Jack Kirby, bet ganet Jacob Kurtzberg, (28 a viz Eost 1917 e New York - 6 a viz C'hwevrer 1994 e Thousand Oaks e California) a oa unan eus arzourien vrudetañ, levezonusañ ha strujusañ ar c'hcomic.

Jack Kirby e San Diego Comic Convention e 1982

Asambles gant Stan Lee e krouas er bloavezhioù kalz gourharozed a lakaas Marvel da vezañ brudet evel Fantastic Four, Hulk, pe X-Men. E-pad ouzhpenn hanter-kant vloaz e tresas, ha frouezhus e voe ivez e genlabour gant Joe Simon. Gantañ e voe krouet ivez ar Pevare Bed. Diwar e anv ez eus bet krouet ur font anvet Kirby's Hand. Unan eus arzourien bennañ sevenadur ar bobl er Stadoù-Unanet eo bet Jack Kirby. Degaset en deus d'ar c'homic nerzh ar romantoù avañturioù hag ar sinema. Ijinet en deus ivez perzhioù dibar evel ar splash-pajennoù (ur bajenn leuniet gant un dresadenn nemetken heukiet gant pajennoù enno kalz skeudennoù dispartiet), hag ar c'h/krackle (strakadeg treset da ziskouez bervadenn an dour pe stokadoù energiezh).

Yaouankiz

kemmañ

Divroidi eus kreiz Europa e oa tud Kirby. En em staliañ a rejont er Stadoù-Unanet. Kirby a gasas e vugaleaj e Brooklyn. Labourat a reas e studioù fiñvtresadennoù Fleisher. Goude-se e stagas gant ar c'h comic hag e labouras evit Lincoln Features, evit studio Jerry Iger hag ivez evit hini Will Eisner. D'ar mare-se ez implije meur a lesanv, hag unan anezho a chomas brudet : Jack Kirby an hini eo. E 1940 e tresas hag e savas senario "Merc'her en 20vet kantved" gant an anv Martin A. Bursten evit Red Raven Comics.

Simon ha Kirby

kemmañ

E penn-kentañ ar bloavezhioù 1940 e kejas Jack Kirby ouzh Joe Simon. E 1941 e kroujont Captain America evit an ti-embann Timely, hag a zeufe da vezañ Marvel. Ur gourharoz brogarour eo Captain America, ha stourm a ra a-enep an nazied. Krouiñ a rejont ivez Young Allies ha The Vision a veze embannet e Marvel Mystery Comics. Ober a rejont war-dro heuliadoù all evel Daring Comics, USA Comics ha Young Winners. Kirby a c'houlennas gant Martin Goodman bezañ e penn ar renerezh arzel, hag a galz e kreskas ar werzh. Simon ha Kirby a embannas Mercury e Raven #1 met ne rejont ket berzh[1].

DC Comics

kemmañ

Goude-se ez eas Simon ha Kirby da labourat evit DC hag e kroujont tudennoù a reas berzh evel The Newsboy Legion (embannet e-barzh Star Spangled Comics), The Boys commandos hag ec'h ijinont stumm nevez un haroz bet krouet c'hoazh : Sandman. Embannet e voe er gelaouenn Adventure Comics.

Goude an Eil Brezel-bed

kemmañ

Jack Kirby et Joe Simon a voe soudardet e 1942, ha Kirby a gemeras perzh en arme Patton e Frañs. E 1945 e tistrojont d'ar Stadoù-Unanet ma labourjont evit an ti-embann Harvey (Stuntman, Boy Explorers). Krouiñ a rejont o zi-embann dezho, anvet Prize-Crestwood. Krouiñ a rejont a bep seurt traoù : comic enno istorioù karantez (Young Romance, Young Love, Young Brides), western (Boy's Ranch, Bullseye), unan diwar-benn an huñvreoù (The Strange world of your dreams) ehag un drevezadenn eus Captain America (Fighting American). Met ar stourm a-enep ar c'homic kaset gant ar bredvezeg Fredric Wertham a lakaas meur a di-embann comic da vont da get, Prize-Crestwood en o zouez. Sed penaos ec'h echuas ar c'henlabour etre Jack Kirby ha Joe Simon.

Atlas Comics a zeu da vezañ Marvel

kemmañ

E 1956 e krouas Kirby Sky Masters, ur comic strip skiant-faltazi inkret gant Wallace Wood. E 1958 ec'h adkorgas da labourat evit DC ma labouras war The Challengers of the Unknown. E 1959 ez eas da labourat gant Atlas Comics, bet Timely, ma kenlabouras gant Stan Lee.

E 1961 e krouas Kirby ha Lee ur strollad gourharozed nevez, The Fantastic Four e anv. A-drugarez da verzh The Fantastic Four e teuas Marvel da vezañ embanner comic brasañ ar Stadoù-Unanet. Kaset gant Lee e voe Kirby e-touez ar re evel Steve Ditko ha Don Heck a ijinas ar c'hourharozed a lakaas Marvel da vezañ brudet : Hulk, Thor, X-Men, Iron Man, Silver Surfer ha re all c'hoazh. Kirby ha Lee a grouas istorioù hollvrudet evel The coming of Galactus e 1966 e-barzh Fantastic Four #48 hag ivez saga ar Silver Surfer (FF#50) gant Joe Sinnott.

Stan Lee a roe lesanvioù d'an holl dud a laboure gantañ, ha Jack Kirby a voe lesanvet The King. E 1970 e voe diemglev etre Kirby ha Marvel, ha Kirby a guitaas an ti-embann.

Pevare Bed DC Comics

kemmañ

Kirby a zistroas neuze da DC ha fellout a rae dezhañ krouiñ un hollved klok ha kempoell diazezet war bevar c'homic : Superman's Pal Jimmy Olsen, New Gods, Forever People ha Mister Miracle. Sed penaos e krouas The Fourth World.

Daoust ma labouras kalz Kirby war an heuliadoù-se ne voe ket plijet pennoù DC peogwir ne voent ket gwerzhet mat, ha nullet e voent ganto. Kenderc'hel a reas memestra da labourat evit DC hag e krouas Kamandi, The Demon ha Omac.

Marvel en-dro

kemmañ

E 1975 ec'h adkrogas Kirby da labourat evit Marvel ma reas war-dro tudennoù bet krouet gantañ evel Captain America, Black Panther ha Silver Surfer. Lakaet e voe ivez da dresañ kalz goloioù. Krouiñ e heuliadoù dezhañ eo ar pezh a felle dezhañ, hag ijinañ a reas Devil Dinosaur, Machine Man pe The Eternals. E 1978 e paouezas da labourat evit Marvel da vat.

Dibenn e vuhez

kemmañ

Mont a reas Kirby da chom da aodaoù kornôg ar Stadoù-Unanet, ma oa staliet studioioù fiñvtresadennoù pennañ ar vro. Hag e-pad un nebeud bloavezhioù e reas war-dro fiñvtresadennoù. A-hed e vuhez en doa labouret war dudennoù n'en doa tamm gwir ebet warno. E 1981 e voe kinniget dezhañ gant tud Pacific Comics krouiñ tudennoù a vefe perc'henn warno. Sed penaos e krouas Silver Star ha Captain Victory & the Galactic Rangers. E 1986 e voe ur prosez etre Kirby ha Marvel : ma felle dezhañ adtapout e dresadennoù orin e oa dav dezhañ sinañ ur gevrat ma asante e vefe perc'henn Marvel wan an holl dudennoù kenijinet gantañ. Un emglev a voe kavet, ha meur a aozer comic a savas a-du gant Kirby.

E dibenn e vuhez e labouras Jack Kirby evit Topps Comics (krouiñ a reas Bombast, Captain Glory, Nightglider, Satan's Six) hag Image. Ma n'ez eas ket gwall bell an heuliadoù ijinet evit Topps Comics e labouras da vat war Phantom Force en doa ijinet evit Image Comics. Div niverenn a voe embannet, hag un niverenn 0 oa bet raktreset, met mervel a reas Kirby a-raok stagañ gant ar raktres-se.

Notenn

kemmañ
  1. Marvel Deluxe, Jack Kirby, 2006 Panini France, digoradur gant Greg Theakston, 2004) ISBN : 2-84538-864-0

Liammoù diavaez

kemmañ
pFad - Phonifier reborn

Pfad - The Proxy pFad of © 2024 Garber Painting. All rights reserved.

Note: This service is not intended for secure transactions such as banking, social media, email, or purchasing. Use at your own risk. We assume no liability whatsoever for broken pages.


Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy