XIVvet kantved
Bloavezhioù 1300 | Bloavezhioù 1310 | Bloavezhioù 1320 | Bloavezhioù 1330 | Bloavezhioù 1340
Bloavezhioù 1350 | Bloavezhioù 1360 | Bloavezhioù 1370 | Bloavezhioù 1380 | Bloavezhioù 1390
1301 | 1302 | 1303 | 1304 | 1305 | 1306 | 1307 | 1308 | 1309 | 1310 |
1311 | 1312 | 1313 | 1314 | 1315 | 1316 | 1317 | 1318 | 1319 | 1320 |
1321 | 1322 | 1323 | 1324 | 1325 | 1326 | 1327 | 1328 | 1329 | 1330 |
1331 | 1332 | 1333 | 1334 | 1335 | 1336 | 1337 | 1338 | 1339 | 1340 |
1341 | 1342 | 1343 | 1344 | 1345 | 1346 | 1347 | 1348 | 1349 | 1350 |
1351 | 1352 | 1353 | 1354 | 1355 | 1356 | 1357 | 1358 | 1359 | 1360 |
1361 | 1362 | 1363 | 1364 | 1365 | 1366 | 1367 | 1368 | 1369 | 1370 |
1371 | 1372 | 1373 | 1374 | 1375 | 1376 | 1377 | 1378 | 1379 | 1380 |
1381 | 1382 | 1383 | 1384 | 1385 | 1386 | 1387 | 1388 | 1389 | 1390 |
1391 | 1392 | 1393 | 1394 | 1395 | 1396 | 1397 | 1398 | 1399 | 1400 |
|
D'ar 1añ Genver 1301 e krog ar XIVvet kantved hag echuiñ a ra d'an 31 Kerzu 1400.
Darvoudoù
kemmañAfrika
kemmañ- Goude bezañ kabestret Pennoù ar meuriadoù nes eo krouet rouantelezh Kongo, e-tro deroù ar XIVvet kantved, gant mab unan eus Pennoù rouantelezhig Boungou genidik eus traoñienn Kouango, anvet Ntinu Wene pe Nimi a Lukeni. Diazezañ a ra e gêr-benn e-kreiz e rouantelezh e proviñs Mpemba e kamp milourel Mbali. Alese e loc'ho kuit meur a ergerzhadeg a zisoc'ho war stagadur Nsundi, Mbamba ha Soyo ouzh ar rouantelezh. Paeañ a ra ar rouantelezhioù nes Mpangou ha Mbata un truaj da aotrou Kongo. Kemer a ra ar roue an titl a Manikongo pe Ne-kongo
- Kemer a ra Môrunta, roue ar Vamumed an titl a mfo rifum ha treuziñ a ra ar Mbam evit astenn e veli war uhelgompezennoù kornôg Kameroun (XIVvet kantved hervez an hengoun, dibenn ar XVIvet kantved pe deroù ar XVIIvet kantved diouzh istorourien zo). War e lerc'h e reno 18 roue all eus an hevelep tierniezh betek an XIXvet kantved, en o zouez Nshare, Mbuembue ha Njoaya.
- Gouarnet eo ar Wadai, er reter da Ganem-Bornou gant Pennoù enevuhezour a vo erlec'hiet tamm-ha-tamm gant tud deuet eus Darfour. Ren a raio ar re-mañ e-pad ur c'hantved-pad war an tiriad-se, dister e roll a-raok en em dreiñ war-du an Islam er XVIIvet kantved.
- Sevenadurezh Jebba ha Tadda (mervent Nigeria), war-vord an Niger (XIVvet-XVIIvet kantved). Krouet ez eus er XIVvet kantved gant ur roue mojennel ur rouantelezh a savo diwarni ur sevenadurezh arzel a vo awenet ganti arzourien Ife hag Oyo. Boutin eo etrezo an delwennigoù dezho daoulagad dispourbellet.
- Krouet meur a Stad-keoded gant Haousaed e su Niger a-vremañ.
- En em ledañ a ra Implalaeriezh Mali war-du ar c'hornôg ha preizhañ a ra Tekrur.
- E deroù ar c'hantved eo distroadet e Senegal, an diernitierniezh
ezh vuzulman Toukouleur gant un dierniezh pagan a reno ur c'hantved-pad.
- En em staliañ a ra an dominigad Bartolomeo de Tivoli e Dongola, e Nubia, e penn-kentañ ar c'hantved d'ar mare ma'z eus anvet ur gouarnour muzulman gant Sultaned Kaero. E-tro an hevelep koulz e ra kazeg ar Genoad Leone Vivaldi en e strivoù evit tizhout Abisinia.
- Kregiñ a ra labourioù ar Glozadenn Vras e Zimbabwe Veur. Savet eo ar voger gant mein sav disimant. Brasjediñ a reer e sav poblañs kêr etre 10 000 ha 40 000 a dud.
- Bog kontouer arab Pate e reter Afrika.
Amerika
kemmañ- Heuliad bloavezhioù glavek e mervent ar Stadoù-Unanet adal 1300 hag e-pad ar XIVvet kantved a-bezh.
- En he bleuñv emañ ar rouantelezh Chimú, war arvor norzh Perou (1300-1440); en em astenn a ra Chan Chan, ar gêr-benn, war ouzhpenn 20 Km².
- 1325 : Argaset dre heg eus o lec'hiadurioù kent e tiviz an Azteked krouiñ kêr Tenochtitlan.
- Diazezadur kentañ e Cuzco.
Azia
kemmañ- Etre 1300 ha 1600 en em zrailh Pennoù Bhoutan betek ma tegouezho ar galloud gant un Dharma raja, Penn speredel, hag un Deb raja, e-karg eus aferioù ar bed.
- Evit ar wech kentañ e teu Singapour da vezañ ur c'hreñvlec'h kenwerhel dezhañ un tamm pouez bennak.
- 1368 : Dibenn tierniezh vongol Yuan e Sina, deroù tierniezh Ming
- Tizhet Terengganu war Gourenez Malazia gant an Islam.
Europa
kemmañ- 1315-1317 : Lazhet milionoù a dud gant an naonegezh vras
- 1337 : Deroù Brezel ar C'hant Vloaz pa zeu Edouarzh III Bro-Saoz da c'houlenn tron Frañs.
- 1347 : Falc'het eo un drederenn eus poblañs Europa gant ar vosenn zu (1347 - 1351).
- 1378 : Kregiñ a ra Skism Meur ar c'hornôg; a-benn ar fin e vo tri Pab o ren war un dro.
- Tremen a reer eus Marevezh klouar ar Grennamzer da Oadvezh Bihan ar Skorn
- Goveliañ a ra ar barzh Petrarch an droienn Oadoù teñval evit deskrivañ an 900 vloavezh aet hebiou en Europa abaoe diskar Impalaeriezh roman ar C'hornôg e 410 betek lusk nevez an Azginivelezh.
- Deroù emled an Impalaeriezh Otoman er Balkanoù
- Treuzkas a ra Pabelezh Avignon sez ar Bibien eus Italia da Frañs
- Buhez Bouda troet gant Sant Yann Damask e gresianeg a zeu da vezañ ken brudet er bed kreisten dre istor Barlaam ha Josaphat ma vez lakaet Bouda da sant gant an Iliz katolik dindan an anv a Sant Josaphat.
- War-dreuzoù ar c'hantved en em gav ar Romed en Europa en ur dremen dre Vro-C'hres. Loc'het kuit eus hanternoz India (XIvet kantved), e c'haller heuliañ o dilec'hiadeg a-drugarez d'an amprestoù persek, kurdek pe c'hresianeg a gaver e rannyezhoù romek Europa.Chom a reont e Gres e-tro ur c'hantved a-raok dezho dont d'en em staliañ un tamm dre-holl er c'hevandir. A-benn deroù ar XVIvet kantved e vo bet tizhet an holl vroioù ganto, betek Rusia, Skandinavia, Inizi Breizh-Veur ha Spagn zoken.
- Gounit a ra Skosiz o dizalc'hiezh er brezel.
- Sevel a ra disivoud Lollardy e Bro-Saoz
- Emsavadegoù kouerien e Bro-Saoz
- Pemp Stad zo mestr war Italia : Republik Firenze, Republik Venezia, Dugelezh Milan, Stadoù ar Pab ha Rouantelezh Naplez. Emañ o foblañs etre 800 000 ha daou vilion a dud. Chom a ra ar c'hêrioù bihanoc'h evel Lucca, Genova, Siena, Mantoua pe Ferrara, dindan levezon bolitikel at Stadoù brasoc'h.
- Adunanet Polonia gant Ladislav Iañ Polonia
- Trevadennerezh valak e kornbroioù meneziek reter Slovakia a-hed ar c'hantved. Dre o mesaerien e vo talvoudekaet ar menezioù hag an traoñiennoù chomet poblet nemeur betek neuze. Broudet e vezont gant aotrounez lec'hel. Ganto en em led lid Reizhkredennek ar reter.
- En em aozañ a ra Noblañsoù Bohemia war batrom an Noblañs alaman. Graet e vez an diforc'h etre Noblañs Uhel ar "Varoned", anezho skoazellerien eeun ar roue ha Noblañs izel ar varc'heien anvet (Ritter, rytiři). Evel en Alamagn, eo aet war-raok kevredadur ar gevredigezh abaoe an XIIvet kantved. Koulskoude e chom bev henvoazioù lec'hel evel "gwir an douar" (jus terrae, zemské právo), hag ur renkad tud dizalc'h a zeuio da vezañ marc'heien. Er XIVvet kantved eo erlec'hiet ar županed kozh gant ar renkad nobl. Heverk eo skouer an tiegezh Vitkovci dezhañ douaroù bras ha gladdalc'hoù e Bohemia ar su hag e Bavaria. Ha pa vefe tchek a orin eo kar dre ar gwad gant brientinelezh Bavaria.
Okeania & Meurvor Habask
kemmañ- Kresk poblañs ha brezelioù dizehañ war enez norshañ Zeland-Nevez goude 1300. Digresk er boblañs hag en niver a lec'hiennoù war enez ar su.
- Diouennet gant ar Vaoried an evn meur moa ha meur a spesad loened all dre forzh hemolc'hiñ anezho ; en enez an hanternoz emañ bremañ ar bevañs war goust al labour-douar hepken (patatez dous, gwrizioù raden).
Reter Nesañ
kemmañ- Deroù emled an Impalaeriezh Otoman er Balkanoù
Tud dibar
kemmañ- Dante Alighieri, barzh ha skrivagner italian
- Giovanni Boccaccio, skrivagner italian
- Geoffrey Chaucer, barzh saoz
- Yann IV Moñforzh, Duk Breizh, lezanvet An Alarc'h
- Charlez Roparzh, marc'heg, roue Hungaria
- Edouarzh III, roue Bro-Saoz
- Beltram Gwesklin (La Motte-Broons, e-tro 1320 - Châteauneuf-de-Randon, 1380), marc'heg, a ziviz treitouriñ e vro ha stourm evit roue Bro-C'hall; anvet e vo da Gonestabl Bro-C'hall.
- Don Juan Manuel, skrivagner spagnol
- Gwilherm eus Ockham, Frañsezad saoz ha prederour
- Roue Roparzh Iañ Skos (Bruce)
- Francesco Petrarch, barzh ha skrivagner italian
- Tamerlan (Timur lenk) (Shahr-e Sabz, 1336 - Otrar 1405), alouber an Impalaeriezhioù Pers, Otoman hag India.
Ijinadennoù, kavadennoù, degasadennoù
kemmañRoll ijinadennoù ar XIVvet kantved
- An eurier mekanikel
- Teknik ar stammañ
- E deroù ar XIVvet kantved e tizolo ar Genoad Lanzarote Malocello div enez eus enezeg Kanariez.
- Gwellaet ar stern gwiadiñ en Italia an Hanternoz, e Flandrez hag e Bro-Saoz.
- Krouet daou ofis nevez e Bro-Saoz : ar Gward-Robenn, e-karg da lakaat sevel bagadoù ar roue en e stourm a-enep d'ar Varoned hag Ofis ar siell brevez a wirieka aktaoù an Aotrou bet divizet gantañ er-maez eus ar c'huzul zo dindan beli an noblañsoù.
Armerzh & Kevredigezh
kemmañ- Diorren a ra al labour-douar e traoñienn ar stêr Sant-Laorañs e Kanada.
- Diskouez a ra bered Sanga, e reter Kongo diforc'hioù etre ar renkadoù tud. A-raok 1300 e kaver prierezh ha traezoù metal, en o zouez bravigoù kouevr eztennet 300 km pelloc'h er su e Kansashi ha Kipoushi. Diwezhatoc'h e vo kavet eno marc'hadourezh enporzhiet ivez : kregin-porselen, perlez gwer, prierezh fin, tolzennoù kouevr kroazneuziek ha gongoù houarn.
- 54 milion a dud o chom e kornôg Europa.
- E deroù ar c'hantved e vez ezporzhiet ingal 850 000 hektolitr gwin gant Bourdel war-du hanternoz Europa, ha Bro-Saoz peurgetket, a-drugarez da listri Breizh zo mestr war ar c'henwerzh kas-degas er mor Atlantel.
- War-gil ez a ar gwiniegi e Breizh-Veur.