Lijst Pim Fortuyn (LPF, anv ofisiel : Politieke Vereniging "Lijst Pim Fortuyn") a oa ur strollad politikel izelvroat poblelour eus an tu-dehou savet gant Pim Fortuyn e 2002, ur pennadig a-raok ma varvfe.

Logo Lijst Pim Fortuyn

Istor ar strollad

kemmañ

Pim Fortuyn a soñje dezhañ bezañ e penn al listenn Leefbaar Nederland da-geñver dilennadegoù kannaded an Izelvroioù e 2002. Met rankout a reas kuitaat al listenn abalamour d'ar pezh a lavaras diwar-benn an divroidi hag an islam[1]. Neuze e krouas LPF d'ar 14 a viz C'hwevrer, met drouklazhet e voe gant Volkert van der Graaf d'ar 6 a viz Mae, un nebeud deizioù a-raok an dilennadegoù.

Disoc'hoù en dilennadegoù

kemmañ

Gwall skoet e voe an dud en Izelvroioù gant muntr Pim Fortuyn, met ne voe ket daleet an dilennadegoù. LPF a dapas kaout 17% eus ar mouezhioù, ha 26 kannad en Eil Kambr. A-fet piuez e voe neuze eil strollad politikel ar vro. Goude-se ez eas tamm-ha-tamm da netra ar strollad : 5,7% (8 dileuriad en Tweede Kamer) a dapas kaout da-geñver dilennadegoù ar gannaded e 2003. Da-geñver dilennadegoù ar gannaded e 2006 e voe anvet Lijst Vijf Fortuyn hag e tapas kaout 0,2% eus ar mouezhioù, ha kannad ebet ken.

Divodañ ar strollad

kemmañ

Izili LPF a votas evit divodañ o strollad e miz Eost 2007, dre ma ne raent ket berzh en dilennadegoù. E dibenn ar bloaz e voe divodet.

Gwelout ivez

kemmañ

Notenn

kemmañ
  1. Atersadenn gant Frank Poorthuis ha Hans Wansink, De islam is een achterlijke cultuur (« An islam a zo ur sevenadur dispriz »), Volksrant, 9 a viz C'hwevrer

Liamm diavaez

kemmañ
pFad - Phonifier reborn

Pfad - The Proxy pFad of © 2024 Garber Painting. All rights reserved.

Note: This service is not intended for secure transactions such as banking, social media, email, or purchasing. Use at your own risk. We assume no liability whatsoever for broken pages.


Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy