oc'h en em ziduiñ pe gant o labour pemdez. Gwelet e vez Avercamp evel un den a selle pizh ouzh an traoù, memes ma soñjer e tegasas kalz kemmoù etre ar pezh a wele hag ar pezh a live[2].

En e oberennoù kentañ e verzer e oa dedennet gant arz Pieter Brueghel gozh, hag a grouas taolennoù leun a vunudoù. Kazi sur e welas Avercamp an daolenn Gweldva goañv gant ruzikerien ha trap laboused e Amsterdam[3]. E-touez ar bourmenerien stank livet gant Avercamp e kaver alies elfennoù ar vuhez pemdez : paotred o kac'hat, maouezed kouezhet war ar skorn, koubladoù o vriata. Elfennoù arouezius eus doare Pieter Brueghel gozh a gaver ivez e oberennoù Avercamp : diarselloù a-dreuz-kaer, gwez bras ha brankoù da ginklañ an daolenn, lec'hioù lusket azalek an diaraog, livioù strewet en taolennoù a-bezh.

A-fet livañ tiez-feurm ha grañjoù e voe levezonet Avercamp gant un heuliad engravadurioù savet gant Hieronymus Cock (1507-1570) hag embannet en Antwerpen e 1559 hag e 1561 diwar dresadennoù « Mestr ar gweledvaoù bihan », adembannet gant Theodor Galle e Antwerpen e 1601 ha gant Claes Jansz Visscher (tro 1550 - 1681) en Amsterdam e 1612. Marteze e welas ivez tresadennoù Visscher bet embannet e 1608 gant Willem Jansz. Blaeu (1571 - 1638) hag e 1610 gant Pieter van den Keere e Amsterdam[4].

Bagoù stanket er skorn, meilhoù, tiez-feurm ha grañjoù, breserezhioù, kestell (Avercamp eo al livour kentañ a implijas an tres flandrezat en e oberennoù[5]), tiez hag ilizoù eo an elfennoù a gaver an aliesañ en oberennoù Avercamp. Ul lodenn eus oberennoù Avercamp a zo livet war banelloù ront ha marteze e voe an arzour kentañ a implijas an doare-se (a-raok 1610), hag a zeuas da vezañ brudet e Flandrez er XVIvet kantved[5].

Diwar 1609 e kemmas doare Avercamp : izeloc'h e voe an dremmweloù, nebeutoc'h a wez hag a diez a livas, hag e-plas e labouras war an doare da livañ gouloù ar goañv (roz hag alaouret) silet dre al latar. Gwelet eo Avercamp evel unan eus livourien bouezusañ luskad izelvroat al livañ gweledvaoù.

Avercamp a dresad kalz tresadennoù (tud ha gweledvaoù) hag alies ec'h implijas anezho da studiadennoù. Pa varvas al livour Jan van de Cappelle (1619-1679) e oa perc'henn war 900 tresadenn graet gant Avercamp[6].

Barent Avercamp (Kampen 1612-1672 pe 1679), hag a oa niz ha deskard Hendrick Avercamp a reas taolennoù damheñvel, met ne oa ket ken barrek. Da-heul Avercamp e kaver an arzourien Arent Arentsz lesanvet Cabel (1585/86 - 1635), Dirck Hardenstein II (1620 - goude 1674), Adam van Breen (tro 1585 - 1642/48), Esaias van de Velde (tro 1590 - 1630), Aert van der Neer (1603/4 - 1677) ha Christoffel van Berghe.

 
Ruzikerien, e-tro 1615, Mirdi Pouchkine, Moskova
 
Gweledva er goañv, e-tro 1620, Mirdi Boymans-van Beuningen, Rotterdam
 
Arvest war ar skorn, dourlivadur, Teyler Museum, Haarlem

Mirdioù ha dastumadoù

kemmañ

Alamagn

  • Staatliche Museen, Berlin
  • Wallraf-Richartz museum, Köln : Gweledva er goañv, 1605-10, [1]
  • Staatlich Museen, Schwerin : Gweledva erc'hekaet, WebMuseum [2]

Aostria

Stadoù-Unanet

Frañs

  • Ul lodenn eus e dresadennoù, en o zouez hini goshañ Avercamp a zo anavezet (deiziet d'an 28 a viz Genver 1613), a gaver e dastumad Frits Lugt e ensavadur nederlandat Pariz.

Breizh-Veur

Hungaria

  • Mirdi an Arzoù-kaer, Budapest : Gweledva erc'hekaet gant ruzikerien, WebMuseum [10]

Iwerzhon

Italia

  • Pinacoteca Ambrosiana, Milano : Gweledva er goañv, [11]

Norvegia

Izelvroioù

Rusia

Suis

Notennoù

kemmañ
  1. 1,0 ha1,1 Peter C. Sutton in Peter C. Sutton, Masters of 17th-Century Dutch Landscape Painting, 1987, p. 254
  2. C. J. de Bruyn Kopsin Peter C. Sutton, Masters of 17th-Century Dutch Landscape Painting, 1987, p. 256
  3. C. J. de Bruyn Kops in Peter C. Sutton, Masters of 17th-Century Dutch Landscape Painting, 1987, p. 256
  4. C. J. de Bruyn Kops in Peter C. Sutton, Masters of 17th-Century Dutch Landscape Painting, 1987, p. 259
  5. 5,0 ha5,1 C. J. de Bruyn Kops in Peter C. Sutton, Masters of 17th-Century Dutch Landscape Painting, 1987, p. 320
  6. Peter C. Sutton in Peter C. Sutton, Masters of 17th-Century Dutch Landscape Painting, 1987, p. 285

Levrlennadur

kemmañ
  • Clara Welcker, Hendrick Avercamp (1585-1634), bijgenaamd « De Stomme van Campen » en Barent Avercamp (1612-1679), « Schilders tot Campen », embannadurioù Zwolle, 1933; adwelet gant D. J. Henbroek-van der Poel, Doornspijk, 1979
  • Robert Genaille, La peinture hollandaise, Embannadurioù Pierre Tisné, Paris, 1956
  • La vie en Hollande au XVIIè siècle,digoradur gant Paul Zumthor, Musée des arts décoratifs, Paris, 1967
  • Peter C. Sutton, Masters of 17th-Century Dutch Landscape Painting, testennoù gant Peter C. Sutton, Simon Schama hag Alain Chong, Rijsksmuseum, Amsterdam - Museum of Fine Arts, Boston - Philadelphia Museum of Art, 1987, 564 p (diwar-benn Avercamp, p. 26-27, 254-261 ha 320-321).

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

pFad - Phonifier reborn

Pfad - The Proxy pFad of © 2024 Garber Painting. All rights reserved.

Note: This service is not intended for secure transactions such as banking, social media, email, or purchasing. Use at your own risk. We assume no liability whatsoever for broken pages.


Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy