William S. Burroughs

William S. Burroughs
Anv ofisiel William Seward Burroughs
Obererezh romantoù, filmoù
Ganedigezh 5 a viz C’hwevrer 1914
e Saint Louis
Marv 2 a viz Eost 1997
e Lawrence
Yezh skrivañ saozneg
Luskad lennegel Beat Generation
Oberennoù pennañ
  • Junkie (1953)
  • Queer (1985)
  • Naked Lunch (1959)
  • The Soft Machine (1961)
  • The Ticket That Exploded (1962)

William Seward Burroughs, anvet dindan e anv pluenn William S. Burroughs, (5 a viz C’hwevrer 1914, Saint Louis - 2 a viz Eost 1997, Lawrence) a zo ur skrivagner amerikan.

Brudet eo dreist-holl evit e romantoù da bennsaoutiñ, enno mesket implij an drammoù, an darempredoù heñvelreizh hag an diarbennerezh. Ezel eus Beat Generation eo bet ivez, gant Jack Kerouac pe Allen Ginsberg. A-fet sevel skrid eo brudet evit bezañ ijinet an doare cut-up (bet ijinet gantañ ha gant Brion Gysin). Cut-up a dalvez sevel un destenn en ur implij tammoù testennoù didroc’het ha mesk-divesk, en ur implij zoken tamm testennoù skrivet gant skrivagnerien all.

E vuhez

kemmañ

William Seward Burroughsa zo bet ganet en ur familh bourc’hizien. Mab-bihan da William Seward Burroughs (ijinour ar mekanik kontañ kentañ ha krouer Burroughs Adding Machine Company) eo. Mont a reas da skol John Burroughs hag eno e voe embannet e skrid kentañ (Personal Magnetism), e 1929. Mont a reas ivez da skol Los Alamos Ranch e Mec’hiko Nevez met n’en em blijas ket eno. Skarzhet e voe goude bezañ bet kavet o kemer ur meskaj klorin hag etanol gant ur skoliad all e Santa Fe. Mont a reas da skol-veur Harvard e 1932 evit tapout un aotreegezh war ar saozneg, e 1936 e voe diplomet. Goude-se e studias ar medisinerezh e Vienna hag e veajas en Europa. Eno e kejas gant ur vaouez yuzev, Ilse Kepper hec’h anv. Ne gare ket anezhi met koulskoude e timezjont, evit ma c’hallfe-hi tec’hout d’ar Stadoù-Unanet. Dispartiañ a rejont, met darempredoù mat a virjont memes tra.

Beat Generation : ar penn-kentañ

kemmañ

E 1944 e vevas Burroughs gant Joan Vollmer en ur ranndi enni ivez Jack Kerouac hag e wreg kentañ, Edie Parker hec’h anv. D’ar mare-se e krogas Burroughs da dañva ar morfin. E 1946 e timezas gant Joan. Ur mab a c’hanas e 1947 e Texas, William S. Burroughs Jr. e anv. Goude bezañ bet kudennoù gant ar polis abalamour d’an dramm e tec’has war-zu Mec’hiko. D’ar 6 a viz Gwengolo 1951, e-pad e veaj da Vec’hiko, e voe mezv Burroughs hag e lazhas Joan en ur dennañ en he fenn, pa oa-eñ o klask dreveziñ Gwilhom Tell. Tamallet e voe da Burroughs bezañ lazhet anezhi, chom a reas 13 devezh en toull-bac’h. Dont a reas e vreur d’e sikour, paeañ a reas ar boliserien koulz hag ar varnerien, ha Burroughs a voe dieubet. Rankout a reas mont bep Lun da di polis kêr Vec’hiko. Daleet ha daleet en-dro e voe ar prosez, Burroughs a brofitas evit skrivañ Queer ha goude ur pennad e tec’has war-zu ar Stadoù-Unanet. Goude marv Vollmer e tremenas ivz meur a viz o strañin e Amerika ar Su, o klask un dramm anvet yage. E 1953 e tremenas meur a viz gant e dud, e Palm Beach (Florida). Klask a reas kaout un darempred karantez gant Ginsberg met hemañ a nac’has, neuze e tivizas Burroughs mont da Roma. Goude-se ez eas betek Tanjer (Maroko). Eno e chomas meur a viz hag e skrivas Interzone. Distreiñ a reas d’ar Stadoù-Unanet met meur a gudenn a savas : darempredoù fall gant Ginsberg ha gant e dud, neuze e tistroas da Danger (miz Du 1954), e-lec’h m’en do muioc’h a frankiz hag e-lec’h ma oa digoust an dramm. Eno e chomas pevar bloaz, amzer dezhañ skrivañ Naked Lunch (Friko Noazh).

Naked Lunch

kemmañ

Ginsberg ha Kerouac a zeuas da welout anezhañ e Tanjer e 1957 hag e sikourjont anezhañ da lakaat embann Naked Lunch. Tammoù eus a romant a voe embannet er c’helaouennoù Black Mountain Review ha Chicago Review e 1958. Buan e savas reuze abalamiur da zanvez ar skrid. A-benn ar fin e voe embannet penn-da-benn e 1959, hag e voe brudet buan a-walc’h er Stadoù-Unanet hag en Europa. Meur a brosez a voe aozet a-enep da Naked Lunch er Stadoù-Unanet (Massassuchetts ha stadoù all). Meur ne voe ket difennet al levr, peogwir ne soñjas ket ar varnerien e oa ul levr hudur anezhañ. Burroughs a implijas tammoù dornskridoù Naked Lunch chomet diembann hag e lakaas embann The Soft Machine (1961), The Ticket That Exploded (1962) ha Nova Express (1963). Er romantoù-se ec’h implijas stank ar c’hut-up. Mont a reas Burroughs da Bariz e 1959. Buan e savas kudennoù pa voe harzet an torfedour saoz anvet Paul Lund, hag a roas anv Burroughs d’ar boliserien. Kejet en doa Burroughs gantañ e Tanjer. Dont a reas a-benn Burroughs d’en em dennañ memes tra hag embannet e voe Naked Lunch e Bro-C’hall er memes bloavezh, goude m’en defe Burroughs kaset tammoù anezhañ d’an embanner. An embannadur gallek a voe neuze disheñvel diouzh an hini saoznek, ha plijet-bras e voe Burroughs gant an dra-se. Gwirioù evit an embann er bed a-bezh a voe gwerzhet (dre Grove Press) ha Burroughs a implijas an 3 000 dollar a resevas evit prenañ dramm.

E Londrez

kemmañ

E 1966 e kuitaas Burroughs Pariz evit mont da Londrez, gant ar pal paouez gant an dramm. Eno e chomas e-pad c’hwec’h vloaz, war-bouez un nebeud beajoù d’ar Stadoù-Unanet. E 1968 e labouras evel kazetenner gant Jean Genet, Terry Southern ha John Sack a-benn rentañ kont eus an Democratic National Convention (Emvod Broadel ar strollad Demokrat) evit ar gelaouenn Esquire. Mignon da Southern e oa Burroughs, hag asambles e klaskjont sevel ur film diwar Naked Lunch e 1972, met ne zeujont ket a-benn. Burroughs a lakaas embann The Last Words of Dutch Schulz e 1969 ha The Wild Boys e 1971. E-pad ur pennad e voe ezel Burroughs eus Iliz ar Skiantologiezh, met ne chomas ket pell enni. Reuz a savas etrezañ hag izili an iliz pa savas ur renta-kont eus ul levr anvet Inside Scientology. Lizheroù taer a eskemmjont er gelaouenn Rolling Stone.

Distro d’ar Stadoù-Unanet

kemmañ

E 1974 e teuas a-benn Ginsberg da lakaat Burroughs da santiñ kelenn ar sevel-skrid (creative writing) e City College New York. Goude bezañ deuet a-benn da baouez gant an heroin e tilojas Burroughs da New York. Ur c’hwec’hmiziad e padas evel kelenner. Met fellout a rae dezhañ kaout peadra da vevañ, setu ma asantas bezañ kelenner e skol-veur Buffalo evit 15 0000 dollar ar c’hwec’hmiziad. Eno e kejas gant James Grauerholz hag a zeuas da vezañ e sekretour. Dedennet-bras e oa ivez Grauerholz gant ar sonerezh rock, hag a-drugarez dezhañ ec’h atersas Burroughs Jimmy Page evit ar gelaouenn Crawdaddy e 1975. Grauerholz a ginnigas ivez da Burroughs beajiñ er Stadoù-Unanet ha lenn e destennoù, ar pezh a rafe Burroughs e-pad an ugent vloaz da zont. e E 1976 e tivizas en em staliañ da vat er Stadoù-Unanet, hag e voe e darempred gant arzourien New York : Andy Warhol, Patti Smith, Lou Reed, Susan Sontag pe c’hoazh Dennis Hopper. Gant Grauerholz ha tud all e voe aozet Nova Convention etre an 30 a viz Du hag an 2 a viz Kerzu 1978, ur gouel arzoù liesseurt da lidañ oberenn Burroughs e oa. Ouzhpenn al lennadennoù gant Ginsberg ha re all e voe aozet abadennoù sonerezh gant Philip Glass, Deborah Harry, The B-52’s pe Suicide. Etre 1981 ha 1987 ec’h embannas tri levr : Cities of the Red Night (1981), The Place of Dead Roads (1983) ha The Western Lands (1987). A-hed ar bloavezhioù 1980 ha 1990 e kendalc’has Burroughs da gemer heroin, evel ma lavar Grauerholz e-barzh Last Words : The Finals Journals of William S. Burroughs.

 
Burroughs, David Woodard pe Dreamachine e 1997

Burroughs e Kansas

kemmañ

E 1981 e tilojas Burroughs da Lawrence (Kansas), hag eno e chomas betek fin e vuhez. A-drugarez da strivoù Ginsberg e voe degemeret e American Academy and Institute of Arts and Letters e 1983. Er bloavezhioù-se e oa deuet Burroughs da vezañ un ikonenn er bed undeground, hag e kenlabouras gant a bep seurt tud evel Bill Laswell, Throbbing Gristle, Sonic Youth, Nick Cave ha Tom Waits. E 1991 e teuas er-maez ar film Naked Lunch, sevenet gant David Cronenberg, ha gant asant Burroughs. Er bloavezhioù 1990 e krogas Burroughs da livañ taolennoù difetis : staliañ a rae bombezennoù ha podoù liv dirak al lien, hag e tenne warno gant ur bistolenn. Diskouezet e voe e oberennoù e New York. Mervel a reas Burroughs d’an oad a 83 bloaz d’an 2 a viz Eost 1997, abalamour da vougadur kigenn ar galon. Douaret e voe e bered Bellefontaine e Saint-Louis (Missouri). War e vez e c’haller lenn e anv hag :”American writer”.

Oberenn William S. Burroughs

kemmañ

Romantoù

kemmañ
  • Junkie (1953)
  • Queer (skrivet e 1951-3; embannet e 1985)
  • Naked Lunch (1959)
  • The Soft Machine (1961)
  • The Ticket That Exploded (1962)
  • Dead Fingers Talk (1963) – tammoù Naked Lunch, The Soft Machine ha The Ticket That Exploded lakaet asambles a-benn sevel un oberenn nevez
  • Nova Express (1964)
  • The Last Words of Dutch Schultz (1969)
  • The Wild Boys: A Book Of The Dead (1971)
  • Port of Saints (1973)
  • Cities of the Red Night (1981)
  • The Place of Dead Roads (1983)
  • The Western Lands (1987)
  • My Education: A Book of Dreams (1995)

Nann-faltazi

kemmañ
  • The Job: Interviews with William S. Burroughs (1969) (gant Daniel Odier)
  • Jack Kerouac (1970) (gant Claude Pelieu)
  • The Electronic Revolution (1971)
  • The Retreat Diaries (1976) – adembannet diwezhatoc’h e-barzh The Burroughs File
  • Letters to Allen Ginsberg 1953-1957 (1976)
  • Last Words: The Final Journals of William S. Burroughs
  • Everything Lost: The Latin American Notebook of William S. Burroughs

Istorioù ha romantoù berr

kemmañ
  • Valentine's Day Reading (1965)
  • Time (1965)
  • APO-33 (1966)
  • So Who Owns Death TV? (1967)
  • The Dead Star (1969)
  • Ali's Smile (1971)
  • Mayfair Academy Series More or Less (1973)
  • White Subway (1973) – adembannet diwezhatoc’h e-barzh The Burroughs File
  • Exterminator! (1973) (disheñvel diouzh al levr bet embannet e 1960 gant Brion Gysin)
  • The Book of Breething (pe "Ah Pook Is Here") (1974)
  • Snack... (1975)
  • Cobble Stone Gardens (1976) – adembannet diwezhatoc’h e-barzh The Burroughs File
  • Blade Runner (a movie) (1979)
  • Dr. Benway (1979)
  • Die Alten Filme (The Old Movies) (1979) – adembannet diwezhatoc’h e-barzh The Burroughs File
  • Streets of Chance (1981)
  • Early Routines (1981)
  • Sinki's Sauna (1982)
  • Ruski (1984)
  • The Four Horsemen of the Apocalypse (1984)
  • The Cat Inside (1986)
  • The Whole Tamale (1987-88)
  • Interzone (1987)
  • Tornado Alley (1989)
  • Ghost of Chance (1991)
  • Seven Deadly Sins (1992)
  • Paper Cloud; Thick Pages (1992)

Dastumadegoù

kemmañ
  • Roosevelt After Inauguration and Other Atrocities (1965)
  • Ali's Smile/Naked Scientology (1978)
  • Ah Pook is Here, Nova Express, Cities of the Red Night (1981)
  • The Burroughs File (1984)
  • The Adding Machine: Collected Essays (1985)
  • Uncommon Quotes Vol. 1 (1989)
  • Selected Letters (1993)
  • Burroughs Live : The Collected Interviews of William S. Burroughs, 1960-1997 (2000)
  • The Letters of William S. Burroughs 1945-1959
  • Word Virus : The William Burroughs Reader (1998)

Kenlabour

kemmañ
  • And the Hippos Were Boiled in Their Tanks (1945 – da zont er-maez e miz Du 2008) (gant Jack Kerouac)
  • Minutes To Go (1960) (gant Sinclair Beilles, Gregory Corso ha Brion Gysin)
  • The Exterminator (1960) (gant Brion Gysin)
  • The Yage Letters (1963) (gant Allen Ginsberg)
  • Brion Gysin Let the Mice In (1973) (gant Brion Gysin)
  • Sidetripping (1975) (gant Charles Gatewood)
  • Colloque de Tangier (1976) (gant Brion Gysin)
  • The Third Mind (1977) (gant Brion Gysin)
  • Colloque de Tangier Vol. 2 (1979) (gany Brion Gysin ha Gérard-Georges Lemaire)
  • Apocalypse (1988) (gant Keith Haring)

Sinema

kemmañ
  • The Final Academy Documents – (gant Brion Gyson, Antony Balch, John Giorno ha re all). The Final Academy a zo un dro er Rouantelezh-Unanet e 1982, aozet gant David Dawson, Roger Ely ha Genesis P-Orridge.

Burroughs a c’hoari er film Drugstore Cowboy. Kenlabouret en deus ivez evit sevel an teulfilm Words of Advice: William S. Burroughs On the Road (2007).

Enrolladennoù

kemmañ
  • Call Me Burroughs (1965) - The English Bookshop, Paris (adembannet e 1995 gant Rhino Records)
  • The Nova Convention (1979) gant Burroughs ha tud all Systems
  • Nothing Here Now But The Recordings (1981) gant Brion Gysin, Industrial Records
  • You're the Guy I Want to Share My Money With (1981) gant John Giorno ha Laurie Anderson
  • Poetry in Motion, (1982)
  • Mister Heartbreak, (1984) gant Laurie Anderson
  • Home of the Brave, (1986) gant Laurie Anderson
  • UnCommon Quotes, (1986) – Enrollet e-pad Caravan of Dreams, (11 a viz Gwengolo 1986 )
  • Smack my Crack (1987) gant Tom Waits hag arzourien all
  • Like A Girl I Want To Keep Coming, (1989) gant John Giorno
  • Seven Souls, (1989) gant Material - Burroughs a genlabouras gant Bill Laswell, advesket e 1998 (The Road to the Western Lands)
  • Dead City Radio, (1990)
  • The "Priest" they called him, (1992) - Burroughs a gomz ha Kurt Cobain a son gitar
  • Break Through In Grey Room, (1992) – Dastumadeg lennadennoù ha cut-up - Sub Rosa Records
  • "Just One Fix", (1992), pladenn Psalm 69 gant ar strollad Ministry, golo ar bladenn gant Burroughs
  • The Black Rider, (1992) – Sonerezh savet gant Tom Waits ha Robert Wilson
  • Spare Ass Annie and Other Tales, (1993) - Island Records (gant Disposable Heroes of Hiphoprisy)
  • "Words Of Advice", pladenn Hallucination Engine gant ar strollad Material, (1994)
  • The Elvis of Letters, (1995) gant Gus van Sant
  • 10%: File under Burroughs (1996) - 2 CD

" *Songs in the Key of X’', (1996) ha In Time: The Best of R.E.M. 1988-2003, pladenn bonus (2003) – Mouezh Burroughs a glever war sonerezh-benveg “Star Me Kitten”R.E.M.

  • Stoned Immaculate: The Music of the Doors (2000) - Burroughs a lenn barzhonegoù Jim Morrison, sonerezh gant The Doors
pFad - Phonifier reborn

Pfad - The Proxy pFad of © 2024 Garber Painting. All rights reserved.

Note: This service is not intended for secure transactions such as banking, social media, email, or purchasing. Use at your own risk. We assume no liability whatsoever for broken pages.


Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy