Jan van Eyck (e-tro 1390 e Maaseik9 a viz Gouere 1441 e Brugge) a oa ul livour flamank brudet a-drugarez d'e boltredoù heñvel-tre ouzh ar wirionez ha leun a vunudoù. Poltred ar priedoù Arnolfini ha stern-aoter Oan Doue a zo e-touez e oberennoù brudetañ.

Den e dulban ruz, 1433. Marteze un emboltred
Delwenn Jan van Eyck e Brugge
Gwerc'hez ar c'hañseller Rolin
Ar priedoù Arnolfini
Itron Varia ar chaloni van der Paele

E vuhez

kemmañ

Ne ouezer ket e peseurt bloavezh e voe ganet. Marteze a-walc'h e teskas e stal-labour ur miniadurour bennak. Al livadur koshañ savet gantañ a vefe bet savet etre 1417 ha 1422. Lodenn gleiz un divdaolenn ma weler ar c'hroazstagadur hag a c'haller gwelout er Metropolitan Museum of Art e New York eo.

Er bloavezhioù 1422-1424 e labouras e lez Yann Bavaria, kont Holland, e den Haag. Pa varvas ar c'hont e miz Genver 1425 ez eas van Eyck da adkavout e vreur Hubert van Eyck e Flandrez. Livour e oa e vreur ivez. Eno e teuas van Eyck da vezañ livour ha mevel kambr an dug Fulup III Bourgogn.

Er goañv 1428 e voe kaset da Bortugal gant Fulub III, da renta-kont eus «gwirvoud korf ha temz-spered» ar briñsez Izabel, ha hi merc'h ar roue Jean Iañ. Goulennet e voe gant van Eyck livañ poltred ar briñsez. Daoust m'eo bet kollet an daolenn e ouezer (un dresadenn a chom) e savas un daolenn heñvel ouzh Mona Lisa. En em staliañ a reas e Brugge ma prenas un ti e 1432. Dimeziñ a reas hag ur mab a voe ganet e 1434.

Diaes eo gouzout hag-eñ eo Jan pe Hubert a savas an oberennoù sinet « Van Eyck » a-raok 1426 (ar bloavezh ma varvas Hubert). Stern-aoter Oan Doue (1432, en iliz-veur Sant-Bavone e Gand) a voe kroget gant Hubert ha peurechuet gant Jan e miz Mae 1432, met ne ouezer ket piv a savas petra ez-resis. Ouzhpenn an oberenn-se e savas poltredoù ha livadurioù ma weler an Itron Varia. Van Eyck a vez gwelet evel an hini a ziazezas al livañ poltredoù en Europa. Holl an dud livet gantañ a zo diskouezet en doare hanterskeudenn, ha diskouezet ¾ an dremmoù war-du an tu-kleiz. Peurliesañ e vez buket selloù e dudennoù ouzh an arvesterien, ar pezh a oa nevez-flamm pa voent livet. En daolenn Poltred ar priedoù Arnolfini (1434) e weler ar c'houblad en e di e Brugge da vare e eured. Giovanni Arnolfini a oa ur marc'hadour pinvidik. E-kreiz an daolenn ez eus ur melezour ma weler daou dest an eured, van Eyck a vefe unan anezho.

A-bouez bras e voe ivez perzh van Eyck a-fet diorren teknikoù al livañ en Europa. Gwellaat a reas teknik al liverezh dre eoul ha kalz e pleustras war livañ gwirvoud ar munudoù hag an danvezioù.

Ur pennad diwar-benn Jan van Eyck a zo e-barzh Vite de' più eccellenti pittori, scultori e architettori (Buhez al livourien, kizellerien ha savourien wellañ) gant Dominicus Lampsonius.

Oberennoù pennañ

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  • Ar Varnadenn ziwezhañ (1420-1425), New York, Metropolitan Museum of Art.
  • Ar C'hroazstagadur (1425-1430), New York, Metropolitan Museum of Art.
  • Gwerc'hez en un iliz (e-tro 1425), Berlin, Gemäldegalerie
  • Poltred un orfebour (e-tro 1430), Bukarest, Mirdi broadel
  • Gwerc'hez ar c'hañseller Rolin (1435-1436), Pariz, Mirdi al Louvre
  • Poltred Baudoin Lannoy (goude 1430), Berlin, Gemäldegalerie
  • Poltred ar c'hardinal Niccolò Albergati (1431-1432), Vienna, Kunsthistorisches Museum
  • Oan Doue (e-tro 1432), Gand, iliz-veur Sant Bavon
  • Thymotheos (1432), Londrez, National Gallery
  • Den e dulban ruz (1433), Londrez, National Gallery
  • Gwerc'hez he bugel o lenn' (1433), Melbourne, National Gallery of Victoria
  • Ar priedoù Arnolfini (1434), Londrez, National Gallery
  • Itron Varia ar chaloni van der Paele (1434 ou 1436), Brugge, Mirdi kêr Groeninge
  • Gouel Maria Veurzh (1435), Washington, National Gallery of Art
  • Poltred Giovanni Arnolfini (e-tro 1435, Berlin, Gemäldegalerie
  • Poltred Jan Leeuw (1436), Vienna, Kunsthistorisches Museum
  • Gwerc'hez ar chaloni (1436), Mirdi Groeninge, Brugge
  • Santez Barba (1437), Antwerpen, Mirdi ar roue
  • Gwerc'hez e-kichen ur feunteun' (1439), Antwerpen, Mirdi ar roue
  • Poltred Marguerite van Eyck (1439), Brugge, Mirdi-kêr Groeninge
  • Poltred C'hrist (1440), Brugge, Mirdi kêr Groeninge
  • Itron Varia Nicolas van der Maelbecke (diechu, 1440-1441), Breizh-Veur, dastumadeg prevez

Levrlennadur

kemmañ
  • A. Châtelet, Van Eyck, Milan, 1979
  • A. Châtelet, Jean van Eyck enlumineur, Presses universitaires de Strasbourg, 1993
  • E. Dhanens, Hubert et Jan van Eyck, Albin Michel, 1980
  • G. Faggin, Tout l’œuvre peint des frères Van Eyck, Flammarion, 1988
  • M. J. Friedländer, De Van Eyck à Breughel, 1985
  • C. Harbison, Jan Van Eyck, Reaktion Books, 1991
  • L. Seidel, Jan Van Eyck’s Arnolfini Portrait, Cambridge Univ. Press, 1993

Liammoù diavaez

kemmañ
pFad - Phonifier reborn

Pfad - The Proxy pFad of © 2024 Garber Painting. All rights reserved.

Note: This service is not intended for secure transactions such as banking, social media, email, or purchasing. Use at your own risk. We assume no liability whatsoever for broken pages.


Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy