Ardamezioù Frañs
Neuz
Ardamezioù Frañs, daoust ma'z int amofisiel hepken, a zo implijet gant Republik Frañs – gant astaloù – abaoe 1912, hag adroet ez eus ul lañs nevez dezho abaoe penn kentañ renad Jacques Chirac. Skeudenn ur "pelta" (ur skoedig eus Impalaeriezh Roma) a zo, lakaet war ur feskenn douger-bouc'hili, eus mare Henroma ivez, mui ur bod olivez hag unan derv lakaet a-lammell. War-c'horre emañ al lizherennoù RF evit République française.