Mont d’an endalc’had

Rener (yezhadur)

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.

Hervez dielfennerezh ar yezhoniezh ez eo rener ur frazenn kevatal da arguzenn ar verb o tennañ, peurliesañ, da orin an ober deskrivet gant ar verb-se. Er yezhoù a implijont an tu-gouzañv eo luzietoc'h un tamm peseurt elfenn ar frazenn a dalvez da rener honnezh rak ar rener a c'hell bezañ ivez pal ar verb ha n'eo ket orin ar verb evel boaz.

Peurliesañ ez eo ar rener an elfenn er frazenn gant an nebeuutañ a verkoù morfologel evit diskwel an troad rak nominativel e vez er yezhoù n'int ket ergativel.

Ouzhpenn-se e vez techet ar yezhoù da lakaat ar rener da gentañ p'en deus ur verr meur a arguzenn (d.s. ur renadenn eeun). Yezhoù zo a laka ar rener goude renadenn ar verb, met ral-tre eo seurt yezhoù.

P'emañ gwir evit meur a yezh en devez dre ret pep verb ur rener, ar brezhoneg avat a c'hell ober heptañ a-wechoù en ur ober gant verboù dibersonel. Keñveriañ:

  • Yezhoù a implij ur rener dre ret:
It is raining (Ne ra dave ar raganv it da anv-kadarn ebet)
Il pleut (Ne ra dave ar raganv il da anv-kadarn ebet)
Mae hi’n bwrw glaw (Ne ra dave ar raganv hi da anv-kadarn ebet)

Ne denn ar raganvioù implijet amañ da rener fetis ebet: graet e vez brizhraganvioù (saoz. dummy pronoun).

  • Yezhoù a c'hell over gant verboù dibersonel:
Chove
Glav a ra

Ret eo ober an diforc'h avat etre ar yezhoù a c'hell ober gant verboù dibersonel diouzh un tu hag ar re a c'hell implijout raganvioù pe get hag e vez graet yezhoù amraganvelek oute e saozneg, da lâret eo e c'hellont leuskat ar raganvioù da gouezhañ, evel e galizeg, da skouer :

Non como « Ne debran ket »
Eu non como « Me na zebr ket »

Gwelet ivez:

pFad - Phonifier reborn

Pfad - The Proxy pFad of © 2024 Garber Painting. All rights reserved.

Note: This service is not intended for secure transactions such as banking, social media, email, or purchasing. Use at your own risk. We assume no liability whatsoever for broken pages.


Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy