Ludwig von Siegen, a-wechoù Ludwig von Sechten (e-tro Meurzh 1609 en Köln – e-tro 1680 e Wolfenbüttel) a oa un engraver amatour alaman. Roet e e vez dezhañ kavadenn an doare du, anvet mezzo-tinto ivez.

Poltred eus Amelie Elisabeth von Hessen (1642)
Gwelet eo evel an oberenn gentañ savet dre implij teknik an doare du (mezzo-tinto)
Metropolitan Museum of Art.

Letanant-koronal ha gward priñs Rupert, kont palatinat ha niz d'ar roue Charlez Iañ Bro-Saoz e oa Ludwig von Siegen. E 1642 e kasas ur poltred eus Amelie Elisabeth von Hessen, landgrafez ha lezrouanez Hessen-Kassel da Wilhelm VI Hessen, asambles gant ul lizher ma tisplege en doa ijinet un doare nevez da engraviñ ma c'helle an dud diskouez an hanter-livioù, anvet mezzo-tinto en italianeg, etre gwenn ha du.

E 1657 e kejas ar priñs Rupert ouzh e genderv Wilhelm VI. Da-heul ar gejadenn e stagjont gant un eskemm dre lizher, ma komzjont eus an teknik nevez-se. Al livour hag engraver flamank Wallerant Vaillant a stagas gant peurlipat an teknik, ha meur a engravadur a savas. E 1660 ez eas ar priñs Rupert da Vro-Saoz da ziskouez kavadenn L. von Siegen d'ar skrivagner John Evelyn. Gant Evelyn e voe embannet al levr kentañ ma weler ur skeudenn doare mezzo-tinto e 1662. Daoust ma ne voe ket displeget an teknik dre ar munud e voe skignet ar mezzo-tinto e-touez holl engraverien ar rouantelezh ha brudet-tre e teuas da vezañ en XVIIIvet kantved dindan an anv « engraviñ en doare saoz ».

N'anavezer ket kalz engravadurioù diwar dorn Ludwig von Siegen. En o zouez ez eus ur poltred eus Willem II van Orange hag unan eus Elizabeth Stuart. Goude ma vije aet kuit ar priñs Rupert da Vro-Saoz e labouras evit priñs-dilenner Mainz, ha goude-se evit dug Wolfenbüttel.

Daveoù

kemmañ
  • Hubert Von Herkomer (1892), Etching and Mezzotint Engraving : Lectures delivered at Oxford, Andesite Press, 2017 (ISBN 978-1-375-55811-2)
  • Alfred Whitman (1902), The Print-Collector’s Handbook, Wentworth Press, 2019 (ISBN 978-0-526-06438-0)

Liammoù diavaez

kemmañ
pFad - Phonifier reborn

Pfad - The Proxy pFad of © 2024 Garber Painting. All rights reserved.

Note: This service is not intended for secure transactions such as banking, social media, email, or purchasing. Use at your own risk. We assume no liability whatsoever for broken pages.


Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy