Shōgun (将軍 ) a raed e Japan eus ur rener milourel adalek ar bloaz 709 betek 1868. Un impalaerezh e oa Japan, met gant ar shōgun e oa ar galloud e gwirionez.

Minamoto no Yoritomo, poltredet e 1179 gant Fujiwara no Takanobu (1142-1205)

Gant unpenn Japan e veze deroet an titl, hogen ar shōgun eo a rene de facto ; unpennoù gwirion zoken e voent a-hed ar Marevezh Kamakura (1185-1333) adalek 1192, pa voe anvet Minamoto no Yoritomo (1147-1199) da shōgun gant an impalaer Go-Toba (1180-1239, ren 1183-1198). Adal neuze e paouezas an titl da ober dave d'ur penn milourel hepmuiken, d'ur rener milourel ha politikel e reasbetek diwezh ar shōgunelezh ha ganedigezh Impalaeriezh Japan.
Adalek arn XIIIvet kantved e teuas ar garg da vout hêrezhel, met meur a glann a renas en Istor Japan : Minamoto, Ashikaga ha Tokugawa e voe ar re a renas ar pellañ.

Bakufu (幕府, "gouarnamant an deltenn") a raed eus ar shōgunelezh, eleze koskor ur shōgun, en dave da gamp e soudarded ha da verrbadelezh ar garg. Gant ar bakufu e veze melestret an impalaeriezh evit gwir avat, pa ne oa perzh an impaler(ez) hag al lez nemet unan a enor ; evitañ da vout berrbad e padas renad ar shōgunelezh a-hed tost da 700 vloaz : Tokugawa Yoshinobu, ar shōgun diwezhañ, a zaskoras ar galloud d'an impalaer Meiji e 1867.

Gerdarzh

kemmañ
Shōgun

Kement ha "pennkomandour un arme" e talv shōgun, a zo ur berradur eus 征夷大将軍 seītai shōgun "pennkomandour meur bazhyever ar varbared", an titl a veze roet d'an diktatourion vilourel e Japan etre ar bloazioù 1185 ha 1868. Titl ur jeneral a rene un arme kaset da vrezeliñ ouzh pobladoù Japan an Norzh e oa er penn-kentañ ; goude an XIIvet kantved e troas da anv pennkomandour ar samurai.[1]

  • Dre ar munud : 征 sei "bazhyevañ", 夷 i "barbar", 大 tai pe dai (etre [t] ha [d] eo ar son, evel e sinaeg) "meur", 将 shō "komandour" ha 軍 gun "arme".
Bakufu

"Gouarnamant a-dreuz ar rideoz" eo ster diazez bakufu ; war an tachennoù-emgann e veze azezet penn ar gadourion en un deltenn damzigor, e arouez (紋 mon) war ziskouez war ar rideoz (幕 maku).[1]

Titloù

kemmañ

Meur a zoare shōgun zo bet en deroù, er Marevezhioù Asuka (538-710) ha Heian (794-1185), da skouer :

  • 宮将軍 miya shōgun, "pennkomandour faezher ar varbared" ;
  • 摂家将軍 sekke shōgun, "pennkomandour rejant" ;
  • 陸奥鎮東将軍 mutsu chintō shōgun, "jeneral meur faezher Mutsu", ur proviñs e Japan), a oa titl Kose no Maro ;
  • 征西大将軍 seisei Taishōgun, "pennkomandour peoc'hidigezh ar C'hornôg" ;
  • 征東大将軍 sei tōdai shōgun, "pennkomandour peoc'hidigezh ar Reter", a oa titl Ki no Kosami ;
  • 鎮守府将軍 chinjufu shōgun, "pennkomandour penkarter kreiz ar peoc'haat" ;
  • 征狄大将軍 seiteki taishōgun, "pennkomandour faezher ar varbared" ;
  • 持節大将軍 mochisetsu taishōgun, "pennkomandour faezher ar varbared" ;
  • 征夷大将軍 seītai shōgun, "pennkomandour ar c'horf brezelekaat enep ar varbared" , a oa titl Ōtomo no Otomaro, ha Sakanoue no Tamuramaro ha Minamoto no Yoritomo war e lerc'h. An titl pouezusañ eo bet en Istor Japan.

Ar benngadourion gentañ

kemmañ

Marevezh Asuka (538-710)

kemmañ

Den ne oar resis piv e voe ar shōgun kentañ, na pegoulz e voe anvet gant rener ar vro.
Ar meneg kentañ eus an titl a gaver stag ouzh Kose no Maro (? – 7 C'hwevrer 717), a voe anvet da chintō shōgun e 709 gant an impalaerez Genmei (660-721, ren 707-715).[2]

Goude faezhet pobladoù an Norzh e Hokkaidō, Tahiji no Agatamori (~668-737) a voe anvet gant an impalaerez Genshō (683-748, ren 715-724) da bennkomandour an armeadoù impalaerel kaset da beoc'haat ar meuriadoù.[3]
Ne voe pennkadour ofisiel ebet kent Ōtomo no Yakamochi (~718-785), a voe anvet da bennkomandour milourel (兵部少輔, heibu shōsuke) er bloaz 755 gant an impalaerez Kōken (713-770, renoù 749-758 ha 764-770).
Ur sei tōdai shōgun e voe Ki no Kosami (~730-797), pa voe deroet an titl dezhañ er bloaz 788 gant an impalaer Kanmu (736-806, ren 781-806).[2]

Marevezh Heian (794-1185)

kemmañ

Ōtomo no Otomaro (731-809) a voe ar c'hentañ seītai shōgun en Istor Japan ; gant an impalaer Kenmu e resevas ar garg e 794 evit stourm ouzh ar boblad Emishi (pe : Ezo), a veve er rannvro Tōhoku e penn norzh Honshū hag a nac'he beli an Tiegezh Yamato, hini an impalaeriezh. Ar re-se dreist-holl e oa ar "varbared" a ranke bout "peoc'haet" gant ar shōgun.
War e lerc'h e voe deroet an titl hag ar garg d'e ves-shōgun, Sakanoue no Tamuramaro (758–811), a voe seītai shōgun betek ar bloaz 808. A-drugarez dezhañ e voe saveteet buhez Funya no Watamaro (765-823), a voe anvet da hyobushō (maodiern al Lu) e 816. Ne voe titlet den ebet en e c'houde betek ar bloaz 940, pa voe Fujiwara no Tadabumi (873947) anvet da sei tōdai shōgun gant an impalaer Suzaku (921-952, ren 930-946).
E 940 hepken e chomas an titl gant Fujiwara no Tadabumi ; ne voe den ebet war e lerc'h betek 1184 : er bloaz-se, e deroù miz Genver, Minamoto no Yoshinaka (1154-1184) en em anvas da seītai shōgun, met mervel a reas miz goude, d'an 21 a viz C'hwevrer. Gant ar c'hlann Minamoto e chomas ar garg avat betek 1219.

Ar shōgunelezh

kemmañ

Unan eus kendirvi Minamoto no Yoshinaka, Minamoto no Yoritomo (11471199) a voe pennkadour e Brezel Genpei, ur brezel diabarzh a badas eus 1180 betek 1185, ma voe ar c'hlann Minamoto trec'h war ar c'hlann Taira er bloaz 1184. E 1192 e resevas an titl a seītai shōgun digant an impalaer Go-Toba (1180-1239, ren 1183-1198), a oa 3 bloaz hepken — an ez-impalaer Go-Shirakawa (1127-1192, ren 1155-1158) eo a rene e gwirionez ; pa lakaas Minamoto no Yoritomo e anv evit bout seītai shōgun e voe nac'het groñs gant Go-Shirakawa avat ; e 1192 end-eeun e varvas Go-Shirakawa, hag an titl a gouezhas e yalc'h Minamoto.
Diouzhtu e kemeras ar galloud e-lec'h an impalaer yaouank : ar shōgun Minamoto no Yoritomo — shōgun hepken e voe an titl adalek e ren — a droas da ziktatour milourel a renas war Japan a-bezh, kent staliañ kêr-benn e shōgunelezh e Kamakura, alese anv ar marevezh ; gantañ e voe staliet ar c'hentañ bakufu, ar gêr-benn de facto o vout Kamakura, daoust d'an impalaer ha d'al Lez bout bepred e Kyōto, ar gêr-benn ofisiel. E vab Minamoto no Yoriie (1182–1204) a renas war e lerc'h — da hêrezhel e oa aet ar garg eta. Boulc'het e oa marevezh Japan c'hladalc'hel, a voe echu e 1600. Betek 1868 avat ha hervez lezenn e chomas Japan dindan ren ar soudarded.[4]
Daou vab da Vinamoto no Yoritomo a voe shōgun, betek 1219 ; daou shōgun eus klann Kujō a voe war o lerc'h betek 1252, heuliet gant pevar friñs. Adalek ar bloaz 1333 e voe ur marevezh all en Istor ar shōgunelezh.

Er bloaz 1333, an impalaer Go-Daigo (1288-1339, ren 1318-1339) a luskas un dispac'h mennet da adreiñ an holl c'halloudoù d'e lez ; ar shōgunelezh a gasas ar jeneral Ashikaga Takauji (1305-1358) da vougañ an emsavadeg, met sevel a-du gant an impalaer a reas Takauji hag e arme, ha diskaret e voe shōgunelezh Kamakura. Distreiñ da Gyōto a eure ar galloud, ha daou briñs a voe shōgun en ur ober tri bloaz.
Buan avat e voe displijet Ashikaga Takauji hag ar samurai gant « Assavidigezh Kenmu » an impalaer Go-Daigo, a glaske mirout an holl c'halloudoù. Nac'h a reas an impalaer lakaat Takauji da shōgun, hag ur fazi a reas pa roas an titl d'e vab ar priñs Moriyoshi (1308-1335) : sevel enep dezhañ a reas Takauji, kemer Kyōto er bloaz 1338 ha staliañ Kōmyō (1322-1380), ur c'hevezer da C'ho-Daigo, war an tron. Tec'hel da gêr Yoshino e proviñs Nara er Su a reas Go-Daigo, ma stalias ur gouarnamant all, ar pezh a loc'has ur brete hir etre Lez an Norzh ha Lez ar Su.[5] Shōgun ha rener de facto e voe Ashikaga Takauji betek e varv e 1358 ; e Muromachi, un distrig e Kyōto, edo kêr-benn ar shōgunelezh, alese anv ar marevezh.
Pemzek ezel eus klann Ashikaga a voe shōgun goude Takauji, a-hed 255 vloaz betek 1588.

Er bloaz 1543 e voe tapet ul lestr kenwerzhel portugalat en ur gorventenn ha kaset da aod Enezenn Tanegashima a-vezh da Gyūshū. An Europiz kentañ o tilestrañ e Japan e voe an tri marc'hadour a oa e bourzh.[5] Hep dale e voe degaset traezoù europat da Japan, mouskedoù pergen ; ken abred hag ar bloaz 1556 e oa war-dro 300 000 mousked en armeoù an daimyō, an aotrouion lec'hel a oa gwazien d'ar shōgun.[6]

Eus klann Oda a oa diazezet e Kastell Azuchi (e prefedelezh Shiga hiziv) ha klann Toyotomi diazezet e Kastell Momoyama (kastell Fushimi e Kyōto hiziv) e teu anv ar marevezh.
Tri ezel eus klann Oda a voe shōgun adalek 1568 betek 1583, ha tri ezel eus klann Toyotomi a renas war o lerc'h, eus 1585 da 1603.

Toyotomi Hideyori (15931615) a voe shōgun de jure adalek 1598 betek 1603. Unan eus an daimyō, Tokugawa Ieyasu (15431616) a oa savet enep ar shōgunelezh Toyotomi, ha trec'h e voe en Emgann Sekigahara (21 a viz Here 1600) ; shōgun de facto e voe Ieyasu eta, hag adalek 1603 e voe kentañ shōgun ar shōgunelezh Tokugawa, a stalias he c'hêr-benn en Edo (Tōkyō hiziv) hag a renas e-pad 268 vloaz, betek 1867 : ar Marevezh Edo e voe.[5]

Tokugawa Yoshinobu (18371913) e voe ar seītai shōgun diwezhañ e 1866. Bloaz diwezhatoc'h, d'an 19 a viz Kerzu 1867, e rankas dilezel e garg a-c'houde un emsavadeg kaset gant samurai eus Chōshū, Satsuma ha Tosa evit daskor ar galloud d'an impalaer ; d'an 11 a viz Ebrel 1868 e voe lamet pep renk ha galloud digantañ.
Echu e oa gant ar shōgunelezh.

Meiji (1852-1912) a voe impalaer d'an 3 a viz C'hwevrer 1867 ; 122vet impalaer Japan e oa hervez urzh hengounel an hêrezh, ha 1 unpenn Impalaeriezh Japan.

Roll ar shōgun

kemmañ

Bez' e voe 56 shōgun japanat betek 1868 (unan a reas div wezh), ha 3 etre 1868 ha bremañ ; daou jeneral stadunanat a voe shōgun de facto goude an Eil Brezel-bed, etre 1945 ha 1952.

Marevezhioù Asuka, Nara ha Heian (538-1185)

kemmañ
 
Sakanoue no Tamuramaro
  1. Kose no Maro (? – 717) : 709 hepken
  2. Tajihi no Agatamori (668 ? – 737) : 720-21
  3. Ōtomo no Yakamochi (c. 718–785) : 784-85
  4. Ki no Kosami (733-797) : 788-89
  5. Ōtomo no Otomaro (731–809) : 794-97
  6. Sakanoue no Tamuramaro (758–811) : 797-808
  7. Funya no Watamaro (765–823) : 811-16
  8. Fujiwara no Tadabumi (873–947) : 940 hepken
  9. Minamoto no Yoshinaka (1154–1184) : 1184 hepken

Shōgunelezh Kamakura (1192–1333)

kemmañ
 
Kujō Yoritsune
  1. Minamoto no Yoritomo (1147–1199) : 1192-99
  2. Minamoto no Yoriie (1182–1204) : 1202-3
  3. Minamoto no Sanetomo (1192–1219) : 1203-19
  4. Kujō Yoritsune (1218–1256) : 1226-44
  5. Kujō Yoritsugu (1239–1256) : 1244-52
  6. Priñs Munetaka (1242–1274) : 1252-66
  7. Priñs Koreyasu (1264–1326) : 1266-89
  8. Priñs Hisaaki (1276–1328) : 1289-1308
  9. Priñs Morikuni (1301–1333) : 1308-33

Assavidigezh Kenmu (1333–1336)

kemmañ
  1. Priñs Moriyoshi (1308–1335) : 1333 hepken
  2. Priñs Narinaga (1326 – c. 1337–44) : 1335-36

Shōgunelezh Ashikaga (1336–1573)

kemmañ
 
Ashikaga Takauji
  1. Ashikaga Takauji (1305–1358) : 1338-58
  2. Ashikaga Yoshiakira (1330–1367) : 1359-67
  3. Ashikaga Yoshimitsu (1358–1408) : 1369-1395 (de jure) ha 1408 (de facto)
  4. Ashikaga Yoshimochi (1386–1428) : 1395-1423 (de jure) ha 1428 (de facto)
  5. Ashikaga Yoshikazu (1407–1425) : 1423-25
  6. Ashikaga Yoshinori (1394–1441) : 1429-41
  7. Ashikaga Yoshikatsu (1434–1443) : 1442-43
  8. Ashikaga Yoshimasa (1436–1490) : 1449-1474 (de jure) ha 1490 (de facto)
  9. Ashikaga Yoshihisa (1465–1489) : 1474-89
  10. Ashikaga Yoshitane (1466–1523) : 1490-93
  11. Ashikaga Yoshizumi (1481–1511) : 1495-1508
  12. Ashikaga Yoshitane (eil gwezh) : 1508-22
  13. Ashikaga Yoshiharu (1511–1550) : 1522-1547 (de jure) ha 1550 (de facto)
 
Oda Nobunaga
  1. Ashikaga Yoshiteru (1536–1565) : 1547-65
  2. Ashikaga Yoshihide (1538–1568) : 1568 hepken
  3. Ashikaga Yoshiaki (1537–1597) : 1568-1573 (digarget ; dilezel a reas e 1588)

Marevezh Azuchi–Momoyama (1568–1600)

kemmañ
  1. Oda Nobunaga (1535–1582) : 1568-1575 (de jure) ha 1582 (de facto)
  2. Oda Nobutada (1557–1582) : 1575-82
  3. Oda Hidenobu (1580–1605) : 1582-83
  4. Toyotomi Hideyoshi (1537–1598) : 1585-1592 (de jure) ha 1598 (de facto)
  5. Toyotomi Hidetsugu (1568–1595) : 1592-95
  6. Toyotomi Hideyori (1593–1615) : 1598-1603 (de jure)

Adalek 1598 betek 1600, ar shōgunelezh de facto a voe fiziet e Kuzul ar Pemp Kozhiad (五大老 go-tairō)

Shōgunelezh Tokugawa (1600–1867)

kemmañ
 
Tokugawa Ieyasu
  1. Tokugawa Ieyasu (1543–1616) : 1600 de facto – 1603 de jure, ha 1605 de jure – 1616 de facto
  2. Tokugawa Hidetada (1579–1632) : 1605-1623 (de jure) ha 1632 (de facto)
  3. Tokugawa Iemitsu (1604–1651) : 1623-51
  4. Tokugawa Ietsuna (1641–1680) : 1651-80
  5. Tokugawa Tsunayoshi (1646–1709) : 1680-1709
  6. Tokugawa Ienobu (1662–1712) : 1709-12
  7. Tokugawa Ietsugu (1709–1716) : 1713-16
  8. Tokugawa Yoshimune (1684–1751) : 1716-1745 (de jure) ha 1751 (de facto)
  9. Tokugawa Ieshige (1712–1761) : 1745-1760 (de jure) ha 1761 (de facto)
  10. Tokugawa Ieharu (1737–1786) : 1760-86
  11. Tokugawa Ienari (1773–1841) : 1787-1837 (de jure) ha 1841 (de facto)
  12. Tokugawa Ieyoshi (1793–1853) : 1837-53
  13. Tokugawa Iesada (1824–1858) : 1853-58
  14. Tokugawa Iemochi (1846–1866) : 1858-66
  15. Tokugawa Yoshinobu (1837–1913) : 1866-67

Pennoù ar c'hlann Tokugawa goude ar shōgunelezh (1868–bremañ)

kemmañ

E 1882 e voe deroet da benn ar c'hlann Tokugawa an titl a "briñs" (公爵 kōshaku) e-touez an noblañsoù (華族 kazoku), gant ar gwir da sezañ e Kambr ar Birien (1871-1947).

  1. Tokugawa Iesato (1863–1940) : 1868-1940 ; kadoriad Kambr ar Birien 1903-1933
  2. Tokugawa Iemasa (1884–1963) : 1940-1963; kadoriad Kambr ar Birien 1946 to 1947
  3. Tokugawa Tsunenari (ganet e 1940) : 1963-bremañ

Uhelrenerion a-berzh ar Gevredidi

kemmañ

Daou jeneral stadunanat a renas war Japan goude an Eil Brezel-bed ; 外人将軍 gaijin shōgun, "rener milourel estren" a reas Japaniz eus pep unan anezho[7].

  1. General of the Army Douglas MacArthur (1880-1964) : 15 Eost 1942 – 11 Ebrel 1951
  2. General Matthew Ridgway (1895-1993) : 11 Ebrel 1951 – 11 Mae 1952

Levrlennadur

kemmañ
(ja)
  • マイペディア―小百科事典 mai pedia – ko hakkajiten "Ma fedia – Holloueziadur bihan". Tokyo : Heibonsha, 1996 (ISBN 978-4-582-09631-6)
  • 北畠 親房 Kitabatake Chikafusa (1293-1354). 神皇正統記 Jinnō Shōtōki "Kronikoù lignez wirion an impalaerion doueel" • (en) Varley, Paul H. A Chronicle of Gods and Sovereigns. New York : Columbia University Press, 1980 (ISBN 978-0-231-04940-5)
(en)
  • Beasley, William G. (1962). "Japan". In Hinsley, FH (ed.). The New Cambridge Modern History Volume 11: Material Progress and World-Wide Problems 1870–1898. Cambridge : Cambridge University Press, 1976 (ISBN 978-0-521-29109-5)
  • Campbell, Alan & Noble, David S.. Japan – An Illustrated Encyclopedia. Tōkyō : Kodansha, 1993 (ISBN 978-4-06-205938-1)
  • Carter, William R.. Asuka period. In : Kodansha Encyclopedia of Japan Volume 1. Tōkyō : Kodansha, 1983 (ISBN 978-0-87011-620-9)
  • Collcutt, Martin C.. Bushidō. In : Kodansha Encyclopedia of Japan Volume 1. Tōkyō : Kodansha, 1983 (ISBN 978-0-87011-620-9)
  • Edstrom, Bert. Turning Points in Japanese History. London : Routledge, 2016 (ISBN 978-1-138-98626-8)
  • Farris, William Wayne. Japan to 1600: A Social and Economic History. Honolulu : University of Hawaii Press, 2009 (ISBN 978-0-8248-3379-4)
  • Frank, Richard. Downfall: The End of the Imperial Japanese Empire. New York : Penguin Books, 2001 (ISBN 978-0-14-100146-3)
  • Hane, Mikiso & Perez, Louis G. (1991). Premodern Japan: A Historical Survey. Boulder : Westview Press, 2014 (ISBN 978-0-8133-4970-1)
  • Henshall, Kenneth. A History of Japan: From Stone Age to Superpower. London : Palgrave Macmillan, 2012 (ISBN 978-0-230-34662-8)
  • Holcombe, Charles. A History Of East Asia: From the Origins of Civilization to the Twenty-First Century. Cambridge : Cambridge University Press, 2017 (ISBN 978-1-107-54489-5)
  • Hudson, Mark. Japanese Beginnings. In : Tsutsui, William M.. A Companion to Japanese History. Malden : Wiley-Blackwell, 2009 (ISBN 978-1-4051-9339-9)
  • Hunter, Janet. Concise Dictionary of Modern Japanese History. Berkeley : University of California Press, 1984 (ISBN 978-0-520-04557-6)
  • Large, Stephen S.. Oligarchy, Democracy, and Fascism. In : Tsutsui, William M.. A Companion to Japanese History. Malden : Wiley-Blackwell, 2009 (ISBN 978-1-4051-9339-9)
  • Mason, R. H. P. & Caiger, J. G.. A History of Japan. New York : Tuttle Publishing, 1997 (ISBN 978-0-8048-2097-4)
  • Meyer, Milton W.. Japan: A Concise History. Lanham : Rowman & Littlefield, 2012 (ISBN 978-0-7425-4118-4)
  • McClain, James L.. Japan: A Modern History. New York : W. W. Norton & Company, 2001 (ISBN 978-0-393-04156-9)
  • McCullough, William H. (1999). The Heian Court, 794–1070. In ': 'The Cambridge History of Japan – Volume 2: Heian Japan. Cambridge : Cambridge University Press, 1999 (ISBN 978-0-521-22353-9)
  • Morton, W Scott & Olenike, J Kenneth & Jansen, Marius B.. Japan: Its History and Culture. New York : McGraw-Hill, 2004 (ISBN 978-0-07-141280-3)
  • Nussbaum, Louis-Frédéric. Le Japon – Dictionnaire et civilisation. Paris : Robert Laffont, 1996 (ISBN 978-2-221-06764-2) ; (en) Nussbaum, Louis-Frédéric. Dōkyō. In : Japan Encyclopedia, Harvard University Press, 2002, p. 158 (ISBN 978-0-674-00770-3)'Google Books'. Kavet : 03 Genver 2022.
  • Perez, Louis G.. The History of Japan. Westport : Greenwood Press, 1998 (ISBN 978-0-313-30296-1)
  • Sansom, George. A History of Japan to 1334. Stanford : Stanford University Press, 1958 (ISBN 978-0-8047-0523-3)
  • Sato, Hiroaki. Legends of the Samurai. New York : Abrams Press, 2012 (ISBN 978-1-59020-730-7)
  • Takeuchi, Rizo. The Rise of the Warriors. In  : The Cambridge History of Japan – Volume 2: Heian Japan. Cambridge : Cambridge University Press, 1999 (ISBN 978-0-521-22353-9)
  • Totman, Conrad. A History of Japan. Malden : Wiley-Blackwell, 2014 (ISBN 978-1-119-02235-0)
  • Turnbull, Stephen. The Samurai – A Military History. London : Macmillan Publishers, 1977 (ISBN 978-0-02-620540-5)
  • Turnbull, Stephen. The Samurai Sourcebook. London : Cassell Publishing, 2000 (ISBN 978-1-85409-523-7)
  • Turnbull, Stephen. Samurai – The World of the Warrior. Oxford : Osprey Publishing, 2006 (ISBN 978-1-84176-951-6)
  • Turnbull, Stephen & Hook, Richard. Samurai Commanders / 2. Oxford: Osprey Publishing, 2005 (ISBN 978-1-84176-744-4)
  • Walker, Brett. A Concise History of Japan. Cambridge : Cambridge University Press, 2015 (ISBN 978-0-521-17872-3)
  • Weston, Mark. Giants of Japan: The Lives of Japan's Greatest Men and Women. New York : Regina Ryan Publishing, 2014 (ISBN 978-0-9882259-4-7)

Pennadoù kar

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. 1,0 ha1,1 Turnbull 2006.
  2. 2,0 ha2,1 (en) 'Japanese Wiki Corpus'. Kavet : 05 Genver 2022.
  3. (en) 'World Biographical Encyclopedia'. Kavet : 05 Genver 2022.
  4. Weston, 2014.
  5. 5,0 5,1 ha5,2 Henshall 2012.
  6. Farris 2009.
  7. (en) Valley, David J. Gaijin Shōgun – Gen. Douglas MacArthur Stepfather of Postwar Japan. San Diego) : Sektor, 2000 (ISBN 978-0-9678175-2-1)
  日本と日本文化のポータル — Porched Japan ha sevenadur Japan • Adkavit ar pennadoù a denn da Japan ha d'he sevenadur — 日本とその文化についてのページを見つける  
pFad - Phonifier reborn

Pfad - The Proxy pFad of © 2024 Garber Painting. All rights reserved.

Note: This service is not intended for secure transactions such as banking, social media, email, or purchasing. Use at your own risk. We assume no liability whatsoever for broken pages.


Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy