Jacques Vaché
Jacques Vaché (7 a viz Gwengolo 1895 en Oriant- 6 a viz Genver 1919 e Naoned), a oa ur skrivagner gallek ha gwelet eo evel unan eus ar re a levezonas luskadoù evel dada hag an dreistgwirvoudelezh.
E vuhez
kemmañEtre 1909 ha 1912 e studias e Grand Lycée (lise Clemenceau hiziv an deiz) e Naoned. E 1913 e tapas kaout e vachelouriezh hag ec'h enskrivas e Skol arzoù-kaer Naoned. E miz C'hwevrer 1913 e voe embannet ar gelaouenn lennegezh En route mauvaise troupe, savet gant Jean Sarment, Eugène Hublet, Pierre Bissérié ha Vaché. Reuz a voe peogwir e oa ur pennad eneparme er gelaouenn. Etre 1913 ha 1914 e reas war-dro ar gelaouenn anvet Le Canard Sauvage (peder niverenn en holl). E Naoned eo e reas anaoudegezh gant Gant André Breton. Hemañ a lavaras diwar-benn Jacques Vache e oa « un den yaouank faro ha ruz e vlev » (tennet eus « Les pas perdus“). E-pad an hañv 1914 ez eas da welout e gendirvi e Londrez, ha galvet e voe da vont d'an arme. Enluet e voe e 19vet rejimant troadeien e Brest d'ar 15 a viz Kerzu 1914. D'ar 25 a viz Gwengolo 1915 e voe gloazet e Mesnils les Hurlus. D'ar 24 a viz Even 1917 ez eas Vaché betek Pariz da welout André Breton. An devezh kentañ ma veze c'hoariet ar pezh-c'hoari Les Mamelles de Tirésias, gant Guillaume Apollinaire, e oa. Met ken hegaset e voe Vaché gant ar pezh-c'hoari ken e kinnigas tennañ war an arvesterien. E fin miz Meurzh 1918 e voe gloazet en-dro. War-lerc’h ne chomas eus ar barzh dandy nemet un nebeud lizhiri-brezel, ken skoet e oa bet gant an darvoud kriz-se. Embannet e voent gant Breton. Etre kreiz miz Du ha dibenn miz Kerzu 1918 e veajas e Belgia hag en Alamagn, ha da vare Nedeleg e tistroas da Naoned. Mervel a reas Jacques Vaché e kambr 34 e leti Bro-C’hall, plasenn Graslin e Naoned, peogwir en doa tapet re a opiom. Hiziv e vez sellet ouzh Vaché evel an hini en deus roet lañs d’al luskad dada, abalamour d’e fent du, d’e emzalc’h distag diouzh red ar vuhez.