Mont d’an endalc’had

brezhoneg

Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù.

Brezhoneg

Etimologiezh

(Anv-kadarn) Savet diwar anv ar Vrezhoned, hag al lostger -eg a dalvez da zeveriñ an anvioù yezh.
(Furm verb) Savet diwar brezhoneg-, pennrann ar verb brezhonegañ, hep dibenn-ger.

Anv-kadarn

brezhoneg /breˈzɔ̃ːnek/, /bʁɛˈɔ̃ːnɛk/ gourel (liester : brezhonegoù)

  1. Yezh indezeuropek eus skourr predenek familh ar yezhoù keltiek, hag a vez komzet e Breizh:
    • Komz a rez brezhoneg evel ur gazeg (Troude, Nouvelles conversations en breton et en français, 1857, p 117)
    • — [...], ha, pa gare an estranjour komz ganimp, e teske hon yez, ar brezoneg; [...] ? — (Erwan ar Moal, Pipi Gonto, Kemper, 1925, p. 182.)
    • Piv a nivero biken — o lakaat e ve gellet ober — an dud o deus desket brezhoneg a-drugarez dezhañ ? — (Martial Menard, War hentoù Breizh gant Per Denez, Al Liamm, niv. 390, 2012, p. 42.)
  2. Gant ar ger-mell :
    • Devér pep Breihad e zou derhel start d'er brehoneg ha diskein er skriù hag el lén. — (Trivarz, Istor Breiz hag ar C'helted aboue an amzer goz betek hizio, 1910, p. 14.)[1]

Gerioù heñvelster

Deveradoù

Troioù-lavar

Troioù-lavar


Troidigezhioù

Furm verb

Kemmadur Furm
hep brezhoneg
dre vlotaat vrezhoneg
amreizh vrezhoneg

brezhoneg /breˈzɔ̃ːnek/

  1. Furm ar verb brezhonegañ e trede gour unan an amzer-vremañ, en doare-disklêriañ.
  2. Furm ar verb brezhonegañ en eil gour unan an doare-gourc'hemenn.

Distagañ

Gwelet ivez

Daveoù

Roll an daveoù :

pFad - Phonifier reborn

Pfad - The Proxy pFad of © 2024 Garber Painting. All rights reserved.

Note: This service is not intended for secure transactions such as banking, social media, email, or purchasing. Use at your own risk. We assume no liability whatsoever for broken pages.


Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy