Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

ar c'haki (japaneg kaki, diwar kakinoha) eo frouezh ar wezenn-gaki. Ar wezenn-se a zo dezhi etre 5 ha 10 m uhelder, delioù ledan ha hirgelc'hiek hag a zeu da vezañ ruz d'an diskar-amzer. Ar bleuñvioù a c'hall bezañ gwenn, melen pe glas-gwer. An daou seurt kaki brudetañ a zo anvet hachiya ha fuyu. Frouezh broadel Japan int. A-orin eus reter Sina eo ar c'haki, ha gounezet e vezont ivez e Viet Nam, Korea, Liban, Israel, Italia, Stadoù-Unanet, su Frañs hag en Aljeria (en Ain Draham) hag e Maroko (Ain Sobah). Soñjal a reer peurliesañ e teu eus ur frouezhenn all (Diospyros roxburghii), hag a greske ez-naturel e biz India hag en Indez-Sina. Ouzhpenn 2 800 seurtad a zo[1]. E broioù' zo evel e Taiwan, e vez soubet er raz.

Ur wezenn-gaki
Diavaez ha diabarzh ur gakienn

Taolennadur

kemmañ

Kement ha tomatez e vez ar c'haki, hag a-liv gant an orañjez. Pa vez azv e teu ar plusk da vezañ treuzwelus. Unan eus ar ouenn frouezh ar muiañ a brovitamin A enni eo ivez. E kement frouezhenn a zo e c'haller kavout betek eizh hadenn, ha stag e chom ar c'haki ouzh ar wezenn, memes pa gouezh an delioù. Debret e vez ar c'haki pa vezont azv da vat, ha tost fouest zoken (un tamm evel ar mesper, ha tennañ a ra e vlaz da hini ar mesper ivez).

Talvoudegezh vezhurel

kemmañ
Kaki
(talvoudegezh vezhurel evit 100 g)
Maguzenn Talvoudegezh
dour 80 g
proteinoù 0,6 g
Lipid 0,2 g
glukid 19 g
gwienn 1,6 g
energiezh 292,9 kJ / 70 cal
 
Kaki soubet er raz


Skeudennoù

kemmañ

Levrlennadur

kemmañ
  • L'encyclopédie visuelle des aliments, Embannadurioù Québec/Amérique, 1996
  • L'herbier voyageur, Histoires des fruits, légumes et épices du monde, Embannadurioù plume de carotte

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù

kemmañ
  1. "Fruits d'Outre-Mer", levrenn 3, niv. 4, pajenn 124 da 132, 1948 gant V.-A. Evreinoff
pFad - Phonifier reborn

Pfad - The Proxy pFad of © 2024 Garber Painting. All rights reserved.

Note: This service is not intended for secure transactions such as banking, social media, email, or purchasing. Use at your own risk. We assume no liability whatsoever for broken pages.


Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy