Ur c'horr liorzh a zo skeudennadur ur grouadenn vihan ha mojennel (korr, kornandon, lutun, nisse hag all) dindan stumm un delwenn vihan, hag a vez implijet da ginklañ liorzhoù. Tud zo a blij dezho dastum korred liorzh. Tud all, er c'hontrol, a gav mezhus e vefe korred e liorzhoù, hag o dieubiñ a reont. En heuliadoù skinwel koulz hag e lennegezh evit ar vugale e vez anv alies eus korred liorzh o tont da vezañ bev.

Korred liorzh
Korred liorzh gant o gwiskamant hengounel
Stal-labour ur saver korred liorzh

Taolennadur

kemmañ

Peurliesañ c'horr liorzh ur barv gwenn, kroc'hen roz, ur boned ruz, ha gwisket e vez gant ur bragoù hag ur stammenn a liv disheñvel. A bep seurt a vez kavet : re zo savet gant pri, re all gant plastik. Re zo a denn da oberennoù arzel, padal n'eo ket ken brav ar re blastik.

 
Katalog korred liorzh, Alamagn, 1910

Ar c'horred liorzh kentañ a voe savet en Alamagn er XVIIvet kantved. Gant Sir Charles Isham e voent kaset d'ar Rouantelezh-Unanet : 21 c'horr savet gant priaj ha dastumet en Alamagn a gasas gantañ e 1847 hag o implijout a reas da ginklañ e liorzh en Northamptonshire.

Levrlennadur

kemmañ
  • Jean-Yves Jouannais : Des nains, des jardins. Essai sur le kitsch pavillonnaire. Embannet gant Hazan, 1999.

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Liammoù diavaez

kemmañ
pFad - Phonifier reborn

Pfad - The Proxy pFad of © 2024 Garber Painting. All rights reserved.

Note: This service is not intended for secure transactions such as banking, social media, email, or purchasing. Use at your own risk. We assume no liability whatsoever for broken pages.


Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy