Content-Length: 143823 | pFad | https://br.wikipedia.org/wiki/Howard_Phillips_Lovecraft

Howard Phillips Lovecraft - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Howard Phillips Lovecraft

Eus Wikipedia
Howard Phillips Lovecraft
Howard Phillips Lovecraft
H.P. Lovecraft
Ganedigezh 20 a viz Eost 1890
e ProvidenceBanniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet
Marv 15 a viz Meurzh 1937
e Providence Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet
Yezh skrivañ saozneg
Rumm lennegel skiant-faltazi, spont
Oberennoù pennañ
The Call of Cthulhu

The Dunwich Horror

The Case of Charles Dexter Ward


Lec'hienn ofisiel www.hplovecraft.com/


Howard Phillips Lovecraft, anavezet ivez gant an anvioù H. P. Lovecraft pe c'hoazh HPL (bet ganet e Providence, kêr-benn Rhode Island, d'an 20 a viz Eost 1890 - marvet e Providence, d'ar 15 a viz Meurzh 1937) zo ur skrivagner stadunanat hag ivez unan eus krouerien lennegezh ar spont en XXvet kantved.
War-dro 60 danevell a zo bet savet gantañ, ur romant ha barzhonegoù ivez. 80 000 lizher savet gantañ zo bet adkavet, ha soñjal a reer en deus skrivet tremen 100 000, lod anezho war-dro 70 pajennad ; e wreg, Sonia Haft Greene, a anzavas he doa distrujet ur valizennad lizheroù goude o disparti. Kement a zielloù zo bet kollet, en o zouez re savet pa oa yaouank-flamm, ken n'haller ket gouzout pegen bras eo e oberenn.

Savet en deus pennadoù diwar-benn ar brederouriezh hag ar skiantoù ivez, ha skridoù evit skrivagnerien all. Brud a zeuas dezhañ goude e varv.

E varzhonegoù hag e zanevell gentañ, The little glass bottle ("Ar voutailhig wer"), a skrivas pa oa c'hwec'h vloaz. E yaouankiz a gasas e Providence, peurliesañ hep mont e darempred gant bugale a-oad gantañ. Peurliesañ e chome en e di, gant ar rideozioù serret, dre ma oa diaes dezhañ gouzañv ar gouloù.

D'an 3 a viz Meurzh 1924 e timezas gant Sonia Haft Greene, hag asambles e chomjont en he zi dezhi, e karter Brooklyn e New York. E miz Ebrel 1926 e kuitaas Lovecraft ranndi New York evit distreiñ da Brovidence da di e voereb koshañ, Lillian Clark. Tri bloaz war-lerc'h e tispartias diouzh e wreg, hag e chomas e-unan betek fin e vuhez.

Ijinañ a reas ur gosmonogiezh varzhus diazezet war doueed, krouadurioù ha lec'hioù iskis, holl anezho bodet dindan an anv Mojenn Cthulhu, un anv ijinet gant ar skrivagner August Derleth goude marv Lovecraft. An anv-se a gaver el lodenn vrasañ eus skridoù Lovecraft, padal n'en deus biskoazh graet gantañ.

Klañvidik, e-unan, ha techet d'en em santout fall e oa H. P. Lovecraft, ha peurliesañ e veze berr an argant gantañ. Daoust da se e kendalc'has da skrivañ pe da reiñ alioù da skrivagnerien all. Dizehan e labouras, hag e lakaas embann e destennoù e kazetennoù izelbriz anvet pulps, en o zouez ar gelaouenn Weird Tales ma skrivas testennoù a bep seurt. Dre ma oa diaes dezhañ mont e darempred gant an dud, ha dre ma seblante bevañ e diavaez ar bed e voe nac'het al lod brasañ eus e destennoù, en abeg ma ne glotent ket gant ar pezh e oa lennerien ar mare-se o c'hortoz.

Ne zeuas ket a-benn neuze da vevañ diwar e skridoù, hag e reas a bep seurt micherioù. War a seblant en defe diwallet salioù sinema e fin e vuhez.

Mervel a reas abalamour d'ur c'hrign-bev en e vouzelloù, ha diembann e chomas al lodenn vrasañ eus e oberennoù. En e destamant e c'houlenne digant Robert H. Barlow, unan eus e genskriverien, lakaat embann ar peurrest eus e oberenn. Met Barlow ne reas ket, war-bouez un destenn nemetken bet embannet e 1938.

Gant mignoned da Lovecraft hag a laboure ivez evit Weird Tales, August Derleth ha Donald Wandrei, e voe adkemeret ar gefridi. Asambles e kroujont an ti-embann anvet Arkham House, evit lakaat embann oberennoù Lovecraft. A-drugarez dezho neuze e voe skignet skridoù HPL, hag a dizhas ur berzh n'en doa biskoazh anavezet pa oa bev.

Kalz skridoù zo bet savet diwar-benn Lovecraft, en o zouez H.P. Lovecraft contre le monde, contre la vie[1] gant ar skrivagner gall Michel Houellebecq. Bez' emañ ivez S.T. Joshi : a-drugarez dezhañ e voe brudet skridoù chomet dianav, dreist-holl re skrivet gant Lovecraft evel ki skrivagnerien all. Hag ivez Lyon Sprague de Camp : brudet eo e labour peogwir en deus lakaet war wel perzhioù bredoniel ar skrivagner, a-benn kompren gwelloc'h e zoare da skrivañ hag e bersonelezh.

Dodennoù pennañ oberenn Lovecraft

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Stag ouzh an Amzer eo mennozh diazez oberenn Lovecraft. Hervezañ ez eo bevennet ijin mab-den evel m'eo bevennet hor skiantoù hag an traoù. Neuze e tle hon ijin kreskiñ a-feur ma kresk hon anaoudegezh eus an traoù hag e teu neuze mab-den da vezañ spontet gant "didrouz peurbadus an tachadoù divuzul."

En diventelezh-se, diazezet war an tachad hag an amzer, en em zebr an amzer e-unan, evel un naer o tebriñ he lost. Ar "veaj"-se, avat, ne c'hell ket bezañ muzuliet gant sikour ar matematikoù, rak diazezet eo war anken mab-den. Paket eo Lovecraft gant an anken dirak an Amzer, ar pezh a weler en e oberenn, hag ar pezh a c'haller anvout "gwirvoud boemus". Hervezañ e oa ar gwirvoud boemus-se "Ar gwirvoud nemetañ".

E romantoù Lovecraft ez eo kinniget ar bed evel un hollved tasmantet gant nerzhioù kozh ha harluet hag a zo o c'hortoz distreiñ, evel al Leviathan. Cthulhu, Yog-Sothoth, Azathoth pe Nyarlathotep eo an euzhviled a gaver an aliesañ e skridoù Lovecraft. An Necronomicon, skrivet, sañset, gant an Arab sot Abdul al-Hazred, zo ivez un "dudenn" a-bouez. Galv Cthulhu, bet embannet e 1926, eo lodenn bouezusañ an hollved-se.

Dodennoù all a gaver ivez evel ar follentez (foll e oa e gerent), disterdra ar c'hredennoù, an dilignezadur, an unvaniezhioù enep-natur, an estrengasoni, hag ar fed n'eo ar bed nemet touellerezh displijus ha lous.

E-touez an traoù a zisplije kalz da Lovecraft e oa ar mor, ha kement tra o tont eus ar mor. Ar yenijenn a zisplije dezhañ ivez, hag e lakae da glañvaat. War a seblant ne oa nemet ar c'hizhier a blije dezhañ, ha kalz anezho a veze bepred gantañ en e di. Meur a wech ec'h embannas en defe kavet gwelloc'h bevañ en XVIIIvet kantved.

An hunvre : setu aze un dodenn all a gaver stank en oberenn H. P. Lovecraft. Ar braz eus e zanevelloù zo diazezet war hunvreoù en deus bet, hag eñ o kempenn anezho evit o zreiñ da istorioù. Ar c'housked a oa ivez un dra a-bouez evitañ, dreist-holl abalamour d'e yec'hed bresk. Kemend-se a weler en ul lizher a gasas da Rheinhart Kleiner, deiziet 21 a viz Mae 1920 :

« An daou hunvre a zeuas din e-kreiz an erdervezh pa chomjen a-sav gant ma labour dre ma oa skuizh ma nervennoù, ha pa lakajen ma fenn war ma divrec'h, war vord an daol a oa dirazon. Degouezhet on d'ur poent m'en em roan da gousket alies-tre, kement-se am sikour da zerc'hel ha da ober muioc'h evit kustum. »

Evel-se e krogas loened treut an noz (night-gaunts) da aloubiñ e hunvreoù adalek 1896, goude marv e vamm-gozh hag ar c'hañv a zeuas da heul en e familh.

E-touez an oberennoù enno ur perzh bras d'an hunvre emañ ar skridoù a zo listennet amañ da heul (etre krommelloù : ar bloavezh ma voent skrivet hag ar bloavezh ma voent embannet).

  • The Tomb ("Ar bez", 1917, 1922), adskrivadenn un hunvre a reas Lovecraft e-pad an noz etre an 10 hag an 11 a viz Kerzu 1919.
  • Beyond the Wall of Sleep ("Dreist moger ar c'housked", 1919, 1919), un istor ennañ buhez doubl un den : e vuhez wir hag e vuhez hunvreet.
  • Nyarlathotep (1920, 1920), unan eus e hunvreoù a skrivas, ha hervezañ en defe skrivet ar rannbennad kentañ a-raok ma vefe dihunet.
  • What the Moon Brings ("An dra e skleur al loar, 1922, 1923).
  • Hypnos (1922, 1923), an daou haroz o vezañ onironaoted, hag int a zizolo hollved an huñvreoù.
  • He ("Hemañ", 1925, 1926).
  • The Call of Cthulhu ("Galv Cthulhu", 1926, 1928), ma kaver an Hendad Meur Cthulhu, beuzet en e hunvreoù abaoe ur mare disoñjet e kêr liñvet R'lyeh ; mont a ra e darempred gant mab-den dre hanterouriezh an hunvreoù.
  • The Shadow over Innsmouth ("Ar skeud a-us Innsmouth, 1931, 1936) ; haroz an istor-se a zeu a-benn, dre hantrouriezh an hunvreoù, da vont e darempred gant e dadoù-kozh, hag a zo e-touez Ar Re a zo en Donderioù (Ar Re Zon).
  • The Dreams in the Witch-House ("An hunvreoù e ti ar sorserez, 1932, 1933), m'emañ an haroz o chom en un ti bet hini ur sorserez, ha hi a zeu en-dro en e gambr bemnoz pa'n em ro-eñ da gousket, a-benn kas anezhañ da ved an hunvreoù, ha hi o vezañ ar medium a sikour anezhañ da vont d'un poent d'egile en hollved.
  • The Evil Clergyman ("Ar beleg fallakr, 1933, 1939).
  • The Shadow out of Time ("Ar skeud diavaez amzer, 1934-1935, 1936) ; an haroz a zeu a-benn da gaout soñj eus darvoudoù amresis e vuhez kent dre hanterouriezh an hunvreoù.

Ouzhpenn e kaver meur a zanevell hag ur romant a zo bet savet diwar levezon Lord Dunsany. Ur c'helc'hiad hunvreidik eo, distag diouzh ar peurrest abalamour d'ar bed ha d'an aergelc'h a gaver ennañ. Da skouer :

  • The Dream-Quest of Unknown Kadath ("Kest huñvreidik Kadath an dianav", 1927, 1943). An haroz, Randolph Carter (a zo Lovecraft e-unan e gwirionez), a ya da glask kêr Gadath dre hanterouriezh an hunvreoù. Er gêr-se emañ an Doueed Kozh.
  • Polaris (1918, 1920).
  • The White Ship ("Ar vag wenn", 1919, 1919).
  • The Doom that Came to Sarnath ("Mallozh Sarnath", 1919, 1920).
  • The Cats of Ulthar ("Kizhier Ulthar", 1920, 1920).
  • Celephais (1920, 1922).
  • The Other Gods ("An doueed all", 1921, 1933).
  • The Quest of Iranon ("Kest Iranon", 1921, 1935).

Ken bras eo bet berzh Lovecraft ur wech ma oa marv ken ez eus bet meur a skrivagner o sevel skridoù diazezet war vojenn Cthulhu, evel da skouer August Derleth, Clark Ashton Smith, Frank Belknap Long, Robert Ervin Howard, Robert Bloch, Stephen King pe Colin Wilson.

E bed ar bannoù-treset, ar rock pe er sinema e kaver ivez roud eus gwallhunvreoù Lovecraft.

Evezhiadenn : ne zeuas ket a-benn Robert Ervin Howard da lakaat embann danevelloù Lovecraft peogwir e varvas araozañ. Skrivet en deus diwar-benn mojenn Cthulhu koulskoude (Cthulhu : the mythos and kindred horrors). Robert Ervin Howard en em lazhas pa oa 30 vloaz, pa ouezas e oa marv e vamm. Levezon Lovecraft a weler e labour Howard avat, en em anavezout a raent, hag o-daou o deus labouret evit Weird Tales.

Lovecraft a zo bet "ki" tud all, en o zouez Harry Houdini. Skrivet en deus troioù-kaer ijinet Houdini e riboulioù martezeüs Piramidenn veur Gizeh. "Prizoniad ar Faraoned" eo anv an istor. Skrivet eo bet e 1924 evit Weird Tales.

Kalz skrivagnerien a gase o skridoù da Lovecraft, dezhañ d'o adskrivañ, met paeet fall e oa evit en ober. Gwechoù zo ec'h adskrive frazennoù zo nemetken, gwechoù all ec'h adskrive an istor penn-da-benn. Evitañ e oa un doare kenskoazell naturel, setu perak n'en deus biskoazh embannet e oant bet savet gantañ. Kantadoù a istorioù a vefe bet adskrivet gantañ.

Lovecraft hag ar ouennelouriezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa seller ouzh kenskriverezh Lovecraft e verzer e oa techet da vezañ gouennelour. E-barzh The Horror at Red Hook ha The Street e teskriv enbroidi e amzer evel tud war o diskar hag a c'hell bezañ dañjerus. E danevelloù zo evel The Shadow over Innsmouth, Facts Concerning the Late Arthur Jermyn and His Family e tispleg ez eo dañjerus ar meskajoù etre tud. E-barzh reoù all evel Herbert West : Reanimator ez eus deskrivadurioù gouennelour diwar-benn tud ha n'int ket gwenn pe a zo enbroidi. E wreg Sonia a oa ur Yuzevez eus Ukraina hag embannet he deus he doa ranket adlavarout d'he gwaz eus pelec'h e teue-hi, pa embanne hemañ evezhiadennoù enepyuzev.

Ar ouennelouriezh frank a gaver en e skridoù kentañ a ya da get en e skridoù diwezhañ. Dre e skridoù neuze e weler e gemmoù a-fed mennozhioù politikel. Tamm-ha-tamm e troas Lovecraft war-du ar sokialouriezh, ha diwezhatoc'h ec'h anzavas en doa degemeret hep prederiañ raksoñjoù boutin e vetoù, evel ma skrivas en ul lizher e 1937. Dislavaret en deus The Street, un danevell hag a zo gouennelour da vat. E meur a geñver e seblant The Case of Charles Dexter Ward bezañ adskrivadur The Horror at Red Hook, hep an evezhiadennoù gouennelour avat.

Tud zo, evel Michel Houellebecq (bet savet un arnodskrid diwar-benn Lovecraft gantañ), a soñj ez eo ar ouennelouriezh hag an estrengasoni perzhioù pennañ oberenn ha personelezh Lovecraft ; kreñvaet e vijent bet pa oa o chom e New York, ha m'en deus dislavaret anezho diwezhatoc'h e vije evit klotañ gant an dereadegezh sokial. Re all a soñj e teuont eus deskadurezh puritan Lovecraft, hag lavarout a reont ivez eo bet kreñvaet ar mennozhioù-se gant e vevañ en e-unan, e diavaez ar bed. Er c'hontrol e soñj d'ar re-se eo bet kemmet mennozhioù Lovecraft goude e chomadenn e New York. Tabut a vez c'hoazh war se hiziv an deiz.

Un diverradenn glok eus e soñj diwar-benn ar "gouennoù" hag ar sevenadurioù a gaver e-barzh Selected Letters IV, embannet gant Arkham House (lizher 648 da J. Vernon Shea, deiziadet eus ar 25 a viz Gwengolo 1933).

An testennoù pennañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
♦ Pennad pennañ : Roll oberennoù H. P. Lovecraft

Ar re barrek war danvez Lovecraft a renk an testennoù da heul e-touez ar re bennañ, hag e-touez ar re o deus servijet da ziazez Mojenn Cthulhu. Embannet int bet e galleg gant Présence du Futur, niverenn 4 ha 5.

  • Dagon, 1917
  • The Call of Cthulhu (Galv Cthulhu), 1926
  • The Colour out of Space, 1927
  • The Dunwich Horror, 1928
  • The Case of Charles Dexter Ward, 1928
  • The Whisperer in Darkness, 1930
  • At the Mountains of Madness, 1931
  • The Dreams in the Witch-House, 1932
  • The Shadow over Innsmouth, 1932
  • The Shadow out of Time, 1934
  • The Outsider, 1926

Troidigezhioù e brezhoneg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Porched al Lennegezh – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn al lennegezhioù.

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.









ApplySandwichStrip

pFad - (p)hone/(F)rame/(a)nonymizer/(d)eclutterfier!      Saves Data!


--- a PPN by Garber Painting Akron. With Image Size Reduction included!

Fetched URL: https://br.wikipedia.org/wiki/Howard_Phillips_Lovecraft

Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy