20 Ebrel
Neuz
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Darvoudoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1534 : aet Jakez Karter eus Sant-Maloù evit klask mont betek Indez dre hent an hanternoz. Kanada a vo dizoloet gantañ.
- 1770 : douarañ a ra James Cook war aod reter Aostralia.
- 1789 : Urzh noblañs Breizh, bodet e Sant-Brieg, a ra e vennozh nac'hañ kas kannaded d'ar Breujoù Meur e Pariz.
- 1876 : deroù Emsavadeg Ebrel e Bulgaria, a-enep an Impalaeriezh otoman.
- 1902 : kavet ar radiom gant Pierre ha Marie Curie.
- 1912 : erru al lestr Carpathia e New York, ennañ ar 703 den na oant ket marv goude ma oa aet an Titanic d’ar strad.
- 1920 : digoradur ar VIIvet C'hoarioù Olimpek hañv en Antwerpen (Belgia) gant Alberzh Iañ a Velgia.
- 1946 : kentañ bannadenn ar film tresadennoù-bev Make Mine Music e New York (Stadoù-Unanet Amerika).
- 1960 : krouidigezh Brasília e Brazil.
- 1972 : an egorlestr Orion eus Apollo 16 war menezioù al Loar.
- 1992 : diskouezadeg hollvedel Sevilla.
- 2004 : mervel a ra dervenn Gernika en Euskadi ; unan all a zo plantet en he lec’h.
Ganedigezhioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 570 : Muhammad, profed an Islam.
- 1494 : Johannes Agricola, doueoniour alaman.
- 1586 : Rosa Lima, leanez ha santez eus Perou.
- 1748 : Georg Michael Telemann, sonaozour ha doueoniour alaman.
- 1803 : Johann Jakob Kaup, paleontologour ha loenoniour alaman.
- 1808 : an impalaer Napoleon III.
- 1814 : Filippo De Filippi, beajour, loenoniour ha mezeg italian.
- 1834 : Yann Hingant, yezhadurour brezhonek.
- 1839 : Carol Iañ, roue Roumania.
- 1889 : Adolf Hitler, soudard ha politiker alaman, Kañseller Alamagn.
- 1893 : Joan Miró, livour, kizellour ha priour katalan.
- 1895 : Henry de Montherlant, skrivagner gall.
- 1909 : Frañsez Falc'hun, beleg katolik breizhat ha kelenner skol-veur.
- 1939 : Gro Harlem Brundtland, politikerezh norvegiat, Kentañ Ministr Norvegia.
- 1942 : Arto Paasilinna, skrivagner finnek.
- 1968 : Ronan ar Barz, soner breizhat (pib-ilin ha binioù).
Marvioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1314 : ar pab Klemañs V.
- 1875 : Samuel Tickell, arzour, evnoniour, yezhoniour hag ofiser el lu breizhveuriat.
- 1912 : Bram Stoker, skrivagner iwerzhonat, aozer ar romant mil vrudet Dracula.
- 1929 : Heinrich von Preußen, priñs alaman
- 1932 : Edgard Colle , mestrc'hoarier echedoù belgiat.
- 1991 : Seán Ó Faoláin, skrivagner saoznek eus Iwerzhon.
- 1994 : Jean Carmet, aktour (c'hoariva, sinema ha skinwel) ha saver senario gall.
- 2014 : Rubin "Hurricane" Carter, boksour stadunanat.