Kronikenn Nürnberg

Kronikenn Nürnberg, skrivet e latin gant Hartmann Schedel, gant un droidigezh alamanek gant Georg Alt, a zo unan eus al levrioù kentañ moullet anavezet-mat. E 1493 e voe savet, hag ur skouer eus an henvoulladur eo.

Kronikenn Nürnberg (embannadur 1493) miret e Smithsonian Institution National Museum of American History

Evel kustum d'ar mare-se ne oa bajenn titl ebet. An dud desket war al latin a ra Liber Chronicarum (Levr kronikennoù) anezhañ, rak ar gerioù-se a weler e digoradur roll-gerioù an embannadur latin. An alamanegerien a ra Die Schedelsche Weltchronik (Schedel's World History) anezhañ, da enoriñ an aozer.

E lod brasañ ar skouerennoù e voe dornlivet ar skeudennoù ur wech moullet al levrioù.

Ar pezh a gaver e-barzh

kemmañ
 
Pajenn diwar-benn Kergustentin, dornlivadur ouzhpennet

Istor ar bed gant skeudennoù eo ar pezh a gaver er Gronikenn, ha rannet eo e seizh marevezh :

  • Marevezh kentañ: eus ar Bed Krouet d'al Liñvadenn Veur
  • Eil marevezh: betek ganedigezh Abraham
  • Trede marevezh: betek ar Roue David
  • Pevare marevezh: betek an dalc'hidigezh e Babilon
  • Pempvet marevezh: betek ganedigezh Jezuz Krist
  • C'hwec'hvet marevezh: betek 1490 (al lodenn hirañ eo)
  • Seizhvet marevezh: ur sell ouzh fin ar bed hag ar Varnedigezh Diwezhañ

Embann

kemmañ
 
Diouganoù, skouerenn livet

Embannet e voe evit ar wech kentañ e latin d'an 12 a viz Gouere 1493 e Nürnberg. Ken abred hag an 23 a viz Kerzu 1493 e teuas ar stumm alamanek er-maez. War-dro 1400- 1500 skouerenn e latin hag etre 700 ha 1000 skouerenn en alamaneg a voe embannet. E-barzh un diell eus 1509 e c'haller lenn e chomas diwerzh 539 skouerenn e latin ha 60 skouerenn alamanek. War-dro 400 skouerenn e latin ha 300 skouerenn en alamaneg a zo c'hoazh anezho hiziv an deiz[1]. Ar skeudennoù brasañ a voe gwerzhet ivez evel engravadurioù distag, peurliesañ e oant livet gant dourlivaj. Kalz eus skouerennoù al levr a zo livet, ha gwall zisheñvel eo an doare ma'z int bet livet : d'ar mare-se e veze roet a labour-se da arbennigourien. Skouerennoù' zo a zo bet livet kalz diwezhatoc'h ha re all a zo bet divodet ha gwerzhet evel skeudennoù kinklañ. Moullet hag embannet e voe gant Anton Koberger, hag eñ paeron Albrecht Dürer.[2]

Skeudennoù

kemmañ
 
O pesketa ul "leon mor" - skeudenn vihan tennet eus ur skouerenn latin. Ar bennlizherenn ruz a zo bet treset gant liv hag ur bluenn

Gant stal-labour Michael Wolgemut e voe savet ar 1809 koadengravadur. Arzour brudetañ Nürnberg e oa d'ar mare-se. Sebastian Kammermeister ha Sebald Schreyer a baeas ar raktres, dr eur gevrat deiziet d'ar 16 a viz Meurzh 1492, daoust ma oa bet lañset ar raktres bloavezhioù a-raok. Wolgemut hag e vab-kaer, Wilhelm Pleydenwurff e anv, a voe goulennet ganto pourveziñ ar skeudennoù e 1487-1488. Ur gevrat all a voe d'an 29 a viz Kerzu 1491, enni anv eus pajennaozañ an testennoù hag ar skeudennoù.

Etre 1486 ha 1489 e teskas Albrecht Dürer gant Wolgemut, ha marteze e kemeras perzh e sevel skeudennoù' zo a-raok ma vijent roet d'an arbennigourien ( "formschneider" en alamaneg) hag a droc'h ar bloc'hadoù koad ma oa bet treset warno, pe peget tresadennoù. Un dresadenn eus an tablenn gant Wolgemut, ha deiziet e 1490, a gaver er British Museum.

 
Pajenn gentañ unan eus ar pennadoù, nann-livet

Lod brasañ ar skeudennoù ma weler kêrioù, emgannoù ha rouaned a voe implijet meur a wech, evel ma veze graet alies d'ar mare-se, ha ne voe ket degaset kalz kemmoù d'an testennoù ivez. En holl e voe savet 645 kaodengravadur disheñvel. Bras eo al levr, hag unan eus ar c'hoadengravadurioù a zo tamm-pe-damm 342 x 500mm dezhañ.<ref"Giulia Bartrum"/> Nürnberg eo ar gêr nemeti a weler skeudennet war div bajenn, hep testenn ebet. Skeudenn Venezia zo diazezet war ur c'hoadengravadur all kalz brasoc'h ha savet e 1486 gant Erhard Reuwich el levr beajiñ kentañ a voe skeudennet, hag a zo anvet Sanctae Perigrinationes (1486). Al levr-se ha re all a voe implijet pa oa tu d'hen ober, ha skeudennoù' zo a voe implijet betek 11 gwech. Skeudenn Firenze a zo diazezet war un engravadur gant Francesco Rosselli[3].

Notennoù

kemmañ
 
Aristoteles, gwisket evel lenneien mare Kronikenn Nürnberg
  1. "About this book - Latin and German Editions", Beloit College, Morse Library
  2. ,Giulia Bartrum, Albrecht Dürer and his Legacy, British Museum Press, 2002, p. 94-96, ISBN 0-7141-2633-0
  3. A Hyatt Mayor, Prints and People, Metropolitan Museum of Art/Princeton, 1971, nos 43 & 173.ISBN 0-691-00326-2


Liammoù diavaez

kemmañ

Ouzhpenn 400 skeudenn eus Kronikenn Nürnberg a gaver e Kerandafar


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

pFad - Phonifier reborn

Pfad - The Proxy pFad of © 2024 Garber Painting. All rights reserved.

Note: This service is not intended for secure transactions such as banking, social media, email, or purchasing. Use at your own risk. We assume no liability whatsoever for broken pages.


Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy