Mont d’an endalc’had

Agnes Obel

Eus Wikipedia
Agnes Obel e Brusel, 22 a viz Du 2011

Agnes Obel, ganet Agnes Caroline Thaarup Obel d'an 28 a viz Here 1980 e Gentofte, (Kopenhagen, Danmark), zo ur sonerez, sonaozerez ha kanerez danat a gan e saozneg.

D'ar 4 a viz Here 2010 e teuas he fladenn gentañ, Philharmonics, war-wel e Danmark, Norvegia, Alamagn Bro-C'hall hag en Izelvroioù. E Danmark ez eo chomet niv. 1 e-pad meur a sizhunvezh diouzh renk e 2011, ha pemp pladenn blatin doubl he deus bet, evit tremen 100 000 skouerenn bet gwerzhet. E-touez an 10 pladenn wellañ e voe e Wallonia[1], e Bro-C'hall hag an Izelvroioù. E Danmark e voe Philharmonics an trede pladenn muiañ-gwerzhet e 2011[2].

D'an 30 a viz Gwengolo 2013 e voe embannet eil pladenn Agnes Obel, Aventine.

Kregiñ gant ar vuhez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Divoutin eo an endro ma kreskas Agnes Obel hag he breur yaouankañ Holger, en un tiegezh sonerion : he zad, a oa bet ur soner gitar a-vicher, a save un dastumad binvioù-seniñ hag he mamm, ur wiraourez, a sone oberennoù Béla Bartók ha Frédéric Chopin war ar piano.[3] Pa oa pevar bloaz hepken, ha peogwir e oa denennet, e krogas Agnes Obel da zeskiñ seniñ ar piano d'he zro.

Ma c'helenner war ar piano a lavare din e oa arabat seniñ ar pezh na blije ket din. Neuze e oa trawalc'h din seniñ ar pezh a blije din. Ne voen morse rediet da seniñ tra pe dra arall. Biskoazh n'on bet en ur Skol sonerezh klasel. — Agnes Obel[4]

A-hed he yaouankiz e voe Agnes Obel dedennet gant labour ar pianoour svedat Jan Johansson (1931-1968), a lakae liv ar jazz war donioù hengounel europat[5]. E 1987, d'an oad a seizh vloaz neuze, e voe Agnes Obel o kanañ hag o seniñ ar gitar boud en ur strollad rock 'n' roll anvet Sohio[3][6] War al leurenn e voe ar strollad, hag un nebeud kanaouennoù a voe enrollet[7].

E 1995, ha hi pemzek vloaz, e voe gwelet Agnes Obel en ur berrfilm, Drengen der gik baglæns, "Ar paotr a gerzhe war-gil", gant Thomas Vinterberg (1995)[8].

He fredad skol eil derez a reas en ur skol nann-Stadel, ma c'hallas labourat war ar sonerezh, met buan e paouezas da heuliañ ar c'hentelioù[9] ; diwezhatoc'h e reas studioù evit kenderc'hañ sonerezh, ha studioù ijinouriezh ar son.

E 2004 en em gavas e Berlin, ma tivizas kenderchel gant red he buhez ha m'emañ o chom bepred hiziv.

E 2009 e postas un enrolladenn eus ar ganaouenn Just So war al lec'hienn MySpace. Sachet e voe evezh ar gompagnunezh alaman Deutsche Telekom, a implijas ar gananouenn evit unan eus he bommoù bruderezh ; goude an taol-kaer-se e voe aesoc'h da Agnes Obel kavout un ti-embann evit he fladenn gentañ[10].

Agnes Obel en Izelvroioù
Philharmonics, 2010, PIAS Recordings • ASIN : B00470HPJI
Titl Pad

1 • Falling, Catching 01:33
2 • Riverside 03:48
3 • Brother Sparrow 03:58
4 • Just So 03:35
5 • Beast 03:50
6 • Louretta 02:06
7 • Avenue 04:07
8 • Philharmonics 03:33
9 • Close Watch 04:00
10 • Wallflower 02:26
11 • Over the Hill 02:48
12. • On Powdered Ground 04:07
Aventine, 2013, PIAS Recordings • ASIN : B00E6OQL68
Titl Pad

1 • Chord Left 02:30
2 • Fuel to Fire 05:29
3 • Dorian 04:48
4 • Aventine 04:08
5 • Run Cries the Crawling 04:26
6 • Tokka 01:30
7 • The Curse 05:53
8 • Pass Them By 03:31
9 • Words Are Dead 03:46
10 • Fivefold 01:59
11 • Smoke & Mirrors 02:57
Citizen of Glass, 2016, PIAS Recordings • ASIN : B01HJQZO58
Titl Pad

1 • Stretch Your Eyes 05:11
2 • Familiar 03:55
3 • Red Virgin Soil 02:43
4 • It's Happened Again 04:20
5 • Stone 04:56
6 • Trojan Horses 05:33
7 • Citizen of Glass 02:49
8 • Golden Green 03:59
9 • Grasshopper 02:38
10 • Mary 05:47

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

pFad - Phonifier reborn

Pfad - The Proxy pFad of © 2024 Garber Painting. All rights reserved.

Note: This service is not intended for secure transactions such as banking, social media, email, or purchasing. Use at your own risk. We assume no liability whatsoever for broken pages.


Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy