Sophie Taeuber (19 a viz Genver 1889 e Davos - 13 a viz Genver 1943 e Zürich) a oa ul livourez hag ur gizellerez suis. Gwreg Jean Arp eo bet ivez.

Sophie Taueber-Arp war ur bilhed suis

He buhez

kemmañ

Sophie Taeuber a studias an arzoù pleustrek e München hag e Hamburg. Gant he mignonez Mary Wigman e tizoloas an dañs, ha kentelioù he doe gant ar c'horollour Rudolf van Laban. E 1915 en em stalias e Zürich, ha dre ma oa barrek war an dañs e voe degemeret e Cabaret Voltaire. Dindan un anv faos ha gwisket gant maskloù e tañsas, peogwir ne vefe ket bet degemeret he dañsoù gant pennoù skol arzoù pleustrek Zürich (eno e kelennas Sophie Taeuber etre 1916 ha 1929). Er memes bloavezh e kejas ivez gant Jean Arp, e diskouezva Tanner. Dimeziña rejont d'an 20 a viz Here 1922. An daou anezho a gemeras perzh e dada. E dibenn ar bloavezhioù 1920 en em stalias e Pariz. Eno e kendalc'has da bleustriñ war an design, met chom a reas a-sav gant an dañs. En he livadurioù (levezonet a galz gant he stummadur en arzoù pleustrek) e c'haller gwelout penn-kentañ al livañ diheverz diazezet war ar ventoniezh (anvet ivez arz fetis). Etre 1926 ha 1928 e kemeras perzh Sophie Taeuber-Arp, Jean Arp ha Theo van Doesburg e raktres L'Aubette Strasbourg : ober a rejont war-dro ar sevel hag ar c'hinklañ. Dedennet e voe Sophie Taeuber gant ar raktres, dre ma klote gant mennozhioù ar Werkbund (lakaat an arzoù hag ar vuhez pemdez da gejañ), ul luskad he doa dedennet anezhi pa oa yaouankoc'h. Er bloavezhioù 1930 e tostaas ouzh luskad ar sevelouriezh. Ur gazetenn sevelour a savas hec'h-unan, anvet e oa Plastique. Sophie Taeuber ha Jean Arp az eas da repuiñ e Dordogne e 1940. E 1941 e krouas ur greizenn arzoù e Grasse, asambles gant Sonia Delaunay hag arzourien all. Mont a reas ar greizenn en-dro betek ma varvfe e 1943. Mervel a reas e Zürich d'an 13 a viz Genver 1943 : pistriet e voe gant unoksidenn garbon ur fornigell.

pFad - Phonifier reborn

Pfad - The Proxy pFad of © 2024 Garber Painting. All rights reserved.

Note: This service is not intended for secure transactions such as banking, social media, email, or purchasing. Use at your own risk. We assume no liability whatsoever for broken pages.


Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy