Mont d’an endalc’had

Birmingham

Eus Wikipedia

Skeudennaoueg.
Pelec'h emañ Birmingham e Bro-Saoz

Birmingham (distaget /ˈbɜrmɪŋəm/) zo ur gêr vras hag un distrig deuet da vezañ er pleustr un Velestradurezh unvan abaoe freuz Kuzul-Kontelezh Kornôg Midlands e 1986, e kreiz Bro-Saoz hag er Rannbarzh Kornôg Midlands. E 2005 e oa 1 016 800 a annezidi. An eil kêr bobletañ eus Bro-Saoz hag ar Rouantelezh-Unanet eo, war-lerc'h Londrez, ha poblet kenañ eo ivez ar gêrva en-dro dezhi gant 2 284 093 a annezidi (2001). Meur a borzh-houarn zo, an hini anavezetañ eo Birmingham New Street; ha meur a ganol a dremen dre eno ivez.

Gouzañv kalz a reas kêr diwar bombezadegoù an Eil Brezel-bed ha kalz eus ar savadurioù a weler hiziv a voe savet er bloavezhioù 1950 ha 1960.

E luc'haj saoznek ar c'horn (slang) e reer "Brum" eus Birmingham, ha brudet eo an doare-komz dibar zo enni ("Brummie"), aes a-walc'h da anavezout evit ar saoznegerien.

Tud liammet gant kêr

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.


pFad - Phonifier reborn

Pfad - The Proxy pFad of © 2024 Garber Painting. All rights reserved.

Note: This service is not intended for secure transactions such as banking, social media, email, or purchasing. Use at your own risk. We assume no liability whatsoever for broken pages.


Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy