Anne Bonny
Anne Bonny (1697?-1720?) a zo ur vorlaerez a orin eus Iwerzhon. Merdeet he deus gant Jack Rackham. Ar pezh a ouezer diwar he fenn a zo diazezet war un nebeud dielloù ofisiel ha war vojennoù. Dav eo gouzout eo bet savet an holl zielloù (XVIIIvet kantved) diwar-benn ar vorlaeron gant morlaeron all. Ne ouezer ket ez-resis e pe vloavezh eo bet ganet, met sur a-walc’h etre 1697 ha 1705.
He yaouankiz
kemmañAnne Cormac eo hec’h anv gwir. Laeradenn William Cormac, prokulor, hag e vatezh eo. Pa voe dizoloet an dra-se e rankas William Cormac kuitaat Iwerzhon gant e verc’h, ha mont da repuiñ da Charleston (SUA). Eno e prenas ur blantadeg hag e teuas da vezañ pinvidik. E 1710 e voe klevet kaoz eus Anne evit ar wech kentañ, el levr A General History of the Pyrates savet gant Daniel Defoe (embannet e 1724 dindan an anv-pluenn Kabiten Charles Johnson). Taolennet eo-hi evel ur paotrig 13 vloaz anezhañ, blev ruz troc’het berr, ur penn lous ha dilhad digempenn.
Lavaret e vez he dije kontellataet ur mevel pa oa-hi 13 vloaz. War-dro pemp bloaz goude e klever kaoz anezhi c’hoazh : hec’h amzer a gase, a-hervez, en tavarnioù gant morlaeron. Kontet ez eus he doa diwisket he mestr armoù en ur implijout he c’hleze. Da 16 vloaz e timezas gant ur morlaer anvet James Bonny. Hemañ en doa lakaet en e benn tapout hêrezh Anne, met dishêret e voe gant he zad. En em veñjiñ a reas kerkent : an tan a c'hwezhas e plantadeg he zad. Mont a reas neuze da New Providence, (Bahamas), gant James. Kerkent ha degouezhet e tennas war ur morlaer a oa war he hent, ma voe drailhet ar skouarn nemeti a chome gantañ. James a grogas da labourat evit ar gouarnour Woodes Rogers hag e krogas da ziskuilhañ martoloded hag a oa morlaeron war un dro. Ken dipitet e voe Anne ma tivizas kuitaat he gwaz evit mont gant ur morlaer anvet Kabiten Jennings, hag e vestrez Meg. Aliet e voe dezhi bezañ dindan warez unan bennak, setu perak e teuas da vezañ mestrez Chidley Bayard, den pinvidikañ an enezenn.
Anne Bonny, ur vorlaerez
kemmañGoude-se e kejas Anne ouzh Pierre Bouspeut (pe Pierre Delvin pe c’hoazh Peter Bosket), ur morlaer a rae war-dro ur preti, ur stal troc’hañ blev hag a oa ivez kemener seiz ha voulouz e New Providence. Pa ouezas Anne ha Pierre e oa ur vag kenwerzh gall leun a draoù prizius o tostaat ouzh an enezenn, ec’h aozjont un droiad preizhata asambles. Gant sikour mignoned Pierre e laerjont ur vag vrein anvet Revenge. He c’hempenn a rejont hag ec'h aozjont o zaol. Gwad baoted a lakjont warno hag ivez war ouelioù ha war bont o bag. Heñvel e rejont gant jakoù (gwisket evel maouezed evit an degouezh) a veze implijet gant Pierre hag e staljont anezho war staon ar vag. E penn ar vag en em stalias Anne, ur vourc’hal leun a wad en he dorn. Ken spontet e voe martoloded ar vag kenwerzh ken ne gredjont ket en em gannañ.
E New Providence e kinnige ar gouarnour Rogers pardon ar rouanez da gement morlaer a chomje a-sav gant e vicher. Anne a nac’has, peogwir e oueze a-walc'h e vefe bet kondaonet evit bezañ plantet tan e plantadeg he zad. Ur skipailh a savas neuze gant Pierre ha Jack Rackham, rak nac’het o doa ivez chom a-sav gant o micher. An tri anezho a dec’has kuit war vourzh ur sloop anvet Seahorse. Hervez lod e vije bet gwisket Anne gant ur re vragoù du nemetken, ar pezh a seblant souezhus, dre ma klaskas kuzhat a-hed he buhez ar fed e oa ur vaouez. Hervez lod all e vije bet un istor karantez etre Anne ha Jack Rackham, ur bugel o defe bet, e zilezet o defe da c’houde. Jack Rackham a ginnigas prenañ Anne, met James Bonny a nac’has, ha kelaouiñ a reas ar gouarnour. Hemañ a gondaonas Anne da vezañ skourjezet hag e voe rediet da chom gant he fried. Anne ha Jack Rackham a dec’has war ar vag Revenge.
Anne Bonny ha Mary Read
kemmañMeur a wech ec’h ehanas bag Jack Rackham e porzh New Providence. Soñjal a reer e kejas Anne ouzh Mary Read (hag en em wiske ivez evel ur paotr hag a oa anvet Mark Read) e-pad unan eus an ehanoù-se. Mignoniezh a voe etrezo, hervez lod e vije bet karantez zoken, ar pezh en dije lakaet Jack Rackham (hag ar soñje d’ar mare-se e oa Anne ur vaouez ha Mary Read ur paotr) da vezañ gwarizius. Ne ouezer ket penaos e tizoloas Jack Rackham e oa a Mary Read ur vaouez. Hervez lod en dije gwelet anezhi er memes gwele hag Anne, met n’eus prouenn ebet eus an dra-se. Goude ur pennad e lemmas kuit Mary Read hc’h anv paotr, met stank e chomas an darempredoù etre an div vaouez hag e vevjont evel ur gwir goublad, hag en em wiskjont evel m’o doe c’hoant (evel ur paotr pe evel ur plac’h). Ur pennadig amzer goude e voe kaset meur a vag vrezel da dapout Jack Rackham hag e skipailh (dekred gouarnour Jamaika bet embannet d’ar 5 a viz Gwengolo 1720). Ne voe kemm ebet e emzalc’h Rachkam, Bonny ha Read : kenderc’hel a rejont da breizhata par ma c’hellent. E-touez ar bagoù taget ganto e voe Royal Queen, perc’hennet gant Chidley Bayard, bet karantezig Anne, ha renet gant ar c’habiten Hudson. Boemet e voe hemañ gant Anne, ha leuskel a reas anezhi da vont war vourzh e vag. Dramm a roas dezhañ evit chom hep tremen an noz gantañ, hag e skuilhas dour war holl ganonioù ar vag. An deiz war-lerc’h e voe taget ar vag gant skipailh Revenge, trec’h e voe. Ne varvas den war-bouez Hudson, bet lazhet gant Mary Read dre warizi.
Dibenn he buhez
kemmañD’an 21 a viz Here 1720 e voe paket Jack Rackham hag e skipailh (ennañ Mary Read hag Ann Bonny) gant soudarded ar c’habiten Charles Barnet, hag a oa e servij gouarnour Jamaika. Mary Read hag Anne a voe spontet pa weljont e voe divarrek ar vorlaeron d’en em gannañ (hervez lod e vijent bet mezv). Daou anezho a voe lazhet ganto, ha gloazañ a rejont re all, Jack Rackham en o zouez. An emgann a badas un eurvezh a-raok m’en em zaskorjas an div vaouez. D’ar 16 a viz Du 1720 e voe aozet prosez Jack Rackham, Anne Bonny ha Mary Read. An div vaouez a chomas hep bezañ krouget peogwir e lavarjont e oant dougerez, memes ma’z eus chañsoù bras e vije bet gaou. Anne az eas da weladenniñ Jack Rackham hag he dije kavaret dezhañ : Keuz am eus o welout ar stad emaoc’h enni, met m’ho pefet stourmet evel un den n’ho pefe ket da vervel evel ur c’hi.
Mary Read a oa sañset chom en toull-bac’h betek fin he buhez, met buan e varvas, sur a-walc’h abalamour d’an derzhienn velen. Ne ouezer ket re petra a c’hoarvezas gant Ann Bonny : an devezh a-raok Nedeleg e voe digastizet gant ar gouarnour, neuze e voe nullet e c’hondaonidigezh d’an toull-bac’h. Kuitaat a reas an toull-bac’h, ha goude-se ne chomas roud ebet anezhi. Teir displegadenn a zo bet kinniget :
- he zad en dije paeet un dic’haou evit ma vefe dieubet, goude-se en dije kinniget dezhi dimeziñ ha kregiñ gant ur vuhez nevez, hag e vije marvet e 1782
- distroet e vije davet James Bonny, he fried. Hervez lod e vije bet marv-eñ bloavezhioù a-raok
- adkroget he dije gant he micher morlaerez dindan un anv all. Marteze hini Bartholomew Roberts.
Levrlennadur
kemmañ- Les Pirates, forbans, flibustiers, boucaniers et autres gueux de mer, gant Gilles Lapouge, embannet gant Phébus Libretto (1987)