Un ti pouezañ (nederlandeg : Waag, alamaneg : Stadtwaage) a zo ur savadur ma veze pouezet ar varc'hadourezh ennañ. Lod brasañ ar savadurioù-se a zo bet savet a-raok 1800, da lavaret eo a-raok ma vefe diazezet reolennoù pouezañ etrevroadel. Dre ma oa a-bouez bras ar pouezañ marc'hadourezh, e veze graet war o zro gant frammoù lec'hel, hag implijet e vezent ivez da lakat tailhoù war ar varchadourezh treuzkaset ha gwerzhet er c'hêrioù-se. Peurliesañ e kaver neuze an tiez pouezañ e-kichen plasenn ar marc'had, pe e kreiz-kêr.

De Waag en Alkmaar

Etre 1550 hag e-tro 1690 e veze kaset an dud tamallet dezho bezañ sorserien pe sorserezed d'an ti pouezañ., ha neuze e veez aozet « arnodenn ar sorserezed ». Ma veze skañvoc'h an den tamallet evit ur pouez bennak bet dibabet, e veze kondaonet.

Tiez pouezañ a gaver dreist-holl en Izelvroioù hag en Alamagn. Eno ez int anvet waag (nederlandeg) ha waage (alamaneg),hag a dalvez skeul bouezañ, hag e Polonia (smatruz, e Krakow hag e Poznan). E diavaez Alamagn hag an Izelvroioù e veze pouezet ar varc'hadourezh en tiez-kêr peurliesañ.

Tiez pouezañ en Izelvroioù

kemmañ
 
De Waag en Amsterdam
 
Kizelladur ma weler tud o pouezañ marc'hadourezh (Gouda, an Izelvroioù)

Alkmaar

kemmañ

Unan eus an tiez pouezañ a vez implijet hiziv an deiz a gaver en Alkmaar en Izelvroioù. Pa vez aozet marc'ahd ar fourmaj eno e vez pouezet, ha stank eo an doursited a vez oc'h arvestiñ an darvoud-se.

Amsterdam

kemmañ

De Waag a zo ur savadur a oa ul lodenn eus mogerioù-kêr Amsterdam. Savet e voe e 1488, hag una eus pôrzhioù Amsterdam e oa d'ar mare-se, anvet e oa Sint Anthoniespoort. Pa voe diskaret mogerioù-kêr Amsterdam e voe aozet Nieuwmarkt tro-dro d'ar savadur, hag ar bouezerez a voe lakaet e diabarzh ar savadur. Pa voe aozet Nieuwmarkt e voe uhelaet live al leur, neuze n'eo ket ken bras ar savadur hiziv an deiz hag e oa a-raok. Hiziv an deiz e kaver sez Kevredigezh De Waag ennañ. Ur gevredigezh a ra war-dro an arzoù hag ar sevenadur eo, hag un davarn hag ur preti a gaver ennañ ivez.

Ouzh ar savadur e c'haller gwelout ur blakenn ma lenner D'an 28 a viz Ebrel 1488 e voe staliet maen kentañ ar savadur-mañ. Plakenn goshañ Amsterdam eo.

En estajoù uhelañ e veze salioù gouestlet da gouchoù liesseurt : hini ar c'hoved, hini al livourien, hini ar vañsonierien ha hini ar surjianed.

Divodet e voe ar c'houchoù e-tro 1795, ha neuze e voe implijet ar savadur e meur a zoare : ennañ e voe staliet ar vrigadenn pomperien ha daou virdi (en o zouez Joods Historisch Museum) ha fiziet e voe en un diazezadur e 1990. Gant izili an diazezadur e oa bet raktreset diskar ul lodenn eus ar savadur, hag ouzhpennañ ul lodenn all diwar un steuñv gant Philippe Starck, met freuz-stal a reas an diazezadur a-raok ma vefe kaset ar raktres da benn. Nevesaet e voe ar savadur gant ti-kêr Amsterdam, ha Kevredigezh De Waag a ra war-dro abaoe 1996.

E kêrioù all

kemmañ

E meur a gêr en Izelvroioù e kaver un ti pouezañ : Delft, Deventer (ennañ ur mirdi), Edam, Enkhuizen, Gouda, Hoorn, Leeuwarden, Leiden, Nijmegen, Oudewater (Heksenwaag = ti pouezañ ar sorserezed) hag e Vlaardingen.

Tiez pouezañ e Belgia

kemmañ

E kêrioù zo eus Belgia e kaver tiez pouezañ, evel e Kortrijk.

Tiez pouezañ en Alamagn

kemmañ

Tiez pouezañ (Stadtwaage en alamaneg) a gaver en Alamagn er c'hêrioù da-heul (e-touez re all) : Bremen, Emmerich am Rhein, Michelstadt, Osnabrück hag e Stralsund.

Gwelout ivez

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

pFad - Phonifier reborn

Pfad - The Proxy pFad of © 2024 Garber Painting. All rights reserved.

Note: This service is not intended for secure transactions such as banking, social media, email, or purchasing. Use at your own risk. We assume no liability whatsoever for broken pages.


Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy