Mont d’an endalc’had

Alexandre de Rhodes

Eus Wikipedia
Alexandre de Rhodes

Alexandre de Rhodes (Avinhon, 15 Genver 1591 - Isfahan, 5 Du 1660) a oa ur Jezuist gall hag a voe misioner en Azia.

Marc'hadourien seiz e oa e dud, ha marraned, da lavarout eo Yuzevien kristenaet, hogen disfiz oute. Aet e oant eus Calatayud, en Aragon, da Avignon er XVvet kantved rak eno, e kêr ar bibien, e veze degemeret mat ar Yuzevien a veze heskinet e Spagn gant an Ofis Santel.

Ur wech aet da Jezuist e fellas dezhañ mont da visioner. E 1627 ez eas, e bourzh ul lestr portugalat, eus Lisbon betek Goa. Deskiñ portugaleg a reas ; goude tremen daou vloaz hanter e Goa hag e Mumbai e lestras da vont war-du Japan, en ur dremen dre Valaka ha Makao. Met peogwir e oa heskinet ar gristenien e Japan d'ar c'houlz-se ne voe ket kaset gant ar Jezuisted d'ar vro-hont, met kaset e voe da Hội An (e-kreiz Viêt Nam bremañ), d'ur mision hag a oa bet krouet eno e 1615.
A-benn 6 miz e ouie vietnameg a-walc'h evit gallout prezeg er yezh-se. En ur ober daou vloaz e voe gouest da vadeziñ 6 700 a Vietnamiz. Buan avat e voe gwelet fall gant pennoù bras ar vro abalamour d'e brezeg a-enep al lieswregiezh hag argaset e voe eus ar vro e 1630.

Mont a reas da Vakao, met distreiñ a reas da Viêt Nam. E 1645 e voe tapet ha kondaonet d'ar marv. Skarzhet e voe eus ar vro hepken.
E-pad an holl amzer-se e laboure evit sevel un doare da skrivañ vietnameg gant al lizherenneg latin. E 1651 e voe embannet, e Roma, ar geriadur vietnameg-portugaleg-latin (Dictionarium Annamiticum Lusitanum et Latinum) en doa savet, gant an doare-skrivañ savet gantañ, anvet Chữ Quốc ngữ. Gant ar benveg-se e voe skignet ar relijion gatolik er vro hag aesaet e voe an deskiñ lenn ha skrivañ vietnameg. Bremañ ez eo an doare-skrivañ ofisiel e Viêt Nam.

Kinnig a reas Alexandre de Rhodes d'ar Vatikan stummañ misionerien eus Viêt Nam evit prezeg an aviel en o bro dezho. Er penn-kentañ ne voe ket degemeret mat e ginnig, met etre 1662 ha 1664 (goude e varv eta) e voe savet Kevredigezh ar Misionoù Estren e Pariz.

Mervel a reas Alexandre de Rhodes e 1660, e Persia.

pFad - Phonifier reborn

Pfad - The Proxy pFad of © 2024 Garber Painting. All rights reserved.

Note: This service is not intended for secure transactions such as banking, social media, email, or purchasing. Use at your own risk. We assume no liability whatsoever for broken pages.


Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy