Mont d’an endalc’had

Luskad Gwalarn

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Skol Walarn)

"Luskad Gwalarn" a vez graet eus an emsav lennegel bet krouet ha lusket gant Roparz Hemon etre an daou vrezel. Dont a ra anv al luskad eus hini ar gelaouenn lennegel Gwalarn savet gant Roparz Hemon e 1925. Alies e komzer eus ur Skol Walarn hervez skridoù Youenn Olier, met ne seblant ket bezañ mennozh ar skrivagnerien liesseurt a voe ennañ. Bodet e voe meur a skrivagner brezhonek ha gallek, en o zouez Youenn Drezen, Jakez Riou, Abeozen, Xavier Langleiz ha Roparz Hemon e-unan.

Evit anaout anvioù ar skrivagnerien, sellit ouzh Roll skrivagnerien Skol Walarn.

Skol pe luskad ?

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1942 e voe aet war wel an droienn Skol Walarn :

E gwirionez, ar menoz-se a vezer boas-tre outañ, — hag abaoe hir amzer, — e kelc'hiad an dornadig tud-se a c'hellimp envel « skol Walarn ».

Maopreden, e "Kelennadurezh skolioù kentañ Breizh", '’Gwalarn, niv. 152-153, 1942, p. 544.

Pouezet en doe kalz war implij an termen Youenn Olier, pa skrivas ul leor, lakaet an termen skol da ditl hag roet abegoù d’ober evel-se ennañ. Koulskoude e oa bet nac’het an dro-lavar gant un den a c’hell bezañ bet Roparz Hemon e-unan pa embanne ar sizhunieg Arvor, un nebeud mizioù a-raok, ne oant ket bet bodet ar skrivagnerien en ur skol pa rene digorded spered ha dibaberezh en o zouez.[1]
Pal ar "walarnerien", evel m'eo bet graet anezho, a oa modernaat ar brezhoneg dre glask sevel oberennoù a c'hellfe bezañ war ar memes live ha reoù savet e yezhoù all. Evit reiñ patromoù d'ar skrivagnerien all, troet o deus forzhik oberennoù eus ar saozneg, ar spagnoleg, ar rusianeg, ar gresianeg kozh hag all, dres evel ma veze graet da vare Feiz ha Breiz kentañ.

Levrlennadurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Olier, Youenn. Skol Walarn, I : Roparz Hemon’', Embannadurioù Imbourc'h
  • Olier, Youenn. Skol Walarn, II : ar skrivagnerien all’', Embannadurioù Imbourc'h
  • Olier, Youenn. O sellout war va c'hiz’', Embannadurioù Imbourc'h, 1968
  • Olier, Youenn. Un tonkad hag un oberenn’', Embannadurioù. Imbourc'h, 1990
  • Favereau, Francis, Lennegezh ar brezhoneg en XXvet kantved : Breiz Atao hag ar re all el lennegezh, 1919-1944. Skol Vreizh, 2003 (ISBN 291144793X)
  • Daniellou, Soazig, Roparz Hemon. Teulfilm evit ar skinwel, 2000
  • Tristan Loarer, "Gwalarn, Le premier soufle d’une littérature nationale ». E-barzh La littérature en langue bretonne des origines à nos jours, Gourin, Embann ar Menezioù Du, 2024.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Arvor, niv. 44, 2 Du 1941.
pFad - Phonifier reborn

Pfad - The Proxy pFad of © 2024 Garber Painting. All rights reserved.

Note: This service is not intended for secure transactions such as banking, social media, email, or purchasing. Use at your own risk. We assume no liability whatsoever for broken pages.


Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy