Mont d’an endalc’had

Arverni

Eus Wikipedia
Galia er c’hentañ kantved kent JK

An Arverni (hervez al latin) pe Arverned[1] a oa unan eus pobloù galloudus Galia, diazezet en Torosad Kreiz. Diwar o anv eo deuet hini ar broviñs Arvern ha hini ar rannvro nevez Auvergne.

Meur a gêr-benn o devoe moarvat, a-hed an amzer : Gergovia, Nemessos hag Augustonemeton, a gaver meneget e skridoù Strabon ha Caesar, a vefe bet holl e-kichen kumun Clarmont-Ferrand hiziv. En em astenn a rae domani an Arverni etre hini an Aedui en hanternoz, hini al Lemovices er c’hornôg hag ar menezioù Cebenna (Cévennes) er c’hreisteiz. En eil kantved kent JK e oant unan eus pobloù galloudusañ Galia hag ar c’hreñv o doa war meur a bobl vihan amezek (Gabali, Cadurci...). Hogen pa voe faezhet o rener Bituitus gant ar jeneral roman Fabius Maximus, e -123, e voe disteraet o galloud. Savet e voe proviñs roman Gallia Narbonensis hag an Aedui a zeuas d’ober o mistri e-touez pobloù kreiz Galia.

En amzer Julius Caesar e oa kevredet an Arverni gant ar Sequani ha goulenn a rejont skoazell ar penn german Ariovistus evit stourm a-enep an Aedui, a oa kevredet gant Roma. Trec’het e voe ar Sequani gant Caesar e -58 met ne zeuas ket hemañ a-benn eus an Arverni. E -52 en em savas an Arverni, renet gant Verkingetorix, ouzh ar Romaned. Dont a reas Verkingetorix a-benn da gaout skoazell pobloù galian all (Carnutes, Bituriges, Ruteni ha pobloù all c’hoazh). E miz Mezheven -52 e voe trec’h emglev ar C’halianed war ar Romaned e Gergovia, hogen un nebeud mizioù diwezhatoc’h, e miz Here -52, e voent faezhet gant armeoù Caesar en emgann Alesia. Prizoniet e voe Verkingetorix, kaset da Roma, ha lazhet eno.

Dont a reas bro an Arverni da vezañ ul lodenn eus an Impalaeriezh roman ha lakaet e voe e proviñs Aquitania.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


  1. Notennou diwar-benn ar Gelted koz, p. 218, p. 231


pFad - Phonifier reborn

Pfad - The Proxy pFad of © 2024 Garber Painting. All rights reserved.

Note: This service is not intended for secure transactions such as banking, social media, email, or purchasing. Use at your own risk. We assume no liability whatsoever for broken pages.


Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy