Mont d’an endalc’had

Anvadur dre zaou anv

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Anv skiantel)

E taksinomiezh (Louzawouriezh, Bevoniezh, ha kement zo ...), an anvadur dre zaou anv, zo ur reizhiad a dalvez da reiñ un anv d'ar spesadoù. Diazezet eo war daou anv a dalvez da envel un takson (an takson zo anezhañ ar renk izeloc'h evit ar genad). Savet e vez an anvioù-se hervez reolennoù yezhadur ha stummadur al latin, daoust ma c'hell dont o gwrizienn eus yezhoù all. Graet e vez anv skiantel eus un hevelep anv (kentoc'h eget "anv latin", pa ne zegouezh nemet ral a wech gant an anvadurioù latin klasel).

Kentañ lodenn an daouad a ro anv ar genad m'emañ ar spesad ennañ, an eil a ro anv dibar ar spesad e-barzh ar genad. Da skouer: emañ an dud er genad Homo hag e-barzh ar genad-se ez int izili eus ar spesad Homo sapiens.

Skignet e oa implij an anvadur-se gant Linné en XVIIIvet kantved, abaoe e oberenn Species Plantarum embannet e 1753.

Renet eo anvadur dre zaou anv gant kodoù reolennoù etrebroadel disheñvel. An hini pouezusañ en o zouez eo Kod etrebroadel anvadur al loenoniezh (ICZN e saozneg) evit a sell ouzh al loened ha Kod etrebroadel anvadur al louzawouriezh" (ICBN e saozneg) evit ar plant. Daoust ma'z eo boutin d'an daou god-se ar pennaennoù bras a ren an anvadur dre zaou anv, ez eus un nebeud disheñvelderioù, en derminologiezh evel er reolennoù resis a implijont.

Hiziv an deiz e teraou atav ar c'hentañ lodenn eus an anvioù-se, hini ar genad, gant ur bennlizherenn hag an eil lodenn ne ra ket, memes pa zeu eus un anv divoutin evel anv un den pe ul lec'h. Skrivet e vez an div lodenn e lizherennoù stouet.

En oberennoù skiantel e roer da gustum anv an den en deus roet e anv d'ur spesad. Ar wezh kentañ ma vez meneget d'an nebeutañ. Pa skriv al loenonourien anv ur blotvil mor ispisial evel "Patella vulgata Linnaeus, 1758", an anv "Linnaeus" a zisklêr d'al lenner e oan anvet ar spesad gant Linnne. 1758 a dalvez evit ar bloaz ma oa embannet deskrivadur kentañ ar spesad, en degouezh-mañ 10vet embannadur al levr Systema Naturae (N'eo ket ret d'al louzawourien reiñ an deiziad). Nebeutoc'h-nebeutañ e reer evel-se avat, ha n'eo ket ral gwelet studiadenn gant anvioù skiantel hep anv an den da heul.

Carl von Linné (1707–1778), ul louzawour eus Sveden, a ijinas reizhiad an anvadur dre zaou anv implijet bremañ er skiantoù.

A-raok ma voe degemeret reizhiad an anvadur dre zaou anv da envel ar spesadoù, ar re a skrive diwar-benn al loened hag ar plant a implije an anvioù kumun er yezhoù disheñvel pe a implijje deskrivadennoù standardizet en un doare bennak. En Europa er Grennamzer e veze savet an deskrivadurioù-se e latin a oa yezh ar skiantoù. A-wezhioù e tenn an anvioù-se d'an anvioù a-vremañ gant daou anv met disheñvel-kenañ ez int e gwirionez abalamour ma'z int deskrivadurioù. E levr plant Gerard, da skouer, e teskriver seurtoù Tradescantia : "an hini kentañ zo anvet phalangium ramosum, (Tradescantia gant barroù) ; an eil, phalangium non ramosum, (Tradescantia hep barroù). egile ... zo lakaet gant reizhded phalangium ephemerum virginianum, (Tradescantia berrbad Virginia)[1] Ar frazennoù latin zo deskrivadurioù berr kentoc'h evit merkoù anavezadur. Ar pezh a zo, a-vuzul ma tizoloed spesadoù nevez ez ae an anvioù deskrivus-se war hiraat da lakaat kemm etre ar spesad nevez hag ar re anavezet a-raok. An tomatez, da skouer o doa an anv hir a Solanum caule inermi herbaceo, foliis pinnatis incisis, a dalvez "ar solanum geotennek dezhi ur c'harenn levn ha delioù stuc'hek skejet"[2].

Skiantourien an tiegezh Bauhin, Gaspard Bauhin peurgetket (1560–1624), a reas kammedoù trema an anvadur dre zaou anv dre verrat an anvioù-deskrivadurioù e latin, peurliesañ da zaou anv[3]. An implij gant ar vevoniourien eus ur reizhiad anvadur dre zaou anv zo dleet da gentañ penn d'al louzawour ha mezeg Carl von Linné eus Sveden, e latin Carolus Linnaeus (1707–1778). Lavaret o deus lod e oa dre zegouezh e oa bet strewet implij an anvadur dre zaou anv[4]. Linnaeus a glaskas deskrivañ ha rummata ar bed naturel anavezet a-bezh. Kenderc'hel a reas da gentañ da implij anvioù-deskrivadurioù savet gant lies anv met en e Species Plantarum (1753) ha diwezhatoc'h en 10vet embannadur eus Systema Naturae (1758), e lakaas en o flas ar pezh a anve nomen triviale, anvioù izel. Gant anvioù genadoù an tiegezh Bauhins e rae alies, met al lodenn a dalveze da zeskrivañ ar spesad ned ae morse en tu all d'un anv.

Anvioù Linné a gase ur soñj nevez a-bouez, talvoudegezh an anv a oa reiñ d'ur spesad ur merk dibar ha netra ken. Abalamour da se ne dalveze ket ar boan e vije un deskrivadenn anezhañ. Da skouer, an div lodenn a c'halle dont eus anvioù tud. An aneval badezet phalangium ephemerum virginianum gant Gerard a zeuas da vezañ Tradescantia virginiana : anv ar genad a enore John Tradescant, ul louzawour hag ul liorzhour saoz[5]. Anvet e oa ivez ul labous eus kerentiad ar perokeded Psittacus alexandri, a dalveze "peroked Aleksandr", diwar anv Aleksandr Veur dre ma oa bet kaset perokidi eus ar reter gant e arme da Vro-C'hres[6]. Kalz aesoc'h e oa derc'hel soñj eus anvioù Linné hag o implij hag e kemerjont lec'h an anvioù hir a oa en o raok[7].

  1. John Gerrard, Thomas Johnson, Gerrard's Herbal : A sampling from the 1633 enlarged and amended edition, Velluminous Press, 2008
  2. Knapp Sandra
  3. Johnson A.T., 1972, Plant Names Simplified : Their Pronunciation Derivation & Meaning, Landsmans Bookshop, ISBN 978-0-900513-04-6, p. v
  4. Knapp, Sandra,What's in a name? A history of taxonomy : Linnaeus and the birth of modern taxonomy, Natural History Museum, London
  5. Hyam & Pankhurst,1995, p 502
  6. James A. Jobling, Helm Dictionary of Scientific Bird Names, London, Christopher Helm, 2010
  7. Knapp

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Thierry Hoquet (2005). Les fondements de la Botanique — Linné et la classification des plantes, Vuibert, Paris, (ISBN 978-2-7117-9145-3)
  • Richard V. Melville (1995). Towards stability in the names of animals : A history of the International Commission on Zoological Nomenclature 1895-1995, International Trust for Zoological Nomenclature (Londres) : viii + 92 p. (ISBN 978-0-85301-005-0)

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
pFad - Phonifier reborn

Pfad - The Proxy pFad of © 2024 Garber Painting. All rights reserved.

Note: This service is not intended for secure transactions such as banking, social media, email, or purchasing. Use at your own risk. We assume no liability whatsoever for broken pages.


Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy