Mont d’an endalc’had

Einsteiniom

Eus Wikipedia
Einsteiniom
KaliforniomEinsteiniomFermiom

Ho
Es
Taolenn beriodek, Einsteiniom
Perzhioù hollek
Niver atomek 99
Rummad kimiek Aktinidoù
Strollad Aktinidoù
Trovezh 7
Bloc'h f
Tolz atomek [252]
Aozadur elektronek
Aozadur elektronek an atomoù
[Rn] 5f11 7s2
Dasparzh an elektronoù : 2, 8, 18, 32, 29, 8, 2
Perzhioù atomek
Niver oksidadur +2, +3, +4
Tredanleiegezh 1,30 (Skeul Linus Pauling)
Gremmoù ionadur 1 : 614,38 kJ/mol
2 : 1 180 kJ/mol
3 : 2 190 kJ/mol
Skin atomek 245 pm
Skin kenamsav 165 pm
Skin Van der Vaals (stlenn ebet)
Perzhioù fizikel
Arvez Kaled
Douester (≈20 °C) 13,500 g/cm3
Teuzverk 860 °C
Bervverk (stlenn ebet)°C
Tredanharzusted (stlenn ebet) nΩ•m (e 20 °C)
Neuz an elfenn
Es-253 kalet (~300 mg) o lugerniñ dre skinoberiegezh

Un elfenn gimiek treuzuraniat skinoberiek eo an einsteiniom ; Es eo e arouez kimiek, 99 e niver atomek ha 252,083 e dolz atomek.
An unnekvet aktinid eo e taolenn drovezhiek an elfennoù kimiek.

D'an 11 a viz Du 1952 e lakaas Stadoù-Unanet Amerika ar c'hentañ bombezenn gwrezderc'hanel da darzhañ war atoll Enewetak en Inizi Marshall. Darbodoù a voe dastumet war un atoll amezek ha kaset da Skol-veur Kalifornia e Berkeley evit ma vijent dielfennet, ar pezh a voe graet gant Gregory Choppin, Stanley Thompson, Albert Ghiorso ha Bernard Harvey. War-dro 200 atom eus un elfenn nevez a gavjont e-kerzh ar mizvezh kentañ, met e 1955 hepken ez embannjont disoc'h o labour.
Atomoù uraniom o devoa paket trawalc'h a neutronoù evit tremen da galiforniom, ha hemañ en devoa digevanet da reiñ izotop 253 an elfenn 99 :

238 U + 15 n
————→
6 β
253 Cf β
————→
6 β
253 Es
92 98 99

E 1961 e oa bet dastumet trawalc'h eus an elfenn evit ma c'hallas ar skiantourien sellet outi gant o daoulagad hag he fouezañ : war dro 10 µg.

En enor da Albert Einstein e voe roet an anv einsteinium d'an elfenn 98.

Ur metal blot liv an arc'hant eo an einsteiniom. Tost da hini e amezeg an aktinid 98Cf eo e deuzverk, ha tost da hini e amezeg al lantanid 67Ho eo e deuzverk. Ken kreñv eo e skinoberiegezh m'en em zistruj buan an elfenn en ur vannañ kalz gremm, el laka da lugerniñ.

Douester
(g/cm3
Teuzverk
(°C)
Bervverk
(°C)
Tredanharzhusted
(µΩ•m, e 20 °C)
98Cf 14,790 900 1 745 ?
Einsteiniom 8,840 860 ? ?
67Ho 8,797 1 472 2 700 814
100Fm 15,100 1 527 ? ?

Kewarellek eo an einsteiniom, da lavaret eo e tro da warell pa vez lakaet en ur gwarellvaez diavaez.

Evel an holl aktinidoù e tazgwered 99Es gant an halogenoù. N'eus ket bet tro da studiañ an elfenn pelloc'h, en abeg d'e rouezded ha d'e skinoberiegezh el laka buan da dreiñ da verkeliom-249 goude 20 devezh, ha da galiforniom-249 war-lerc'h :

253 Es α
————→
20 d.
249 Bk β-
————→
330 d.
249 Cf
99 97 98

Naontek izotop eus einsteiniom ha tri izomer derc'hanel zo anavezet, eus 240Es betek 258Es.

Izotopoù stabilañ an einsteiniom
Izotop % en natur Hanter-vuhez Digevanidigezh

252Es

kevanaozet

471,7 devezh

α248Bk
ε252Cf
β-252Fm
253Es kevanaozet 20,47 devezh α → 249Bk

254Es

kevanaozet

275,7 devezh

α → 250Bk
ε254Cf
β-254Fm

255Es

kevanaozet

39,8 devezh

α251Bk
β-255Fm

Kenderc'hadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En Oak Ridge, ~10 g a guriom skinataet a ro ~0,1 g a galiforniom 249Cf, ~0,001 g (1 mg) a verkeliom 249Bk hag a einsteiniom (Es-249, Es-250, Es-251 hag Es-252) kent reiñ ~0,000000000001 g (10−12 g, 1pg) a fermiom[1].

EsF3 + 3 LiEs + 3 LiF

met didalvez a-walc'h eo, rak abalamour d'e skinoberiegezh ha d'e deuzverk izel e tro buan Es da vurezh. Efedusoc'h eo kenderc'hañ einsteiniom diwar e stumm oksidet (III) gant lantanom metalek :

Es2O3 + 2 La → 2 Es + La2O3

Hini ebet, war-bouez an enklaskoù skiantel a-benn kenderc'hañ elfennoù kimiek all.

  1. GREENWOOD Norman N., Chemistry of the Elements

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kimiezh | Elfennoù kimiek

Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anvTaolenn beriodek
Taolennoù an izotopoù rannet ~ klok

pFad - Phonifier reborn

Pfad - The Proxy pFad of © 2024 Garber Painting. All rights reserved.

Note: This service is not intended for secure transactions such as banking, social media, email, or purchasing. Use at your own risk. We assume no liability whatsoever for broken pages.


Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy