Tacheles

mirdi Alamagn

Tacheles a zo ur greizenn arzoù alternativel e Oranienburger Straße (54-56a), e Mitte (Berlin). Ur ger yidek eo “tacheles”, talvezout a ra kaozeal splann.

Kunsthaus Tacheles, Oranienburger Straße
A-dreñv ar savadur

Ar savadur

kemmañ

Savet eo bet etre 1907 ha 1908. Er penn-kentañ e oa ur stal vras, 5 estaj dezhi. Mont a reas ar stal en-dro etre 1909 ha 1914. Ne ouezer ker ar pezh a zo c’hoarvezet eno etre 1914 ha 1924. E 1924 e voe ouzhpennet ur c’hav. Bez eus anezhañ c’hoazh hiziv an deiz, lesanvet eo Tresorraum. Goude 1928 e voe implijet gant an embregerezh Allgemeine Elektrizitäts-Gesellschaft (AEG). Anvet e voe Haus der Teknik. Unan eus abadennoù skinwel kentañ Alamagn a voe filmet eno er bloavezhioù 1930. Er bloavezhioù 1930 e voe ivez implijet gant Talbenn alaman al labour (Deutsche Arbeitsfront, DAF), ur strollad nazi. Implijet e voe ivez evel burev gant SS. Prizonidi c’hall a voe bac’het eno e 1943, ha kalz distruj a voe da vare emgann Berlin. Daoust ma voe implijet er bloavezhioù 1950 ez eas stad ar savadur war washaat. Ul lodenn a voe dinamitet er bloavezhioù 1960, hag ul lodenn all a voe distrujet e 1980.

Kunsthaus Tacheles

kemmañ

E 1990 e voe anv da zistruj ar savadur da vat. Sañset e oa bezañ distrujet e miz Ebrel 1990. D’an 13 a viz C’hwevrer 1990 en em vodas eno ur strollad arzourien (Künstlerinitative Tacheles), hag e krogjont da aloubiñ ar savadur. Un emglev a voe kavet e 1998 a-benn ar fin, hag e chomas an arzourien eno. Sañset eo ar savadur bezañ distrujet a-benn dibenn 2008. E Tacheles e kaver un davarn (Zapata Bar), salioù diskouezadegoù, ur sinema, ha stalioù-labour an arzourien. E-touez an arzourien o deus bet diskouezet o labour e Tacheles emañ Mark Divo, Mutoid Waste Company (kizellerien), Spiral Tribe (strollad sonerezh), DNTT (strollad c’hoariva), Lennie Lee, Sasha Waltz pe c’hoazh Ramm Theater.

Skeudennoù

kemmañ


Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

pFad - Phonifier reborn

Pfad - The Proxy pFad of © 2024 Garber Painting. All rights reserved.

Note: This service is not intended for secure transactions such as banking, social media, email, or purchasing. Use at your own risk. We assume no liability whatsoever for broken pages.


Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy