Content-Length: 60238 | pFad | http://br.wikipedia.org/wiki/Edward_Hargitt

Edward Hargitt - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Edward Hargitt

Eus Wikipedia

Edward Hargitt[1], bet ganet d'an 3 a viz Mae 1835 e Dinedin (Bro-Skos) hag aet da Anaon d'an 19 a viz Meurzh 1895, a oa ul livour hag un evnoniour skosat.

An arzoù a studias Hargitt e Royal Scottish Academy Dinedin da gentañ-penn ha dont a reas da weledvaour donezonet a-walc'h. Pleustriñ a reas war an evnoniezh ivez betek dont da arbennigour war ar c'herentiad Picidae. A-gevret gant Peter Smit e reas war-dro unan eus seizh levrenn warn-ugent Catalogue of the birds in the British Museum : Volume 18: Picariæ Part I (1890)[2].

Listenn al laboused studiet gantañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Ober a reer gant ar berradur Hargitt e metoù al loenoniezh.
  2. Catalogue of the Birds in the British Museum.








ApplySandwichStrip

pFad - (p)hone/(F)rame/(a)nonymizer/(d)eclutterfier!      Saves Data!


--- a PPN by Garber Painting Akron. With Image Size Reduction included!

Fetched URL: http://br.wikipedia.org/wiki/Edward_Hargitt

Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy