Mont d’an endalc’had

Bae Hudson

Eus Wikipedia
Bae Hudson

Bae Hudson (Hudson Bay e saozneg, Baie d'Hudson e galleg, Kangiqsualuk ilua en inuktitut) zo ur pleg-mor bras en arvor hanternoz Kanada. En-dro dezhañ emañ proviñsoù Kebek, Ontario, Manitoba ha Nunavut. Sellet a reer ouzh Bae Hudson evel ur rann eus Meurvor Arktika. Bae James a reer eus al lodenn a zo e goueled Bae Hudson, er c'hreisteiz.

En em ledañ a ra Bae Hudson a-hed 1 300 km eus ar c'hornôg d'ar reter hag a-hed 1 000 km eus an hanternoz d'ar c'hreisteiz. Gant se ez eo 1 230 000 km² e c'horread. N'eo ket gwall zon avat pa dap 100 metr a zonder well-wazh.

Anvet eo bet Bae Hudson evel-se en enor d'ar moraer saoz Henry Hudson, a voe oc'h ergerzhet morioù hanternoz Kanada e 1610-1611 hag a varvas eno moarvat e 1611. Diskrap a voe war trowardroioù ar bae e-pad pell etre Bro-C'hall ha Breizh-Veur er XVIIvet hag en XVIIIvet kantved, pa oant o-div o klask gounit tachenn e Kanada.

pFad - Phonifier reborn

Pfad - The Proxy pFad of © 2024 Garber Painting. All rights reserved.

Note: This service is not intended for secure transactions such as banking, social media, email, or purchasing. Use at your own risk. We assume no liability whatsoever for broken pages.


Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy