Mont d’an endalc’had

Ar Rozenn Wenn

Eus Wikipedia
Maen-koun Scholl dirak skol-veur München
Timbr en enor d'ar Rozenn Wenn

Ar Rozenn wenn (alamaneg Die Weiße Rose) a oa anv ur strollad enepnazi alaman e-pad an Eil Brezel Bed, ennañ pemp studier hag unan eus o c’helennerien.

Krouidigezh ar strollad

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar Rozenn wenn a voe savet e-pad an nevez-amzer 1942 en ur stal-labour livañ e München gant Hans Scholl hag Alexander Schmorell. Ganto ivez e voe savet pevar zrakt kentañ ar strollad. O c’has a rejont dre bost da dud desket (skrivagnerien, kelennerien, medisined) dibabet e München, dezho da eilañ an traktoù ha da gas anezho da dud all. Levezonet e voent gant skridoù Goethe ha re Aristoteles, hag ivez ar Bibl. Hans Scholl, Willi Graf hag Alexander Schmorell a voe kaset da dalbenn ar Reter e miz Gouere 1942 evel klañvdiourien er Wehrmacht. Pa zistrojont, e fin ar bloavezh-se, ez ejont e darempred gant ar strollad anvet Al Laz-seniñ Ruz (alamaneg : die Rote Kapelle). O fempvet trakt a savjont e-pad ar goañv 1942-1943, e-pad emgann Stalingrad. Miliadoù a skouerennoù a voe skignet e kêrioù evel München, Augsburg, Stuttgart, Frankfurt-am-Main, Salzburg ha Vienna. Ouzhpenn sevel traktoù e skrivjont luganioù enepnazi ouzh mogerioù München, ha dastum a rejont boued evit prizonidi ar c’hampoù-kreizennañ. Adalek 1943 e voent skoazellet gant kefredourien eus Su Alamagn hag eus Berlin.

Ar c’hwec’hvet trakt a voe savet gant Kurt Huber e miz C’hwevrer 1943, goude trec’hidigezh Stalingrad. Soñjal a rae da izili Ar Rozenn Wenn e vije penn-kentañ diskar an nazidigezh. Ouzhpenn 2000 skouerenn a voe skignet. D’an 18 a viz C’hwevrer 1943 e taolas Hans Scholl ha Sophie Scholl ur bern traktoù e porzh diabarzh skol-veur München. Gwelet ha diskuilhet e voent gant ar porzhier, ha harzet gant ar Gestapo.

Hans Scholl, Sophie Scholl ha Christoph Probst, a voe barnet gant ar Volksgerichtshof (Lez-varn ar bobl). E penn al lez-varn-se e oa Roland Freisler, deuet a-ratozh-kaer eus Berlin. War-dro teir eurvezh e padas ar prosez. An tri anezho a voe kondaonet d’ar marv. Da zevezh o c’hondaonidigezh (22 a viz C’hwevrer 1943) e voent dibennet e toull-bac’h Stadelheim, nepell eus München, daoust d'al lezenn a embanne splann e ranked gortoz 99 deiz a-raok lakaat un den d'ar marv goude ma vije bet kondaonet. Izili all eus ar strollad ( Alexander Schmorell, Willi Graf hag ar c’helenner Huber) a voe dibennet un nebeud mizioù goude. En holl, 16 ezel eus ar strollad a varvas : lazhet e voent, pe mervel a rejont e kampoù-kreizennañ.

Hiziv an deiz

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Plasenn skol-veur München a zo anvet Geschwister-Scholl-Platz, eno ez eus ivez ur maen-koun.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (de) Inge Scholl, Die Weiße Rose, Fischer Verlag
  • Inge Scholl, La Rose blanche, embannet gant éditions de Minuit, Paris
  • (de) Detlef Bald, Die Weiße Rose, Taschenbuch
  • Didier Chauvet, Sophie Scholl, une résistante allemande face au nazisme, L'Harmattan
  • Inge Scholl : La Rose Blanche, six allemands contre le nazisme, troet gant Jacques Delpeyrou, embannet gant éditions de Minuit
  • Hans et Sophie Scholl : Lettres et carnets, troet e galleg ha kinniget gant Pierre-Emmanuel Dauzat, embannet gant Tallandier (2008)

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
pFad - Phonifier reborn

Pfad - The Proxy pFad of © 2024 Garber Painting. All rights reserved.

Note: This service is not intended for secure transactions such as banking, social media, email, or purchasing. Use at your own risk. We assume no liability whatsoever for broken pages.


Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy