Jack Rackham pe John Rackham, pe c’hoazh Calico Jack (?- 17 a viz Du 1720), a zo ur morlaer eus an XVIIIvet kantved. Diazezet eo e anv war e zoare d’en em wiskañ : leun a livioù e oa e zilhad, graet gant lien-kotoñs. Brudet eo ivez peogwir e oa div vaouez vrudet en e skipailh : Anne Bonny ha Mary Read.

Jack Rackham

E vuhez

kemmañ

Kregiñ a reas Rackham evel sturier war ar vag vrezel saoz anvet Neptune, renet gant ar c’habiten Vane. Pa nac’has Vane tagañ ur vag c’hall e voe heuget e skipailh, un taol-dispac’h a oazas hag e voe lakaet Rackham en e benn. Kerkent e lakaas Rackham ar vag d’ober hanter-dro, hag e voe taget ar vag c’hall. Trec’h e voe Rackham. Ken entanet e voe Rackham gant an taol (hag ar pinvidigezhioù kavet war ar vag) ken e kinnigas d’ar skipailh dont da vezañ morlaeron. Asantet e voe gant an holl, marteze peogwir o doa aon bezañ kondaonet d’ar marv abalamour d’o zaol-dispac’h).

Goude-se ec'h asantas Rackham bezañ pardonet e anv ar roue. Mont a reas da New Providence, er Bahamas. Eno e kejas ouzh Anne Bonny, hag a oa dimezet, hag e kouezhas e karantez ganti. Ken amourous e oa ken e tispignas ul lodenn eus e breizh eviti. Kejañ a reas ivez ouzh ar c'habiten Burgess, ur morlaer deuet da vezañ kourser hag a verdee er C’haraib a-benn preizhata bagoù spagnol.

Pa ouezas James Bonny (gwaz Anne) e oa un darempred etrezi ha Rackham e kelaouas Woodes Rogers, gouarnour New Providence. Gant ar gouarnour e voe kondaonet Anne da vezañ skourjezet. Neuze e tec’has-hi kuit asambles gant Rackham : ur skipailh a savjont hag e e laerjont ur sloop. Anne en em wiskas evel ur paotr evit bezañ degemeret war ar vag, kemmañ a reas anv ivez, hag e voe anvet Adam Bonny.

 
Jolly Roger, banniel Jack Rackham

Goude meur a daol kaer kaset da benn gant Rackham hag e skipalih e tivizas gouarnour Bahamas kas ur vag armet da vat da dapout anezho. Rackham hag ul lodenn eus e skipailh a rankas tec’hout kiut. Neuze e voent paket gant skipailh ur vag spagnol, met dont a rejont a-benn da dec’hout kuit war-du aodoù Jamaika ur wech ouzhpenn. War un dro e laerjont meur a vag pesketa hag ur sloop. E miz Here 1720 e voe harzet Rackham hag e skipailh (ennañ Mary Read hag Anne Bonny) gant ar c’habiten Barnet. Hervez lod en defe klasket Rackham en em glevout en a-raok gant gouarnour Jamaika : chom a rafe a-sav gant e vicher ma ne vefe graet droug ebet da Anne Bonny ha Mary Read. Gwir pe gaou, an div anezho a zeuas a-benn da chom hep bezañ krouget peogwir e lavarjont o-div e oant dougerezed.

D’ar 16 a viz Du 1720 e voe kaset Rackham hag e skipailh da Spanish Town, (Jamaika). Barnet e voent evit bezañ bet morlaeron, ha krouget e voent en deiz war-lerc’h.

pFad - Phonifier reborn

Pfad - The Proxy pFad of © 2024 Garber Painting. All rights reserved.

Note: This service is not intended for secure transactions such as banking, social media, email, or purchasing. Use at your own risk. We assume no liability whatsoever for broken pages.


Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy