Matthäus Merian der Ältere (Matthäus Merian gozh) (22 a viz Gwengolo 1593 e Basel - 19 a viz Even 1650 e Bad Schwalbach) a oa ur c'houevrengraver hag un embanner alaman ha suis.

Matthäus Merian gozh

E vuhez

kemmañ

Goude bezañ bet o studiañ en ul lise e teskas tresañ hag engraviñ war gouevr e Zürich gant an engarver Friedrich Meyer. Etre 1610 ha 1615 edo o studiañ hag o labourat e Straßburg (gant Dietrich Brentel), e Nancy hag e Pariz (gant Jacques Callot). E 1615 e savas steuñv Basel.

Goude bezañ bet o chom en Augsburg, e Stuttgart hag en Izelvroioù, en em stalias Merian e Frankfurt am Main hag en Oppenheim, hag eno e labouras evit an embanner hag kouevrengraver Johann Theodor de Bry. De Bry a oa perc'henn war ur stal-labour engraviñ e Oppenheim ha war un ti-moullañ e Frankfurt, ma veze moullet levrioù beajoù d'ar Reter Pellañ. E 1617 e timezas gant Maria Magdalena de Bry, ha hi merc'h de Bry. E 1616 en em stalias e Basel. Roet e voe aotre ar c'hevredadoù-micher, ha neuze e c'hellas labourat en un doare emren. Goude marv de Bry e 1623 e voe lakaet e penn ti-moullañ Frankfurt. Lakaet e voe da geodedour e Frankfurt e 1626, hag azalek ar mare-se e c'hellas labourat evel embanner emren. E 1627 e tegemeras Wenzel Hollar da zeskard. Un engraver brudet e teufe Hollar da vezañ.

Goude marv e wreg e 1645 e timezas Merian gant Johanna Sibylla Heim e 1646. Gant e wreg kentañ en doe div verc'h ha tri mab, Matthäus Merian yaouank ha Caspar Merian en o zouez. An daou anezho a labouras en e stal-labour. Ur verc'h en doe gant e eil gwreg, Anna Maria Sibylla Merian hec'h anv, hag a zeuas da vezañ livourez (bleuñvioù hag amprevaned). Matthäus Merian a varvas d'an 19 a viz Even 1650 e Bad Schwalbach e-kichen Wiesbaden. Douaret e voe e Peterskirchhof, e-kichen Frankfurt.

Dedennet-tre e oa Merian gant ar relijion, evel ma weler pa seller ouzh e skoed-ardamez hag ouzh ar siell a grouas evit e di-embann, ma lenner : Pietas contenta lucratur.

Levezonet e voe Erik Dahlberg ha Rembrandt gant labour Merian[1]. En Alamagn ez eus ur gelaouenn gouestlet d'ar beajoù anvet "Merian".

Oberenn

kemmañ

E oberennoù pouezusañ :

  • ouzhpenn 250 skeudenn vihan ma weler gweledvaoù bro Basel (1620-1625) ;
  • ur Bibl skeudennet (159 fajenn), an daou Destamant asambles, 78 kouevrengravadur, testennoù berr e latin, alamaneg hag ul lodenn e galleg (Frankfurt, 1627) ;
  • steuñv bras Frankfurt-am-Main, 4 flakenn dezhañ (1628, adembannet ha kemmet betek 1771) ;
  • skeudennoù ar Bibl alaman troet gant Martin Luther (1545) . Dre ma voe ouzhpennet ar skeudennoù en destenn ez eo anvet ivez Bibl Merian (1625-1630), moullet gant Lazare Zetzner e Straßburg ;
  • Historische Chronik , testennoù gant Johann Ludwig Gottfried (1629-1632) ;
  • Theatrum Europaeum (1629-1650, meur a levrenn, kendalc'het gant tud all) diwar-benn lec'hiadurezh Europa ha an darvoudoù arme ha politikerezh a c'hoarvezas e-pad Brezel Tregont Vloaz ;
  • taolennadur holl rouantelezhioù ar bed : Archontologica cosmica gant testennoù J. L. Gotfried (1638) ;
  • Totentanz von Basel (1644) ;
  • Topographia Germaniae, e bennoberenn eo (kroget e 1642). testennoù gant an douaroniour alamanMartin Zeiler (1589-1661). Topographia Germaniae a voe embannet dindan 16 levrenn etre 1642 ha 1654. Goude marv Merian e kendalc'has e vab, Matthäus Merian yaouank e anv, gant al labour, ha levrennoù all a voe ouzhpennet betek 1688 : diwar-benn Frañs, Italia ha Kreta. En holl ez eus neuze 92 kartenn, 1486 kouevrengravadur ha 2142 skeudenn eus kêrioù, bourc'hioù, kêriadennoù, kestell ha kloastroù dasparzhet e 30 levrenn zisheñvel. Steuñvioù meur a gêr agaver ivez el levr-se, hag ur gartenn eus ar bed. Topographia a voe neuze raktres embann brasañ ar mare ma voe krouet. Talvoudus eo ivez dre ma oa resis-tre an doare ma trese Merian ar c'hêrioù.
  • Merian a glokaas ivez Collectiones peregrinationum in Indiam orientalem et Indiam occîdenlalem, kroget e 1590 gant Theodor de Bry, hag eñ tad Johann Theodor de Bry.


Notennoù

kemmañ
  1. Amy Golahny, Rembrandt's Reading, Amsterdam University Press, 2003, pp. 137 & ss.

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

pFad - Phonifier reborn

Pfad - The Proxy pFad of © 2024 Garber Painting. All rights reserved.

Note: This service is not intended for secure transactions such as banking, social media, email, or purchasing. Use at your own risk. We assume no liability whatsoever for broken pages.


Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy